Prizonier ar Republik (01) : A-raok kregiñ
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Source : Ar Vro, février 1909

E prizon Kemper. Un toull teñval, sklêrijennet hepken gant un tamm prenestr barrinier houarn warnañ ; en ur c’horn-tro, un dornad plouz astennet war al leur-zi. E-kreiz ar prizon, un den kozh, ul labourer douar, gwisket e giz Kerne-Izel, a zo azezet war ur c’hozh skabell goad, e benn etre e zaouarn.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix