Teir c’had (an) (02) : Arvest II
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    En ostaleri ar Marc’h Gwenn

KEVRENN I

    YANN o sec’hañ e dal

Paner villiget, kae gant ar gounnar !… Ar c’hozh gedon-mañ a zo pounneroc’h eget ma soñjfed. Ma weljen da vihanañ ur c’harr pe un azen bennak, e taoljen anezho war c’horre, met ne welan seurt… (O sevel e zaoulagad, Yann a wel ostaleri ar Marc’h Gwenn) Sell ’ta, setu un ostaleri, hag e doare vat. Oh ! met he anaout a ran, houmañ eo ostaleri ar Marc’h Gwenn, ha ma’z afen en ti ? Perak nann ? Dare ’on gant ar sec’hed, hag un tamm kreun a dorrfen bravik ivez. Ar gwin, a leverer, n’eo ket gwall-ger amañ, hag ouzhpenn, un nebeud lip-e-bav na rafe ket a zroug… ur wech n’eo ket atav… Gwell ’ta, Yann, petra zo ez yalc’h ?… Ya, met lavarout a reer penaos en ostaleri ar Marc’h Gwenn ne vez ket bepred founnus an traoù… alies zoken evit arc’hant, e vez treut ar soubenn… Oh ! sac’h an dien ! na me zo diot ! bez em eus aze er baner peadra da zebriñ… O tebriñ unan, e chomo c’hoazh div c’had evit an aotroù Bidoch, ha div zo a-walc’h evitañ. Ouzhpenn-se, va faner a vezo kalz skañvoc’h… Buan, fidamdoustik ! an traoù en-dro !… (Skeiñ a ra an nor gant e vazh.)
Hep !… n’eus den ?… paotr !… plac’h !…

KEVRENN II

    AR MEVEL deredet

An aotroù en deus c’hoant da derriñ e sec’hed ?

    YANN oc’h azezañ hag o sec’hañ e dal

Ha terriñ va naon ivez. Hast afo, ha ro din ur voutailhad gwin kozh ; goude e kemeri ar c’had-mañ evit he lakaat ouzh ar ber ; buan avat, sac’h panez, rak mervel a ran gant an naon hag ar sec’hed.

    AR MEVEL

Ne vo ket da zaleañ, aotroù !… (Ur c’had a gas gantañ, hag e tistro gant gwin ha bara. Diouzhtu ez a kuit.)

KEVRENN III

    YANN e-unan, goude bezañ evet ur banne

Ah ! foutre !… hemañ avat a zo gwin ! ya gwin mat, dreist-holl pa vez sec’h ar gornailhenn ! Deomp atav, evit c’hoazh n’eo ket diwezhad, hag amzer am eus da frikota un tammig ha d’ober va zro a-raok ar pardaez. Evelato, sac’h an dien ! un dra am laka gwall nec’het : ar c’hozh tamm lizher-mañ eo !… Petra a skriv va mestr d’e vignon Bidoch ? Ha mar komz dezhañ a deir c’had ! (Yann a skrab e skouarn.) Hounnezh avat a vezo ur soubenn !… E gwirionez, ar pezh a ran n’eo ket brav… Kemer a ran un dra fiziet ennon gant va mestr, laerezh a ran anezhañ en ul laerezh e vignon. Va c’houstiañs a damallo ac’hanon, ha lec’h he devezo d’hen ober. Ar skeud eus ar gozh gad-mañ am heulio e pep lec’h, en noz koulz hag en deiz… A-hent-all, duet ’on gant an naon, hag ar c’hwezh eus ar c’had-mañ a hillig va c’halon, rak, siwazh ! n’em eus ket alies un tamm lip-e-bav ! (Ur werennad all a ev en un taol.) Gwazh a se d’an aotroù Bidoch !… Lavaret a reer atav penaos eo ret skeiñ war an houarn pa vez tomm, debriñ ar berenn pa vez dare, ha me ’chomfe hep debriñ ar c’had pa’z eo poaz !

KEVRENN IV

    Ur pesketaer gant e linenn-besketa war e skoazh hag ur baner ouzh e vrec’h.

    AR PESKETAER

Sell ’ta, te eo, Yann ! Pebezh chañs !…

    YANN

Trinkañ ’ri ganin, ’michañs ? n’en em welomp ket alies.

    AR PESKETAER

Ur banne na ray ket a zroug, rak pell zo e valean hag, ouzhpenn, ur blijadur eo trinkañ gant ur c’hamalad kozh eveldout.

    YANN o skeiñ war an daol

Hop ! paotr ! buan, ur werenn evit an aotroù ; hast afo ’ta, troideller. (Dont a ra ar c’heginer en ur sec’hañ ur werenn.)

    YANN d’ar c’heginer

Ac’hanta, mont a ra da geusteurenn en-dro ?

    AR PAOTR-KEGINER

Oh ! aotroù, pebezh jibelotenn ! Peadra da lipat ho pemp biz hag ho piz meud. (Distreiñ a ra d’ar gegin.)

    AR PESKETAER

Petra, te a ra ur jibelotenn ?…

    YANN e ur ziskargañ gwin

Ya da ! doubl-vioù ! Un tammig lein pe un tammig friko… Etrezomp, klev, ne baker ket gwall alies un tamm lip-e-bav.

    AR PESKETAER

Hag a zo gwir ! Un nebeud ijin a zo ret mat deomp bep an amzer, anez e varvfemp gant an naon. (Trinkañ ’reont.)

    YANN

Ha da zevezh pesketa, petra ’leverez din anezhañ ?

    AR PESKETAER

Biskoazh gwelloc’h, kamalad ! hag ar pesked a zo dija gwerzhet.

    YANN

Hag a zo mat, fidamdoustik ! Te avat a gas buan an traoù en-dro.

    AR PESKETAER

Ya, klev ! oh ! met ne lavari ger da zen ! Goustad hel lavaran dit… Soñj, va c’hamalad, penaos em eus gwerzhet, e ti an aotroù Kakous, ar pesked am eus gallet da zifourchañ eus e lenn e-unan.

    YANN

N’eo ket gwir ?

    AR PESKETAER

Evel m’hel lavaran dit.

    YANN

Mintoueller ! o c’hoari mat a rez.

    AR PESKETAER

Hag an itron Kakous he deus va faeet hep marc’hata pemp real al lur, hag ouzhpenn, an tammig itron a lavare n’he doa biskoazh gwelet kaeroc’h pesked !… Ur banne jilgodenn am eus bet c’hoazh war ar marc’had.

    YANN

(A vouezh izel o treiñ e benn.) Estregedon a oar touzañ e vestr ! (Kreñv) Ha n’ec’h eus ket aon da vezañ paket ?

    AR PESKETAER

Aon rak piv ? Aon rak petra ?… Daoust ha n’eo ket ar bobl a zo roue bremañ ?

    YANN

(Izel) Kement-mañ a ra vad da’m c’halon. (Kreñv) N’eus forzh, taol evezh mat, rak her gouzout a rez, un tenn a zo a-walc’h da lazhañ ar bleiz. (Diskargañ ’ra adarre ur banne.)

    AR PESKETAER o trinkañ

Da’z yec’hed kozh, rak mall eo din mont en-dro.

    YANN o sachañ war e vrec’h

Penaos, ne chomi ket da zebriñ un tamm jibelotenn ganin ?

    AR PESKETAER

Nann, kamalad, da drugarekaat a ran evit da vadelezh ha da galon vat. Dare ’on gant ar c’housked… Kenavo ur wech all, ha neuze me a baeo da’m zro. (Reiñ a reont an dorn an eil d’egile.)

KEVRENN V

    YANN e-unan

Fidouen… kuit eo aet, ha netra gwelloc’h, rak daleet en divije c’hoazh ac’hanon. N’eus forzh, va c’houstiañs a ra debron din… Sevel a ra em enep… rebechoù a ra din… Ah ! her gwelet a ran, n’eus peoc’h ebet evit an hini a dec’h diwar an hent mat… Ha peur em bezo debret ar jibelotenn-mañ ? Penaos e c’hellin-me dibunañ ar gudenn-mañ gant an aotroù Bidoch ha gant va mestr ?… (O skeiñ war an daol gant ar voutailh.) Heu ! paotr… poaz eo ar c’had ? (Ar mevel o tont d’ar red gant ar c’had.)

    AR MEVEL

Setu aze, aotroù !

    YANN

Mat eo, va faotr ; divorfil ’out. Selaou ’ta, ne c’hellfes ket reiñ ur plad all din pe ur skudell bennak evit lakaat ar friko-mañ a zebrin a-hed an hent, rak mall bras eo din mont kuit ?

    AR MEVEL

Eo, aotroù, diouzhtu. (Mont a ra da gerc’hat ur skudell e pehini e laka ar friko.)

    YANN

Mat dreist… An tamm bara-mañ a gasan ivez ganin, ha bep an amzer e c’hellin diskolpañ ur c’henaouad hag e kavin berroc’h an amzer. Dal, paotr, setu ar pae evit da labour ha gwerzh-butun ouzhpenn. (Yann a bae ar mevel hag a ya kuit en ur ganañ) :

          Kae d’an drotig,
        Paourkaezh Yannig,
Ha kan bepred, war varc’h ha war droad.
          Kae d’an drotig,
        Paourkaezh Yannig… hag all

KEVRENN VI

    AR MEVEL o tennañ an traoù diwar an daol

Setu aze un hinkin avat !… Daoust hag ar c’homper-se n’en defe ket graet ur mestaol bennak ?… Gwellañ zo, en deus paeet mat ac’hanon, gwerzh ar butun am eus bet zoken. Anez em bije diskuilhet anezhañ diouzhtu d’an archerien. N’eus forzh, ur ger a lavarin d’an aotroù Maer, rak an oristal-se a zo c’hwezh fall gantañ.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix