Bleunioù a garantez (07) : Voullig douar (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Traoñienn ha menezioù a dregerne laouen, ar beure-se, gant mouezhioù sklintin bombard ha biniou o seniñ tonioù eured. War dreuzoù o zier, tud ar vourc’h a c’hortoze abaoe un eur ’zo. A-hed an hent bras, ar c’hleuzioù a oa goloet a dud, ha, dre an hentoù a gase d’ar Gêr-Wenn, tud an eured, war gezeg, e gweturioù, a dostae laouen ha fichet-kaer.

Perig a oa degouezhet, ur pennad a oa, gant e vazhvalan hag e baotr-enor. E wetur, livet e fresk, a lugerne dindan an heol, hag e gazeg velen, rubanet he fenn, a dride gant hast e toull an nor. Ar goulennoù o devoa bet lec’h, flemmus eus an tu hag egile, met gant tu ar paotr e teuas an trec’h.

Nav eur a sonas. Ar wreg yaouank, daeroù en he daoulagad, a vriataas he zud karet, ha, goude bezañ taolet ur sell diwezhañ war neizhig karet he yaouankiz, a bignas e gwetur he zad. Hi eo a dlee kas ar penn, ha Perig, gant e vamm, a gloze ar vandenn.

Ar sonerien a ganas ton ar c’henavo, hag ar c’hezeg d’an daoulamm ruz a gemeras hent ar vourc’h.

A-hed an hent, ar sellerien a hete dezho chañs, eurvad ha plijadur hag ar c’hezeg a gerzhe bepred. Setu ar vourc’h du-hont a-hed gwel ! Amañ ar paotr-enor a lez kezeg ar rubanoù hag, ouzh son ar biniou, an eured a erru er vourc’hig. Prestik eo diskennet an holl, ha Janig, harpet war vrec’h he zad, a gemer hent an iliz, ouzh son laouen ar c’hleier.

– O, o ! eme ar c’homerezed. Troc’h a zo gant ar Mignon kozh hiziv ! Sellit penaos e rod !

– Va feiz, eme ur c’homper lagadet-mat, abeg en deus. Janig-se a zo ur ganfantenn spontus !

– Ur paradur dellezek he deus kavet ! Perig ar Barzh a zo ur paotr evel ez eus nebeut dre amañ.

Hag ar c’hlakennoù a gerzhe adarre.

Koulskoude, an iliz vihan en em garge. Leun-chouk e oa gant tud an eured, ken leun ma rankas, siwazh dezho ! ar c’homerezed chom er-maez.

Daoulinet ouzh an daol santel, dirak ar beleg hag a roas dezho ar vadeziant, Per ha Janig a roe o ger da vezañ feal an eil d’egile betek ar marv.

Daeroù a deneridigezh a ruilhe war divjod ar gerent, ha kalon ar priedoù yaouank a oa leuniet a eürusted. En-dro dezho, kerent ha mignoned a bede Doue evito. En o c’halon, gras Doue a rene : en deiz a-raok e oant bet o-daou o taoulinañ ouzh an daol sakr. Jezuz a oa pedet d’an eured hag eñ a vije da viken siell o c’harantez.

An iliz kozh, iliz o badeziant hag o fask kentañ, he devoa gwisket evit o eured he gwiskamant he gouelioù bras. Ar c’hleier a vralle hep ehan hag ar Veni Creator, ar Magnificat a save nerzhus d’an neñvoù, heuliet gant son ar c’horn bras ha gant mouezh ar sakrist kozh, pedet ivez d’an eured, hag a sache warni a-bouez fregañ e c’henoù.

An oferenn a echuas, hag an daou zen yaouank a zeuas er-maez. Ar sonerien, deuet d’o gortoz da doull ar vered, a grogas adarre da seniñ. Hag ar selloù a zo paret warno ! Met ivez, pegen koant eo Janig, gant he c’holierig gwenn, he c’hoef broudet lakaet ken dereat war he blev melen frizet ! Pegen ouesk Perig gant e chupenn danvez, e dog blev-gozh du-fin hag e vruched gwenn digor !

– Pell ’zo ne oa bet gwelet tud-eured ken dereat dre amañ, eme an holl en ur vouezh. Gant-se, fur ha nerzhus. Galvet int, a-dra-sur, d’ober menaj mat.

Ar baotred yaouank, gwintet a-benn neuze war o c’hezeg, a oa dastumet war ar blasenn. Loeiz ha Pipi a bourmene o re e-touez an dud evit diskouez ar rubanoù marellet staget ouzh o fennoù. Ganto e oa deuet an traoù !

Hag an eured a guita ar vourc’h. Perig, e wreg yaouank en e gichen, a gas ar penn ar wech-mañ. Hag e seblant lorc’hus hag eürus o touchañ d’e gazeg Koantig, a ziskouez, savet he fenn, kompren emañ ar renk a enor dezhi en deiz-se.

Hanter hent, an holl a ranko dale da zebriñ un tamm bara gwinizh hag amann gant ur werennad sistr, degaset d’o diarbenn gant tud al labour, ha, goude, da Bark ar Gistinenn da welout ar c’hrog bras.

Ar c’hrog bras !... ya, evit ar baotred, met ar merc’hed, a-boan erru er Gêr-Wenn, en em zastum war al leur-gêr, hast dezho da welout soner ha dañser o tegouezhout.

– Hola, merc’hed kaezh, n’oc’h ket erru eno c’hoazh ! Du-se, e park ar sac’h, paotred ar c’hezeg a zo oc’h en em dagañ. Ar maout a zo torchet gant an hini a soñjed an nebeutañ, gant Erwanig ar Mest... It d’en em lipat bremañ gant tud evel-se !

Loeiz ha Pipi a zo chomet batet.

– Hag eñ a lavare din ne fizie ket lezel e hini war e rubanoù.

– Sell aze un hinkin.

Met ar biniou a c’halv an dud evit dañs ar boked. Per ha Janig a c’hortoz war al leur-gêr. N’eus ket amzer da chom da chikanat. Ar baotred prim-ha-prim a cheñch o dilhad hag a zibab o dañserezed.

Amañ emañ ar gwashañ krog evit ar re-mañ. Daoust ha kerzhout a ray an traoù d’o soñj ? Kalz a welas o mennad o tont da wir, met lod all, siwazh ! a rankas ober selloù du. Evel-se, Loeiza baour a chomas he genoù ganti war c’hwec’h eur, o welout Laouig, an dañser, o reiñ, en ur vousc’hoarzhin, e viz bihan da Soazig an davañjer roz, tra ma rankas-hi, – ya brav a-walc’h, pe chom er-maez ! – kouezhañ adarre gant he Jilez, en em gave bepred en he c’hichen, kaer he devoa treiñ diwarnañ.

Koulskoude, lañchenn ar sonerien a gerzhe skañv. A-benn ur pennadig o sonioù laouen a ziroufennas pep tal hag a rentas an holl ken laouen hag an heol a bare skedus war ar gwiskamantoù lugernus.

Souden, ur voullig douar a faoutas an aer, hag a zeuas, en ur dremen a-us da benn an dud eured d’em em vruzhunañ e-kreiz an dro-zañs. An holl a chomas a-sav.

– Piv en deus graet an taol-se ?

– Sell unan o tec’hout du-se d’ar red ! Sellit ’ta !

– Jobig ar C’hoadoù ! eme an holl en ur vouezh. Bleunioù a zo gantañ.

Jobig e oa, e gwirionez. Kuzhet a-drek ar c’hleuz, e selle ouzh an ebad. Un tamm kounnar a verve en e galon, ken dizrouk peurvuiañ, hag evel ma tremene Janig hag he den ez-eeun dezhañ, e krogas en ur voudenn douar hag e taolas anezhi war-du enno. Neuze, evel mezhek eus e daol, e kemeras d’ar pevarlamm gwenodenn e goadoù.

– Ne oa ket pedet marteze ? eme unan.

– Eo, eo, eme Janig, met n’eo ket deuet, war a welan.

Koulskoude, an eured a gendalc’he bepred. E-pad daou zevezh leun, an dañs, ar c’han, ar baleadennoù en em eilas e-kreiz ar vrasañ plijadur. Biskoazh ne voe gwelet eured ken kaer, ken reizhet hag hini Janig ar Mignon. Siwazh ! tremen a ra pep tra war an douar-mañ. Tamm-ha-tamm, brud an eured a davas, hag a-benn eizh deiz goude, Per hag e zousig a oa er C’hoadig o tigeriñ o ziegezh.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix