Poésies de Jean-Baptiste Oliero : Pardonit din, ma Doue
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.

Pardonit din, ma Doue, dre ho kanedigezh.
Deut ’oc’h war an douar-mañ ’vit ma salvedigezh.
Ne vennan ket ’n em goll ; diouzhon ho pet truez
Dre ho kanedigezh, pardonit din, ma Doue.

Pardonit din, ma Doue, dre ho ene santel.
Gwaskit me, mar karit, gwaskit me da vervel ;
Met pardonit, Jezuz ; diouzhon ho pet truez,
Dre ho ene santel, pardonit din, ma Doue.

Pardonit din, ma Doue, dre ho kurunenn spern.
Doujiñ a ran [m]a gouezh e palfors an Ifern.
Sellit diouzh ma doujañs ; diouzhon ho pet truez.
Dre ho kurunenn spern pardonit din, ma Doue.

Pardonit din, ma Doue, dre ho marv war ar groaz.
O welet ho kalvar, n’hellan mui gant ar gloaz.
P’en doc’h marvet, Jezuz, ’vit reiñ din ar vuhez,
Dre ho marv war ar groaz, pardonit din ma Doue.

Pardonit din, ma Doue, dre ho Kalon Sakret.
Ma c’halon ’enep deoc’h lies en deus pec’het.
Met m’ho kar, ma Jezuz, rak ma[’z] oc’h karantez ;
Dre ho Kalon Sakret pardonit din, ma Doue.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix