Bleunioù a garantez (02) : Jobig
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

– Ac’hanta, Jobig, pelec’h ec’h ez ken laouen ?... D’ar c’hoad adarre, kuita ? Da glask bleunioù ha mouar du ?

Jobig a respontas dre ur mousc’hoarzh kalonek, hag, en ur c’hwitellat un ton dezhañ e-unan, e kendalc’has gant e hent.

– Paourkaezh Jobig, eme ar paotr yaouank a gomze outañ, Doue a ro koñfort ha plijadur da bep hini hervez e damm skiant war an douar-mañ.

Jobig ar C’hoadoù, – ul lesanv savet dezhañ, – a oa ur paourkaezh diod, mevel en ur vereuri eus ar Gêr-Wenn. Izel a spered abaoe e vugaleaj, en devoe bet ar gwalleur da goll abred e dad hag e vamm, peorien gaezh, met tud a boan ha tud a-feson. Prest goude marv ar re-mañ, ar c’hozh lochig balan a servije dezho da di a gouezhas en e boull, hag an emzivad en em gavas war an hent bras, hep goudor, hep souten, na siwazh, spered a-walc’h da c’hounit e damm bara.

Un tiegezh kristen eus ar gêriadenn a gemeras truez outañ.

– Ba ! eme Yann Vras d’e bried, ur genoù ouzhpenn e-touez kemend-all, petra eo se ? Ar paotrig a savo tamm-ha-tamm da heul hor re. Ne santimp ket hen degas hag un ober mat hor bezo graet, ma vimp digollet dioutañ gant Doue.

Ha dor an ti trugarezus a zigoras frank dirak an emzivad. Gwechall e oa stank en hor Breizh ar c’halonoù aour-se. Doue d’o mirout hiziv c’hoazh, niverus en hor bro ! Tennañ a reont dezhi eurvad ha bennozh.

Ar paotrig a greskas, ar c’hrennard a zeuas da vezañ paotr yaouank. Met e spered ne zigore tamm ebet. Diaes e vije, avat, kaout gwelloc’h kalon egetañ. Mirout ar saout ha diwall bugale vihan e vadoberourien a oa bet e vicher a-viskoazh, hag ur vamm dener n’he dije bet evit ar re-mañ, muioc’h a evezh na brasoc’h karantez. Gant-se, laouen dalc’hmat, Jobig en devoa gounezet grad-vat an holl. An ti a seblante goullo pa ne veze ket er gêr.

An amezeien a lavare alies da Yann Vras e oa sot o virout war e choug un den na rae dezhañ koulz lavarout, labour ebet. Yann ne responte ket dalc’hmat, met e soñj en devoa.

Penaos, kas Jobig er-maez eus e di ? Biken avat ! An tiegezh ne vije ket ar memes hini ! Ne oa ket prest !

Hag ar bloavezhioù a dremene, skañv ha laouen, evit ar paourkaezh diskiant, eürusoc’h marteze en e stad eget ar speredekañ eus ar bed. Evit gwir, un den iskis e oa Jobig. Bep Sul ha d’ar pemdez, e veze gwelet, ur banerig vroenn ouzh e vrec’h, o treuziñ ar gêriadenn hag o kemer gwenodenn ar c’hoad bras a oa a-gostez da gêr. Ac’hano e teue dezhañ e anv, hag eno gant al laboused e veze en e blijadur.

Doue, ma’n devoa serret outañ levrioù skiantek an dud, a zispake sklaer dirazañ an teñzorioù kuzhet e levr kaer ar Grouadelezh. Gwelet e veze o chom eurvezhioù penn-da-benn, azezet war ar man ouzh troad  ur wezenn, pe harpet ouzh ur garreg, da selaou richan un evnig, da sellout ouzh ur wazhig o ruilhañ war ar bili aour e-mesk ar bleunioù.

Un devezh, daou alies zoken, e chome evel-se da redek ar c’hoadoù, ha ne zistroe nemet leun e baner a vouar, a graoñ, a lus du, a roe a-hed an hent d’ar vugale. Kement-se holl en devoa gounezet dezhañ karantez tud vat ar Gêr-Wenn. Er gouelioù, er beilhadegoù, er predoù, Jobig a oa klasket ha prizet evel ar re all.

An dud yaouank, evit farsal, a c’houlenne outañ a-wechoù :

– Ha te, Jobig, n’ec’h eus ket choazet mestrez ebet, evit c’hoazh ? Poent eo dit soñjal, paotr ! Alo, gwelomp hag-eñ ec’h eus lagad !

Jobig ne responte ket, met e soñj en devoa, evel ma’c’h it da glevout.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix