Bleunioù a garantez (03) : Perig ha Janig
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Koantañ plac’h yaouank ar Gêr-Wenn a oa Janig ar Mignon. An holl baotred yaouank a rae dezhi selloù flour, rak, ouzhpenn ma oa plac’h faro ha plac’h fur, e oa ur bennhêrez vat. He zud a zalc’he ur vereuri dezho o-unan. Ne chome ganto bugel ebet nemet Janig, hag e veze lavaret en devoa ar Mignon kozh ur yalc’hadig vrav a arc’hant.

Ar c’halanted a verve eta en-dro d’ar plac’h yaouank, met homañ ne zaleas ket d’ober he choaz. Perig ar Barzh e oa anv ar c’hoantiz eürus-se, ha, ret eo lavarout ar wirionez, dellezek e oant an eil ouzh egile.

Perig a oa labourer-douar evel e dud ma veve ganto. Diaes e vije kavout paotr yaouank gwelloc’h savet na reizhetoc’h egetañ. Ur garantez vras a skoulmas hep dale kalon an dud yaouank, hag, er vro tro-dro, e ouie an holl e oant prometet. Bale a raent a-gevret foarioù ha pardonioù. A-hend-all, pa veze falc’hadeg, dornadeg pe labourioù all e ti ar Mignon kozh, Perig a veze klasket da gas ar penn. Kement-mañ a roe tu d’ar yaouankizoù all da dabutal anezhañ ha da c’houlenn :

– Ac’hanta Perig, pegoulz e vo an eured ? Ro un tamm c’hoari kaer dimp un dro bennak. Skuizh omp o c’hortoz !

Per hag e zousig ne c’houlennent ket gwell, met ar re gozh ne oant ket c’hoazh tuet mat a-walc’h.

– Kemerit hoc’h amzer, bugale, a lavare tad Janig. An traoù n’int ket c’hoazh reizhet d’am soñj... Pelec’h ez eot an deiz war-lerc’h ?

– O ! du-mañ ez eus plas a-walc’h, a responte Per, ha va zud ne glaskont ket gwell eget kaout Janig en o zi.

– Amañ n’eo ket labour na frankiz a vank ivez, eme Janig. Aesoc’h e vije deoc’h, va zad, pa vije Per o terc’hel penn ganeoc’h.

– Ta, ta, ta, eme an tad, da bep evn e neizh. Tiegezh kozh ha tiegezh nevez n’int ket graet da vont asambles. Daou zen dimezet o deus ezhomm ul loch. Bremañ, n’eus mereuri ebet da feurmiñ dre amañ, met, eus an eil deiz d’an all, e c’hell degouezhout. Selaouit ali ho tad, bugale. N’ho pezo ket a geuz.

Hag an dud yaouank a blege.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix