Poésies de Jean-Baptiste Oliero : Salud da Vari
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
* Source : Dihunamb, 1923, p. 379

Ni ho salud, Sterenn an deiz,
Ha pa splannit e bro Jude,
A-raok an Heol ha pa splannit*    [W splannet]
A-benn kaer ma’z oc’h ket krouet.

Ni ho salud merc’hig vihan,
E-mesk ar merc’hed ar gaerañ,
Kaeroc’h ’vit ar bokedig liz,
Bokedig gwenn ar baradoz.

Ni ho salud Gwerc’hez santel
Gant an Arc’hael bras Gabriel,
Merc’h Doue an Tad a zo en neñv*,    [W néan]
Mamm ar Mab dre ar Spered-Glan.

Ni ho salud, ha pa redit*    [W ridet]
Gant herr da di Elizabet,
’Vit kas dezhi dre ar menez
Grasoù gwellañ an Aotroù Doue.

Ni ho salud gant an Aeled,
Ar vugulion hag ar Majed,
E Betleem, tost d’ho Mabig,
A c’hoarzh diouzhoc’h en e ofig.

Ni ho salud, pa luskellit*,    [W luchennet]
En Ejipt, ho Mab da gousket,
En ur sellet dioutañ atav,
En ur ganañ dezhañ ken brav.

Ni ho salud e Nazaret,
Evit Jezuz pa labourit*,    [ W labouret]
Pe nezit gloan d’ober e sae,
Tre ma vinc’hoarzh deoc’h Aeled Doue.

Ni ho salud e-harz d’ar groaz,
Beuzet en daer, gwasket d’ar gloaz
O welet ho Mab o vervel,
En Neñv ’vel houarn, an douar teñval*.    [W tihoél]

Ni ho salud e-tal ar bez
Gouarnet gant Ael an Aotroù Doue,
A varv da vev p’en deo savet,
En ur splanniñ, ho Mab karet.

Ni ho salud, pa sav Jezuz
En ur gogusenn lugernus,
D’ar baradoz, ha ma chomit*    [W chomet]
War e lerc’h dre-mañ ankeniet.

Ni ho salud gant an Aeled,
P’ho kwelont a-dreist d’ar stered,
Brav ’vel al loar, kaer ’vel an deiz,
O vonet eus an douar d’an Neñv*.    [W Né]

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix