Bleunioù a garantez (11) : Mignon (ur)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

– An aelig, o !

Hag un den a lammas e-kreiz an dud, hag hep ober van ebet eus an tan a stanke an nor, e sailhas e-barzh an ti.

– Jobig ! Jobig ar C’hoadoù ! eme an holl en ur vouezh, mezhek un tammig o welout un diskiant o reiñ dezho ur skouer ken kaer a nerzh-kalon.

– Eus a belec’h eo deuet ?

– E oa o tont eus ar c’hoad.

– Mouget e vo ! Devet e vint o-daou !

– Digoromp ar prenestr, eme unan. Ne zeuy biken dre an nor !

An holl a c’hortoze, sioul evel ar marv. Pemp munutenn a dremenas, pemp munutenn hir hag ankenius-meurbet.

– Marv int ! a hirvoude unan bennak.

Katell a sache blev he fenn, en ur c’hervel Santez Anna d’he sikour.

Santez Anna a glevas, rak Jobig a erruas e toull ar prenestr, e teue dioutañ bremañ flammoù ruz. Astenn a rae ar bugel a oa gantañ etre e zivrec’h, hag a laoske ur c’harmadennig ur wech an amzer.

– N’eo ket marv. Doue da vezañ meulet ! eme an dud o tridal, tra ma kemere ur plac’h ar bugel paour hanter vouget ha ma tec’he gantañ da glask un tammig aer fresk.

– Jobig ! Jobig ! Deuit er-maez buan ! eme ar re all.

Met ar paourkaezh inosant, strafuilhet bremañ, ne fiñve mui. Chom a rae e diabarzh an ti, prest, koulskoude, da gouezhañ en e boull.

– Jobig ! Deuit er-maez ’ta ! a grias an holl a-bouez-penn.

Kement-mañ a zihunas ar paourkaezh. Sevel a reas war ar prenestr. Hogen, war an taol, ur maen, o risklañ eus krec’h, a gouezhas war e benn hag hen taolas, hanter varv, astennet war ar porzh.

Daou pe dri den a grogas ennañ kerkent, hag e zougas a-gostez, tra ma rede unan da glask ar medisin.

Ar bugel, hanter vouget gant ar moged, a zeuas tamm-ha-tamm war e giz. C’hoarzhin a rae bremañ etre divrec’h ar baourkaezh Katell.

E-keit-se an tan a rae e reuz. Kaer a oa bet teurel dour ha poaniañ en-dro dezhañ, n’helljod ket dont a-benn d’hen mougañ. A-benn ma tarzhas an deiz, eus an tiig glas, a c’hoarzhe an deiz a-raok e-touez ar c’hoadoù bodennek, ne chome netra nemet peder moger hanter gouezhet, a save diouto ur vogedenn du ha flaerius.

Per ha Janig a oa o tijuniñ gant tud an eured pa zeujod da lavarout dezho e oa un den war varc’h oc’h ober klask warno.

– Un den war varc’h ! eme Janig, deuet ken gwenn hag ul lien. Perig, ur gwalleur ! O, Yannig !

– Gortoz d’en em nec’hiñ ken na vo gouezet, eme an tad, o cheñch liv ivez en desped dezhañ.

Hag eñ er-maez.

Janig e heulias.

– Laouig ar Rouz eo, emezañ. Sell ’ta, Laouig, petra a zo a nevez ?

– Feiz, eme egile, stennet a-walc’h, un tamm gwalleur a zo c’hoarvezet er Gêr-Wenn abaoe.

Janig a vennas semplañ.

– Laouig, emezi, komz prim en anv Doue ! Va mab... a zo marv ?

– Yannig a zo divlam, eme ar paotr yaouank, met ar C’hoadig a zo devet.

– Ar C’hoadig devet !... Yannig divlam !... O va Doue !

Hag ar vamm a gouezhas hanter semplet gant al levenez hag an anken. Perig a grogas enni.

– Ar mevel, emezañ, an hailhon-se, hennezh en deus graet an taol !

Holl dud an eured a oa deredet. An dud kozh a ouele.

– Pebezh gwalleur ! eme an dud. Asuret oc’h ?

– Ya, a-drugarez Doue, eme Ber, met nag a draoù hor boa n’hor bije roet evit priz ebet !

– Yannig a zo divlam... Setu ar gwellañ ! eme Janig, adkavet ganti he flom.

– An aelig paour ! eme Laouig. N’oullan ket ho strafuilhañ re gantañ, met bet e oa war var da goll e damm buhez. Ankounac’haet e oa bet en ti gant an devezhourez...

Un taol kleze, o treuziñ kalon Janig, n’en dije ket graet dezhi muioc’h a boan.

– Ankounac’haet ! Gwerc’hez santel ! Ha piv en deus e saveteet ?

– An hini hor bije soñjet an nebeutañ-holl : Jobig ar C’hoadoù !

– Jobig !

– Ya, Jobig !

Hag ar paotr yaouank a zisplegas an istor war e hed : nerzh-kalon an diskiant adal ma klevas keloù eus ar bugel, nec’hamant an holl hag an taol a skoas anezhañ.

– O, ar galon aour, eme Janig, o sec’hañ he daeroù. Ha riskl a zo evit e vuhez ?

– Ar medisin n’en deus ket c’hoazh hen disklêriet sklaer a-walc’h, met an taol a zo bet spontus.

– Perig, d’ar gêr ! Ha prim !

Pebezh kalonad evit an daou bried yaouank, pa weljont an neizhig a garent kement, hag o doa lezet en ur guitaat ken lirzhin ha ken dudius, pulluc’het ha rentet e ludu. Daeroù druz a redas war o divjod. Kreskiñ a rejont c’hoazh pa voe degaset Yannig dirazo. Hemañ n’en devoa ken soñj eus an nozvezh ankenius en devoa tremenet. Kanañ a rae laouen en e yezhig, ha pa welas e dad hag e vamm, e krogas da rifal ha da c’hoarzhin.

Janig a ziframmas digant e virerez hag e vriataas gant un nerzh divuzul. Goude e voe tro an tad hag an dud kozh. Ar paourkaezh bihan, hanter voemet, ne ouie ket pe ouelañ pe c’hoarzhin.

– Ha Jobig ? eme Janig. Deomp raktal d’e welout.

Jobig a oa en e wele, kollet gantañ tre-ha-tre, ar wech-mañ, e damm anaoudegezh. E benn a oa lienet, ha ne rae van na seblant ouzh den.

– Penaos emañ kont gantañ ? eme Janig d’an hini a oa en e gichen.

– Ne welo ket an noz, eme homañ a vouezh izel. Erru oc’h, a gredan, d’e welout o tremen. An aotrou person a zo o vont ac’hann.

Janig a dostaas d’ar gwele.

– Jobig, n’anavezez ket ac’hanon ? emezi gant ur vouezh hanter droc’het. Jobig, sell ouzhin !

– Degasit Yannig amañ, eme Janig.

Ha d’ar c’hlañvour :

– N’ec’h eus ket c’hoant da reiñ ur pok d’an aelig ? emezi gant ur vouezh tener. Jobig, sell outañ. Degas a ra dit ur boked.

– An aelig ? eme ar paourkaezh, izel-izel.

Hag ur mousc’hoarzh a seblantas tremen war e zremm. Met kerkent e cheñchas liv.

– Gouloù benniget amañ diouzhtu.

An holl a oa sioul hag a bede en ur ouelañ.

Janig neuze a dostaas he bugel, ha, sioulik, e lakaas e jodig flour ouzh jod sklaset an toc’hor. Hemañ a c’hoantaas digeriñ e zaoulagad.

– Soñj en Aotrou Doue, Jobig kaezh, eme Janig.

Ur sell hanter varv a respontas dezhi, hag ar paourkaezh a guitaas hon traoñienn evit mont da glask e lod eürusted digant an Hini en deus lavaret : Eürus ar re baour a spered : rouantelezh an Neñv a zo dezho.

– Me ’garje en dije bevet pell, eme Janig, en ur gouezhañ d’an daoulin ouzh troad ar gwele, evit e garout a-hed va buhez evel ma karas ac’hanon.

An deiz war-lerc’h, tud ar Gêr-Wenn ha kalz a re all a heulie korf Jobig ar C’hoadoù d’ar vered. Meur a hini a ouele.

Ha, da bell goude, war-dro serr-noz, ur plac’h, ur bugel ganti war he brec’h pe ouzh he dorn, a zeue sioulik da zaoulinañ war ar bez. Janig a veze gant he mab, o tont da zegas, gant ur bedenn galonek, ur vleunienn a anaoudegezh-vat d’an hini a ginnigas dezhi, ken lies e-pad e vuhez, bleuñv dudius e garantez.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix