C’habiten Bimbao (ar) (11) : Paolig adarre
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pevar devezh a zo abaoe m’emañ ar Goulmig o veajiñ war-zu Breizh, ha d’ar Gwener diouzh ar mintin, Fistoulig teñval e benn, a deuas da gaout ar c’habiten a oa o skrivañ en e vurev.

– Petra ’peus ’ta ma ouelez er giz-se, ar Peul en deus skoet ganez ?

– O nann, mestr, mes c’hoant-kousket em eus, rak abaoe m’omp deuet kuit eus an Aber-Nevez, n’em eus ket kousket ur veradenn.

– Petra zo kaoz dit ’ta ?

– Bep noz pa yan da esa kousket, e sav ur skrab mantrus e goueled al lestr, ha kredapl a-walc’h ar razhed oc’h en em gannañ eo a ra ar cholori-se.

– C’ha ! c’ha ! c’ha ! eme ar c’habiten o c’hoarzhin a-bouez e benn, prestik e vezo dav din lakaat stokerien e strad va lestr, evit tapañ ar razhed a harz ouzh Fistoulig da gousket.

– Ma ! kabiten, kredit pe na gredit, evidon-me n’on ket evit kousket gant ar freuz a glevan bep noz e-tal va gwele.

– Alo Fistoul ! ma ’peus c’hoant-kousket astenn da lêr aze war va gwele-me, pe du-hont en disheol war ar pont, ha ra peoc’h d’am fenn-me ma rin va c’hontoù.

Ar mevel bihan a reas ur c’housk mat e gwele ar c’habiten, ha war-dro seizh eur diouzh an noz, pa voe darev koan, Bidoch a yeas da zihunañ anezhañ.

Da zek eur noz, Fistoulig a rankas mont d’e wele, hag en nozvezh-se e oa bet skrijus ar cholori. E-kreiz an noz, ar mevel bihan a savas en ur youc’hal, a c’halvas ar c’habiten hag an daou all da zont da selaou an trouz. Pa voent deuet, ne glevjont grik.

– Marmouz ! tignouz fall ! eme Bimbaoig, ur vezh eo dit dont da zirenkañ ac’hanomp-ni d’an eur-mañ, ha da lakaat ac’hanomp da goll kousket en aner !

« N’out nemet ur sorc’henner, ur spered troet. Mes petra virfe ! emaout mezv bemdez, ha kaer em eus lavaret dit diwall ouzh an odivi, ne rez van ouzh va c’hlevet.

– Ma ! mestr, an dour a deu em daoulagad o klevet ac’hanoc’h o lavaret din ar wirionez, mes evelkent, ma ne chom ket unan bennak amañ asambles ganin, me zo o vont war ar pont da dremen ar rest eus an noz.

– Ma ! Peul, chom gantañ betek an deiz.

A-benn ur c’hard-eur goude, ar Peul a lammas er-maez eus e wele, ha spontet gant an trouz, e pignas da gambr ar c’habiten, da c’houlenn outañ ha ne gleve ket ar cholori a oa er strad.

– Nann, me n’em eus klevet grik ebet.

– Ma ! muioc’h a drouz a zo eget na ra paotred ar sabad.

– Deomp da welet, kerzh da zihunañ Bidoch keit ma vezin o lakaat va dilhad.

Prestik goude, ar baotred, bep a c’houlaouenn ganto en o dorn, a ziskennas er strad. Furchañ a reont er c’herniel-tro, ha kaer o devoa ne welent netra.

Evit doare, eme ar c’habiten, ar razhed o deus kemeret an tec’h, rak bremañ ne welan hini ebet.

Fistoulig hag a blije dezhañ firbouchañ, a varas.

– Marteze, emezañ, ar razhed a ra o darempred dre amañ, ha me rofe ali da welet ha kleuzet eo dindan.

Kerkent, ar Peul a grogas en ur sac’had, ha ken buan e voe ret dezhañ en lezer da gouezhañ. Ur c’hrougnadenn euzhus a deuas anezhañ ha kerkent ar sac’h en em lakaas da ober tro ar gambr en ur c’hrougnal. Ar pevar martolod spouronet, a bignas war ar pont, tizh warno. Neuze ar c’habiten a lavaras e ranke hennezh bezañ Paolig. N’eus forzh, diskenn a rejont adarre o-fevar er strad, bep a forc’h houarn ganto, war-zu ur bern sac’hadoù glaou-douar renket en ur c’horn.

Sebezet e oant bet, pa weljont Paolig o c’hortoz anezho, ur vandenn verc’hed yaouank en-dro dezhañ, ha mut evel peulioù.

– Ma rez ur gammed hepken a-raok kabiten, eme Paolig, emaout marv, te ha da dri mevel.

– Piv out-te evit komz an doare-se ouzh ur Breizhad dispont evel ar c’habiten Bimbao ?

– Me eo Paolig an Ankou, hag ar re-mañ, ar merc’hed-mañ, eo gwardianezed ar manerioù laeret. Cheñchet em boa anezho e ken alies a rigadellenn evel a blac’h yaouank a oa anezho, ha setu int-i amañ hiziv prest d’am skoazellañ. Mes peogwir on deuet a-benn da drec’hiñ ur vandenn soudarded kounnaret, e c’hellit bezañ sur n’em bezo ezhomm ebet anezho evit va difenn. Kalz vad am eus graet dit, ha pinvidik out hiziv, mes me zo kaoz. Un taol fallagriezh az peus graet em c’heñver, o lakaat ac’hanon da dennañ va bilhed va-unan diouzh ar sac’h, hag hennezh, an taol-se, a rankez da baeañ hiziv.

– Ya mes !

– Mes ebet ! kabiten trubard ! ha n’eus nemet ar marv evidoc’h-holl, ma ne asantit ket reiñ din va goulenn. Tri zra a ran deoc’h da choaz :

« ar c’hentañ tra eo ar marv amañ hiziv war al lestr-mañ, ha neuze hoc’h eneoù a vezo din diouzhtu.

« An eil tra eo : dizreiñ da gas d’ar c’hestell an holl madoù laeret, ha neuze n’em bezo perzh nemet en un ene.

« An trede eo : sinañ gant gwad eus o gwazhioù e rofoc’h din hoc’h eneoù a-benn kant vloaz azalek an devezh hiziv.

– Ma Paolig ! gwelet a ran omp trec’het ganez da vat, gouzout a ran ne vezin ket avañsetoc’h evit stourm ouzhit ! Lez ac’hanomp da vont ur pennadig a-gostez evit en em glevet, ha bremaik ez pezo ar respont.

Pa voe aet ar baotred a-gostez, ar c’habiten a lavaras :

– Klevet hoc’h eus koulz ha me petra a fell da Baolig : grit buan ho soñj, ha lavarit din.

– Evidon-me, n’on ket nec’het, eme Bidoch : gwellañ zo da ober eo mont atav betek Breizh, ha lezel an diaoul kamm da c’hoari e baotr. Sur on e kant vloaz ni ’gavo finoc’h egetañ.

– Ya, ya, eme ar Peul, sinomp dezhañ raktal gant hor gwad, ec’h en em roomp dezhañ korf hag ene a-benn kant vloaz amañ.

– An dra-se, eme Fistoulig, a zo ivez va soñj-me : mervel amañ a gavan diaes, ha ne rin ket eo, nemet lazhet e vijen. Mont en-dro da gas ar madoù laeret, a gavan, koulz lavaret ken diaes hag all. Rak-se ’ta e kavan koulz mont betek Breizh, hor bro muiañ-karet, bezañ pinvidik e-pad kant vloaz, ha marteze zoken dimeziñ gant un eus ar merc’hed koant a zo aze e-kichen Paolig. Hag ouzhpenn marteze a-benn kant vloaz, Paolig a vezo marv, ha neuze n’en devezo ket ezhomm eus hon eneoù-ni !

– Lod eus ar pezh a lavar Fistoulig a c’hell bezañ gwir, a lavaras ar c’habiten. Lakaomp e timezfemp, hag e kemerfemp bep a hini eus an dimezelled a zo aze gant Paolig, mignonezed dezhañ. Me gred e c’hellfe kaout truez ouzhomp ha ne gemerfe ket hon eneoù. Ha neuze ! e kant vloaz ez eus moien da zeskiñ meur a dra ! Marteze a-benn neuze unan bennak ac’hanomp en devezo kavet ar voien d’hor saveteiñ holl, en ur blantañ Paolig en ur vouilhenn bennak !

Goude bezañ komzet er giz-se e-pad un hantereur, ar baotred a deuas da gaout Paolig chomet e traoñ al lestr gant e zimezelled, hag ar c’habiten a lavaras :

– Goude bezañ goulennet kuzul hag asant va c’henseurted, e teuan, Paolig, da lavaret dit ec’h en em roimp dit korf hag ene a-benn kant vloaz amañ.

– Ma ! tostait amañ neuze da sinañ pep hini gant e wad, evit ma vezin direbech dirak va mistri.

A-benn ur c’hard-eur goude, e voe graet an traoù, ha Paolig, dous evel un oan, a savas war ar pont gant e zimezelled koant. Ar merc’hed a seblante kemer ebat o sellet ouzh an douaroù kaer a welent tostik dezho.

– Aze, eme Bimbao, emañ douaroù Breizh, gwelet a reomp bremañ Sant-Maloù, ha nevez-deuet omp kuit eus bae Sant-Mikael; dibaseet hon eus Konk-Gall.

« A-benn an noz e vezimp e Sant-Brieg, e-lec’h e chomimp emberr da gousket.

Ar Goulmig, poulzet gant un avel a-dreñv a gerzhe e-pad an deiz fonnus, ha lavaret e vije graet he devoa mall da welet douaroù Breizh, ha da daoler diouti an teñzorioù a briz uhel a zouge ur pennad a oa. War-dro kuzh-heol e voe staget e bae Sant-Brieg, en ur porzhig bihan anvet Binig.

Ar c’habiten neuze a roas urzh d’an holl da ober evel a garje, ha prestik goude, paotred al lestr a yeas da bourmen kazel-ouzh-kazel gant bep a zimezell. Mont a rejont da welet bourk Binig, ha war-dro unnek eur noz, pep hini a yeas da gousket el lec’h ma kavas lojeiz er bourk pe war ar maez tro-war-dro.

Antronoz da zek eur diouzh ar mintin, ar merc’hed hag ar baotred, a-leizh anezho mezv c’hoazh, a deuas d’al lestr evit mont emberr da gousket da Lannuon pe e-kichen.

An avel n’en doa ket cheñchet roud, hag ar Goulmig, he gouelioù gwenn-kann digor, a gerzhe trumm, da greisteiz e oa e-keñver Briad, ha da deir eur e tremene enezennig Sant-Weltaz, damdost da Berroz.

Eno war an tevenn, e oa maner ar c’habiten Bimbao, en ur barrez kaer war ribl ar mor, anvet Tregastell. Ar Goulmig a nijas betek eno, ha da beder eur, an eor a gouezhas e deun an dour. Ar baotred neuze a ganas a-bouez o fenn ur sonig kaer en enor da Vreizh, ha graet gant ur Barzh kozh.

Kerkent ma voe diskennet Paolig hag e zimezelled, Fistoulig war gourc’hemenn ar c’habiten, a yeas da glask ur c’harr daou loen outañ, evit kas ar marc’hadourezh betek maner Bimbao.

Un eur goude, ur c’harr a oa war bord an traezh, hag a-benn seizh eur diouzh an abardaez, e oa goullo ar Goulmig.

E-keit ma oa ar baotred o tiskargañ ar c’harrad hag o renkañ an traoù er gambr Paolig a oa aet d’ober un dro war an tevenn, evit diskouez doare ar vro d’e 36 dimezell. Evelato pa voe deuet un tammig fresk an amzer, e teujont holl da vaner Bimbao.

– E pelec’h e vezo lojet an holl verc’hed-mañ, kabiten, eme Paolig.

– Arabat eo bezañ nec’het Paolig; ni kenetrezomp gwazed, a yelo d’al lestr evel kustum, hag ar merc’hed-mañ a gousko div-ha-div en triwec’h gwele a zo em c’hambreier.

– Ma ! evit un nozvezh hepken e c’houlennan ho kweleoù diganeoc’h, rak warc’hoazh vintin, ar merc’hed-mañ o devezo bep a vaner savet dezho amañ war an tevenn ganin-me en noz-mañ.

– Mes poent eo mont ouzh taol, krediñ a ran eo yen ar soubenn dija.

Neuze an holl a dostaas pep hini ouzh e gador, ha raktal e tebrjont bep a vanne soubenn vat, prientet dezho gant div vatezh Bimbao. E-kreiz koan, Fistoulig, atav fregan e deod, a lavaras da Baolig :

– Me, Paolig, a vije kontant kaout ur maner din ivez, rak kement-se nebeutoc’h em befe da zispign eus va arc’hant.

– Lavaret a ran dit e vezo savet amañ a-benn warc’hoazh vintin war an tevenn c’hwec’h maner ha tregont, unan evit pep hini eus ar merc’hed. Ha deoc’h-c’hwi ho-pevar e savin bep a hini ivez, mes un tammig brasoc’h eget re ar merc’hed.

– Gwell a se avat, Paolig, ha bezit sur, me a zibabo an hini bravañ.

– Te, mic’hieg, a lavaras Bidoch, a gemero an hini a vezo roet dit, rak kredapl, n’out ket brasoc’h aotrou eget ar re all.

Pa voe debret koan, a yeas da gousket d’al lestr, hag ar merc’hed a lojas e maner Bimbao, evel e oad en em glevet.

Antronoz mintin mat, Fistoulig a sav goustadik, hag a deuas war-eeun da welet an daou-ugent maner savet en un nozvezh gant Paolig war an tevenn. Antreal a reas en unan anezho, hag e welas e oa karget a arrebeuri eus an dibab.

Da seizh eur ar c’habiten a c’halv an holl da zont d’e gaout, hag a lavaras e oad da vont da gontañ an arc’hant, ha da reiñ e lod da bep hini.

Paolig neuze ha Bimbao, a lakaas ar merc’hed da azezañ en ur sal vras ouzh un daol hir, a roas dezho bep a arc’hig houarn evit serriñ o aour hag o arc’hant. Neuze ar c’habiten a lakaas bep a vilion d’ar merc’hed, hag e chome c’hoazh pevar milion warn-ugent da rannañ etre ar pevar martolod.

– Ar c’habiten, eme Paolig, n’eo ket re daouzek milion dezhañ, peogwir e lestr eo a zo bet o kerc’hat ar madoù.

– Ya ! ya ! eme ar baotred, daouzek milion d’ar c’habiten ! ha ni a ranno etrezomp an daouzek milion all.

– Graet, eme Bimbao, o serriñ e aour en e arc’h !

Ar Peul a deuas gant e arc’h, ha Paolig a daolas enni pevar milion, da Vidoch ha da Fistoulig e reas ar memes tra.

Neuze Paolig a lavaras d’e dud heuilh anezhañ ha war an tevenn hag e lavaras dezho en em renkañ dre oad, ar re goshañ er penn uhelañ.

Neuze Bidoch, 52 vloaz, a gemeras ar penn. Ar Peul, 38 vloaz, en e gichen, ar c’habiten Bimbao 32 vloaz, da drede. Goude e teue ar vandenn verc’hed, ha Fistoulig gant e 18 vloaz, a oa el lost tout, e-kichen un dimezellig c’hwezek vloaz hanter.

Paolig neuze a gemeras anvioù ar merc’hed, a lakaas anezho ivez da sinañ gant o gwad e rojent o eneoù dezhañ a-benn kant vloaz.

Un hantereur goude, an holl verc’hed o devoa sinet ar pezh a c’houlenne Paolig.

Hemañ neuze gant ur vouezh groñs a lavaras :

– Bremaik pep hini ac’hanoc’h a gemero perzh en e vaner, a lakaio e arc’hant e-barzh, hag a raio hiviziken evel a garo. Pinvidik oc’h holl, ha den er vro-mañ n’en deus kement a zanvez ha c’hwi.

« Enoret e vefoc’h gant kement den hoc’h anavezo, hag an dud a renk uhelañ eo a deuio da c’houlenn ac’hanoc’h da zimeziñ. Roiñ a ran deoc’h va asant da zimeziñ an eil gant egile, ha d’en em garet e-pad ar vuhez hir ho peus c’hoazh da vevañ.

D’ar c’homzoù-se, Fistoulig a zañse war ar plas, hag a grogas da vouchat d’ar plac’h yaouank a oa en e gichen.

– Bez fur, Fistoul, pe me denno diganez da eürusted, ma ne selaouez ket va c’homzoù. Mes evelkent a lavaran deoc’h e teuin adarre er bloaz a zeu d’ar mare-mañ, ha bep bloaz goude, da fin miz Gwengolo, evit lakaat ac’hanoc’h da reneveziñ ho promesa gant ho kwad...

« Echu eo bremañ va c’hefridi, kenavo ar bloaz a zeu.

Evel m’en devoa lavaret ar c’homzoù-se, Paolig a reas tri baz a-raok, en em daolas war an douar a-stok e gorf. Kerkent an tevenn a zigoras, an douar a frailhas, ha diouzh an toull graet gant Paolig o tiskenn e deun an douar, ur vogedenn tev ha du, ur c’hwez pounner ganti, a savas, hag a yeas d’en em goll er mor. Prestik an toull-se a stouvas e-unan. Raktal ma voe aet Paolig e-kreiz an douar, an dud en em dennas pep hini en e vaner, hag ur miz goude, ar c’habiten hag e dri martolod a zimezas gant peder blac’h yaouank a oa bet gwechall o tiwall an Enezenn. A-benn fin ar bloaz, an holl merc’hed all a oa dimezet ivez gant tud eus ar renk uhelañ a oa er vro, ha pa zimeze unan anezho, ar re all a yae d’ar friko, pe e vijent dimezet pe ne vijent ket.

Koulskoude an amzer a dremene atav, ha bloaz goude, devezh evit devezh, Paolig en em gavas adarre e baper ruz gantañ dindan e c’hazel. Mont a reas en unan eus an tiez, hag an aotrou, ur medisin brudet eus Pariz, a deuas da zigeriñ dezhañ.

– Piv a glaskit !

– An itron.

– Lavarit din ho kefridi, ha me er graio ma zo moien.

– Nann, an itron a rankan da gaout.

Lakaet e oa Paolig da azezañ er sal, ha trumm an itron a erruas da sinañ ar bromesa. Mes pa voe tec’het an aotrou treid marc’h, an itron a gontas d’he fried ar pezh a oa degouezhet.

– A ! evel-se emañ an traoù ganeoc’h ! Ma n’eus nemet an dra-se, n’eo ket kalz a dra, hag er bloaz a zeu me raio da Baolig un degemer all ha ne vezo ket heñvel ouzh hemañ, ha ma’z eo ur paotr mat hag ijinus, amañ emañ e vestr !

Er bloavezh war-lerc’h, dre ma tostae ar mare da Baolig da zont adarre da gestal sinatur ar merc’hed, an aotrou Lezvor, ar medisin brudet, en em zalc’he atav war-c’hed. Pa voe gwelet o tont, ar medisin a yeas raktal betek ennañ, da lavaret dezhañ e vije eürus da revev anezhañ, en e di, en ur banvez prientet en e enor.

Paolig a asantas raktal mont d’ar banvez, hag a-raok mont ouzh taol, en doa tapet an holl sinaturioù, rak e holl dleourien a deue da gemer perzh er friko.

– A ! kontant-bras on, ha laouen eo va spered o welet oc’h holl dimezet ! Bremañ ec’h anavezit ac’hanon tout, hag aesoc’h e vezo din bep bloaz kaout ho sinatur.

– A-dra-sur, mestr bras ! eme an aotrou Lezvor.

Neuze an holl a azezas ouzh taol, ha Paolig evel oa dleet dezhañ, a oa lakaet er penn uhelañ, e-kichen gwreg an aotrou Lezvor.

Paolig a zebras mat, a evas gwelloc’h c’hoazh gwin Bourdel eus ar gwellañ. A-benn ma oa deuet ar Champagn war an daol, Paolig a oa dija ruz e gribell, hag horjellañ a rae war e gador. A-benn ar fin ec’h en em lakaas da gousket ouzh an daol, ha neuze ar medisin a daolas un tamm louzoù poezon en e werenn, hag a beurgargas anezhi gant Champagn. Neuze e tihunas Paolig, hag e lavaras dezhañ chom diabaf da beurechuiñ ar pred. Paolig a zigoras e zaoulagad : ha neuze ar c’habiten Bimbao en em lakaas da ganañ, evit peurdihunañ anezhañ. Pa voe echuet e sonig gant ar c’habiten, an aotrou Lezvor a lavaras :

– Me zo o vont ivez da ganañ va sonig, mes a-raok, savomp hor gwer er vann, hag en enor da Baolig, evomp bep a vanne Champagn, en ur reketiñ yec’hed ha buhez hir.

– Enor da Baolig, hor mestr bras, hor madoberour, a lavaras ar merc’hed a-bouez o fenn !

D’ar c’homzoù-se, Paolig a lonkas e werennad Champagn hep distagañ e vuzelloù.

Kerkent ma voe diskennet ar veradenn diwezhañ en e gof, an tan a deuas er-maez dre e c’henou dre e fronelloù, dre e zivskouarn ha kerkent e kouezhas marv-mik.

Neuze ar medisin a yeas d’ar gegin davet ur c’helorniad dour benniget da walc’hiñ e gorf da Baolig, ha kerkent e savas dioutañ un tan flaerius hag a lakaas an holl da dec’het kuit nemet Bimbao ha Lezvor.

Neuze e voe treinet korf Paolig war an tevenn, ha stlejet e-kreiz un tantad tan glaou-koad evit bezañ peurrostet.

Div eur goude ne chome eus Paolig nemet ur bernig ludu hag a oa taolet er mor da vont gant an dour el lec’h ma karje mont.

Pelloc’h goude tud ar manerioù ne glevjont mui komz eus Paolig, ha ne voent ket drouk-kontant. Fistoulig a zo bremañ un aotrou kaer ha yaouank, Bidoch gant e gof tev hag e zivesker verr, en deus kavet ur plac’h yaouank pemp bloaz warn-ugent. Ar Peul, gant e fri kaouenn hag e zivesker voan evel bizhier klet, a zo eürus bremañ en e vaner, gant e blac’h yaouank daou vloaz warn-ugent. Ar c’habiten Bimbao ne ya mui da glask peñse er morioù rak gant e zaouzek milion, e c’hell bevañ aes ar rest eus e vuhez.

E dad, Gwilhoù gozh, bev c’hoazh, a zo lorc’h ennañ o welet pegement a zanvez en deus serret e vab e berr amzer.

Ar Goulmig, ur miz goude m’he devoa echuet he beaj hir, a oa bet gwerzhet da un den a vor eus Pempoull, ha Bimbao a roas da beorien Tregastell an arc’hant en devoa bet eviti.

Amañ finis ar gontadenn
Da c’hortoz kregiñ gant eben.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix