Bleunioù a garantez (05) : Embannoù (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ur beurevezh, Per a erruas en ur redek e ti e durzhunell.

– Ur c’heloù mat, Janig kaezh ! emezañ. Intañvez an Duig a zilez he mereuri hag ar C’hoadig a zo da feurmiñ. Petra ’lavarez ? Daoust ha ne blijfe ket an neizhig-se dit ?

Ar C’hoadig a oa ur vereuri vihan war-bouez ur c’hard lev diouzh ar Gêr-Wenn. Ur gwir neizhig, evel ma lavare Per. An ti glas, savet en ul liorzhig kelc’hiet a spern-gwenn, hanter guzhet e-touez ar c’hoadoù bodennek.

– Ar C’hoadig ! eme Janig o tridal. Penaos ne blijfe ket ul lec’h ken koant din ? Biken n’em bije huñvreet kenkoulz-all !

Galvet e voe an tad hag ar vamm.

– N’hellec’h kouezhañ gwelloc’h, bugale ger, eme an tad, en ur frotañ e zaouarn. Lavarout mat a raen deoc’h gortoz. Pegoulz emañ difeurm ar vereuri ?

– A-benn Gouel-Mikael kentañ, da lavarout eo, a-benn ur miz hanter.

– Alo, alo ! an traoù en-dro neuze ! Gra feurm pa gari, ha bec’h d’an embannoù !

Ne oa ket ezhomm da lavarout div wech. A-benn ar sizhun war-lerc’h, an aotrou person a zezrevelle d’e barrezianiz e oa deuet ar c’houlz da siellañ an intent a dlee unaniñ daou diegezh gwellañ ar barrez.

– Daou zen a-zoare, eme an dud etrezo o tont eus an oferenn. Tud yaouank fur ha tud en o aez, rak, mar en deus ar Mignon kozh ur vinorez vat, mab ar Barzh n’eo ket gant netra ivez.

– Un unaniezh treset mat !... Hag ar C’hoadig o deus feurmet, war a glevan.

– O ya, eme un all gwariziusoc’h, ar re binvidik a gav bepred tu d’en em zibab.

– Petra ’fell dit, va faotr kaezh ? Evel-se emañ bet kont a-viskoazh hag e vo da viken.

– Ha Jobig, va Doue, eme un all, Jobig ar C’hoadoù, penaos e ray ?

– Kalonad sur en devo, ar paourkaezh paotr. Met ba ! ankounac’haat a ray buan !

Hag an teodoù a gerzhe, lod war an tu mat, lod war an tu fall. Kement-se avat a leze dinec’h Per ha Janig. Holl d’o eürusted, hor mignoned ne oant trubuilhet tamm ebet gant lavaroù an dud.

Koulskoude, an daou diegezh a demze pep tra evit an eured, a dlee dastum tremen daou-c’hant a gerent hag a vignoned en-dro d’ar priedoù yaouank. War gezeg e vije an traoù, hag holl dud ar gêriadenn hag an amezeien tro-dro a oa pedet, ha ne oa ken kaoz etre an dud yaouank.

– Kerc’het mat eo da jav, Loeiz ? eme Bipi.

– Dec’h da noz em boa kresket e lodenn, eme hemañ. Ha da hini ?

– Feiz, krog on gantañ ivez. Aze ’vo bec’h, paotr ! Div rubanenn oc’h antren er vourc’h !

– Hag ur maout en distro !

– Ur maout, saperdie ! Pelec’h e vo ar sach ?

– Tro-war-dro da bark ar gistinenn, ’m eus aon.

– Hola vat, ur park a bemp devezh-arat, ha sav en un tu...

– Ya, un tamm sav a zo er penn-mañ, met, a-hend-all, evel un taol-boull.

– Bec’h a vo, sur end-eeun.

Ha pep hini a soñje :

– Gwelet e vo ! Mar gallan, n’eo ket un all a vo trec’h.

Latenn ar merc’hed n’oa ket stag ivez, a c’hellit krediñ.

– Alo Mari ! Prest eo da zilhad nevez ?

– N’int ket start da brestañ, Loeiza ger. N’em bo netra nemet ur c’houzougenn nevez hag ur botoù lêr. Ha te ?

– Me netra a-grenn ! ’c’h eus ket soñj em boa bet ur gwiskamant penn-da-benn evit pardon ar Werc’hez, pa oamp anvet hon-div gant ar banniel bras ?

– A ! eo, soñj am eus... un droc’hantenn e oas an deiz-se !

– Ya, merc’h paour, met Dimerc’her ne vimp netra. Klevet ’c’h eus peseurt dilhad he deus bet Soazig an ti all ?

– ’M eus ket.

– O plac’h kaezh, me ’m boa o gwelet en deiz all e ti ar gemenerez. Merinoz doubl eus ar c’haerañ, teir regennad voulouz war he brozh, hag un davañjer seiz roz gant dantelezh wenn tro-war-dro !

– Jezuz ! Ken pinvidik-se eo re an ti all !

– Pinvidik ! Ya da, moged kuit a dan !... Met ne ouzout ket emañ o klask tapout ur minor mat bennak !

– Hola vat ! c’hoari kaer a vo en eured Janig !

– Ya, me ’gred ! Piv eo da zañser evit tro ar boked ?

– Ne ouzon ket... Yann Mari, moarvat, eme Vari en ur ruziañ un tammig.

– A, ya, da hini evel-just ! Jezuz ! Me zo disoñj !

– Ha te ?

– Ha me oar ? Jilez a zo adarre o klask frot ouzhin. N’on ket evit en em zizober diouzh hennezh. Met, feiz d’am daoula, dañs ar boked ne rin ket gantañ, sur mat. Mar gallan krafañ war Laouig, an dañser !

– A, eno e vo brav ar bed ganit, eme Vari en ur vousc’hoarzhin.

An holl a ouie er gêriadenn e oa Loeiza baour, abaoe pell zo, o klask teurel e diner he botez ar paotr Laouig, met hemañ, hervez, en devoa e soñj e lec’h all.

– Kement a reer o kanañ nouel, ma tegouezh Nedeleg, eme ul lavar kozh. An deiz ken gortozet a zegouezhas ivez.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix