Bleunioù a garantez (09) : Mevel (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Edont o tivizout diwar-benn se, pa glevjont klouedenn ar porzh o tigeriñ.

– Erru eo tud, eme Berig en ur sevel. Sell, ur paour eo, a gredan. Ur sac’h a zo war e gein.

– Digor an nor neuze, eme Janig, bepred madelezhus.

An diavaeziad a zeuas en ti.

– Petra ’glaskit, va den mat ? eme Ber.

– Feiz, eme egile, en ur sellout en-dro dezhañ dre zindan e dog, me ’zo o klask labour dre amañ. N’hallfec’h ket goprañ ac’hanon ?

Perig a chomas ur pennad da soñjal. Ezhomm, hag ezhomm bras en devoa eus ur mevel. E hini a oa aet an deiz a-raok  d’ober e dri deiz warn-ugent, hag ar foenn a oa da beurserriñ. Koulskoude, stumm hemañ ne blije ket dezhañ. Gwisket fall ha digempenn, ne oa heñvel nemet ouzh ur reder-bro, hag e zaoulagad a oa disleal.

– Gouzout a rit labourat douar ? emezañ.

– Penaos ! eme egile, ya, moarvat, va micher eo homañ !

– Eus a belec’h e teuit ?

Ar paotr a zaleas ur pennad da respont.

– Eus a bell e teuan, emezañ. Met bet on c’hoazh er vro-mañ.

Per a sellas ouzh Janig. Homañ he devoa truez ouzh aer truek ar paourkaezh.

– Petra ’lavarez ? emezañ goustadik.

– Feiz ! Evel a gari, eme Janig, Mar karez, e kemeri anezhañ evit un nebeut deizioù. Truezus eo e stad.

– Ar gwir a zo ganeoc’h. Met n’em eus ket fiziañs ennañ.

– Ne vo ket ret e virout.

– Ac’hanta, eme Ber a vouezh uhel, evit un toullad deizioù e roin labour deoc’h, mar karit. Ret eo dimp en em sikour.

Ar priz a voe graet, hag a-benn an deiz war-lerc’h, ar mevel a heulie Perig d’ar park.

An traoù a gerzhe mat a-walc’h. Ar paotr ne oa ket kaozeer, met labourat a rae. Koulskoude, ar mestr ne oa ket evit herzel da zisfiziout dioutañ, ha gant pres e c’hortoze distro e vevel kozh, ur paotr dimezet, den a-zoare, a oa gantañ abaoe ma oa o terc’hel tiegezh.

Eizh deiz a dremenas. Souden e weljont ur benveg bremañ, ur pezh dilhad goude, o vankout e-barzh an tiegezh. Kement-mañ o lezas diseblant da gentañ, met tennet e voe o evezh un deiz bennak.

– Ar mevel eo, eme Ber. Piv a-hend-all ?

– Me a soñj eveldout, eme Janig.

– Petra ’rin ?... Lavarout dezhañ ?...

– Gortoz un tamm, mar gallez. Me am eus hogozik aon rak ar galouper-se.

– Ya, ha me ivez ! Un taol fall hor boa graet o reiñ dor digor da hennezh.

– Ruzomp gantañ pemzek deiz, mar gallomp.

Met al laeroñsioù a gendalc’he, seul stankoc’h ma chome al laer direbech.

– N’eus ket da lavarout. Ret eo din komz, eme Berig.

Hag un devezh, o tebriñ lein, e troas ar gaoz war an tu-se. Ar mevel en em zifennas. Penaos ! Evit ul laer e vije kemeret ! Ha Janig a welas ur barr-kounnar o treuziñ e zaoulagad fall.

An traoù a chomas eno. Un daou pe dri devezh goude, e oa karget ar paotr, beure-mat, da vont da glask bleud d’ar vilin. Kreisteiz, enderv, noz, ... ha den ne zistroe. Pa voe debret o c’hoan ha kousket ar mabig, Per ha Janig a oa deuet d’azezañ war an treuzoù. Alies e plije dezho dont evel-se, d’an nozioù hañv, d’ober un diskuizh hag ur gaozeadenn dirak toull an nor.

– Ac’hanta ! eme Ber, chomet eo an hailhon-se d’en em vezviñ. N’eus ket da lavarout, ret e vo din reiñ e gont dezhañ.

– Ya ! Ha lavarout emañ ret dimp mont warc’hoazh da eured hor c’henderv, teir lev ac’hann ! Me n’eo ket aezet va spered.

– Ret-mat e vo dimp mont avat, Janig kaezh ! Int a oa bet en hon hini. Hon dle a zo da baeañ.

– Ya, a dra sur, eme Janig. Da vihanañ, ma vije deuet da vamm pe va hini da eveshaat ouzh Yannig, met peogwir ez aint d’an eured ivez...

– O ba ! Katell a ray ervat war e dro hag a viro an ti, ha neuze ne chomimp nemet un devezh hanter d’an hirañ.

– Selaou ! Erru eo ar paotr !

Erru e oa, evit gwir, bec’h dezhañ o stlejañ e gorfad, e zaoulagad dislontret ha baous-tout. Teurel a reas e vleud, bet taolet ha distaolet meur a wech, war leurenn an ti, hag hep rannañ ger, e klaskas hent e wele.

– Ne lavarin netra dezhañ fenoz, eme Berig. Warc’hoazh e vo gwelet.

An daou zen yaouank a chomas c’hoazh ur pennadig er-maez. Ar serr-noz a oa dispar. An oabl, chomet alaouret war-lerc’h ar c’huzh-heol, a roe liv da benn huñvreüs ar gwez uhel. En tu all, al loar a save evel ur rouanez. An aezhenn a vouskane en delioù un diskanig ken flour, ken tener, ma chome an eostig, a-greiz e ganaouenn arc’hantet, evel sebezet d’e selaou. C’hwez ar spern-gwenn a garge al liorzhig, hag ar priedoù dilavar hag eürus a veske o huñvredigezh gant huñvreoù an noz.

– Koantat nozvezh ! eme Berig. Kaerat eo hor bro, Janig ker !

– Ya, dreist-holl an draoñiennig-mañ. N’eus ket bravoc’h er bed !

– Evidomp, nann, a dra sur. El lec’hig-mañ e karfen mervel.

– Va zad, evel ma c’houzout, a gomze disul eus gwerzh ar C’hoadig. Pebezh eurvad mar galljemp hen prenañ.

– An huñvre-se a vagan pell ’zo. Neuze avat, Janig, ne vankfe netra d’hon eürusted.

– Hag-eñ e c’hallomp bezañ eürusoc’h eget bremañ ? Poan am eus o krediñ ! Doue a zo re vat evidomp : ar bleuñv a ziwan war hor gwenodenn, puilh ha tener evel glizh miz Mae war c’heot glas ar flourenn. O Perig, trugarekaomp Anezhañ hep paouez !

Hag eus an div galon unanet, gant c’hwezioù melus an noz, ur bedenn a drugarez hag a anaoudegezh-vat a savas etrezek an neñvoù.

Antronoz vintin, pa oa ar mevel o voueta al loened, Perig a soñjas ober ur sell ouzh ar bleud degaset gantañ an deiz a-raok. Ar varc’hadourezh a oa pell falloc’h eget en devoa gourc’hemennet.

– O, al lampon fall ! emezañ. Deus ganin, Janig.

Hag int o-daou etrezek ar solier, e-lec’h ma oa gwele ar mevel hag ar c’houfr ma kloze e zilhad ennañ. Per a grogas en ur benveg hag a savas ar golo.

Ur morzhol, un heskenn, dianket abaoe pell ’zo, un daou pe dri litrad sistr, un anduilhenn, skoachet mat e-mesk ur c’hrez hag ul liñsel skrapet en deizioù a-raok, setu ar pezh a weljont dirak o daoulagad.

– O dam, avat, filouter daonet ! An dro-mañ en em zisammin diouzhit !

– Perig paour, un enebour touet az po aze !

– Kaer ’zo lavarout, Janig kaezh, n’hellan ket pardoniñ traoù evel-henn. Ha neuze, petra a ray din pa vo pell ?

– Me a gren rak hennezh !

– Erru eo, eme Berig... he, paotr ! Deus war grec’h, mar plij !

Egile a savas en ur c’hrozmolat.

– Labour eus ar c’hentañ ac’h eus graet amañ, paotrig !

– Petra hoc’h eus-c’hwi da furchal va dilhad ? eme egile divergont.

– Hag e kredez difronkal, hailhon fall, eme ar mestr divontet a-benn ar fin. N’eo ket bremañ e tleen bezañ furchet an traoù-mañ ! Marteze em bije harzet ac’hanoc’h d’am laerezh kemend-all !

– Me laerezh !

– A-walc’h ! Ho kont, hag ho po arc’hant !

– Kas a rit ac’hanon kuit ?

– Soñjal a ran ! Ha c’hoazh hoc’h eus chañs, pa ne ziskulian ket ac’hanoc’h !

– Keuz ho pezo ! eme ar mevel en ur skrignal e zent.

Ha Janig a hirisas o welout ar sell kasonius a daolas war he Ferig. Hemañ, troet e gein, ne daolas ket pled da gement-mañ.

Ar gont a voe reizhet, hag a-benn ur pennad goude, ar reder-bro, e bak war e choug, a gemere toull an nor.

Degouezhet war an hent bras, e tistroas, hag o sevel e zorn war-du an tiig sioul :

– Lezit hardizh, tudjentil, emezañ. Keuz ho pezo !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix