Poésies de Jean-Baptiste Oliero : Bugel-noz (ar)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
* Source : Dihunamb, 1923, pp. 171-172

          Dalc’h war ar stur, Morhoc’h,
          Dalc’h start enta, Mallozh !

An noz zo teñval-dall, an amzer kounnaret ;
Splannder ebet war zouar, en neñv sterenn ebet ;
Ne glever ’met gurun, ne weler ’met brogon,
Ar menezioù a gren, ar grec’her* a zasson.    [krec’hioù]

Ar gwez gozh er c’hoadoù, gant an avel hejet,
A c’hwitell hag a ouel. Ar brini du lorc’het
A gwak, a gwak ; e toull kev* un dervenn*,    [W keu, derùen]
Ar goañv lagad-kazh a hud a-bouez he fenn.

Pell diouzh an douar bras, war ar mor divalav,
E-kreiz ar gwall amzer, an avel hag ar glav[,]
Al listri a goroll gwazh ’vit Polpeganed,
Pa sonont o sonenn, deiz-noz, e sol ar c’hoad*.    [W hoed]

En teñvalded, du-hont e stêr ar Mor Bihan,
Ur vagig, ’vel un evn gant e zivaskell skañv,
A nij, a nij war zour, digor he div c’houel ruz,
Heb doujiñ na kerreg, nag avel, na noz du.

’Vit miret ar vagig a drevell pep eil penn,
Piv eo gant e zorn houarn a zo war ar varrenn ?
Hardizh, a-ziaraok, piv ’n em zalc’h en e sav,
Hag a sell ’vel ur skoul, a sell, a sell atav ?

Morhoc’h, diaoul ar pesked, ha Mordoseg, bleiz-mor,
En deus, gouel ar re Varv, savet prim an eñvor,
War an taol a greisnoz, ’vit kavet ar pesk aour
A zo d’ur C’horrigan maget e sol an dour.

Hag int, gwazh ’vit diaouled, a sinsakr, a vallozh.
« Ar pesk aour ! Ar pesk aour ! ’Men emañ eñ, mallozh !
Korrigan milliget, taol ganeomp ar Pesk aour
A vagez a-viskoazh gant gwad, dindan an dour. »

Nag euzhusat un dra ! Ur Sked, e gwall imor*,    [W imur]
A fard war lost ar vag, a lâr o krog er stur :
« Mordoseg ha Morhoc’h, deu’t-c’hwi ganin ho taou
Da rostiñ ar Pesk aour diouzh forn ruz an Ankoù. »

« Fall gouezhet ’out henoazh, Bugel-noz a vallozh ;
N’out ket ’vit bout eskern Mordoseg ha Morhoc’h.
Taol ganeomp ar Pesk aour, mar vennez c’hoazh beviñ. »
Ar Sked daoulagad du a skrignas o c’hoarzhin.

« Te ’c’hoarzh, Sked milliget ! Taol ganeomp ar Pesk aour !
Te ’skrign . » Gant e zorn houarn Morhoc’h her flastr war zour.
« Kae da walc’hiñ da voj er mor gant da* ardoù,    [evit has ?]
Ha sec’h eñ, mar karez, diouzh tan ruz an Ankoù. »

A-c’houdevezh, pep bloaz, gouel ar re Drement,
War an taol a greisnoz, teir mouezh a ve klevet
O vlejal war ar mor, e-tal kerreg Penbozh ;
Int a ouel, int a c’hoarzh, a dou ruz, e vallozh.

          Dalc’h war da stur, Morhoc’h.
          – Kae gant da ziaoul, Mallozh !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix