C’habiten Bimbao (ar) (10) : Taolioù finesañ c’hoariet da Baolig
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pa voent degouezhet, e voent kaset d’al liorzh da evañ bep a vanne a-raok koaniañ. Ur plac’h yaouank a deuas da servijañ ar baotred, hag holl e lipjont o mourroù diwar an evaj mat. Fistoulig goude bezañ lipet e vanne, a yeas raktal da esa tapet avaloù ruz a wele ouzh ar gwez, ha pa ne c’helle ket tapet anezho diwar an douar, e pignas goustadik e beg ur wezenn e traoñ al liorzh. P’en devoa diskaret un nebeut, e tiskennas, mes en ur ziskenn re fonnus, e vragoù bravañ a spegas en ur bod, ha prestik an holl a welas lost roched ar paourkaezh laer bihan. Ret-mat e oa bet lavaret d’ar vatezh lakaat neud en nadoz evit gwriat bragoù Fistoul, rak ur vezh e oa e welet.

War-dro eizh eur e oa galvet ar baotred da zont ouzh taol en ur sal vras leun a sklasennoù kaer, a boltredoù martoloded brudet eus an amzer gozh.

Paolig a zo roet dezhañ an enor bras, lakaet eo da goaniañ e-kichen moereb ar c’habiten, ha Fistoulig gant e vragoù gwriet, a zo lezet e lost an daol. Evelato n’eo ket eñ eo a ra an nebeutañ geizoù, n’eo ket eñ eo a zebr hag a ev an nebeutañ.

War-dro dek eur noz e oa degaset an te, hag ar sigarennoù, hag evel-just, Fistoulig a ziskouezas e ouie butunañ, rak teir sigarenn en devoa kemeret, evit derc’hel soñj diouzh ar yontr, ha lavaret d’e genseurted.

Goude bezañ kanet ha youc’het e galleg hag e brezhoneg, ar baotred a deuas er-maez eus an ti war-dro hanternoz. Ar c’habiten a chomas da gousket e ti e yontr, hag a lezas ar baotred d’en em glask evel ma karent.

An noz a oa teñval-du, hag ar vartoloded, abafet evel sonerien, e-lec’h kemer hent ar porzh, a gemeras un hent treuz, hag a yeas er-maez eus a gêr.

– Petra raimp bremañ, eme Bidoch ? Ma’z eomp e kêr, e vezimp lakaet en toull, rak ouzhpenn hanternoz eo moarvat. N’eo ket un avañs deomp klask hent ar porzh, rak n’eus den war-sav evit hon hentañ.

– O evidon-me ne’z in ket e kêr, a lavaras Paolig.

– Na me kennebeut, eme Fistoulig.

– Gwellañ tra hon eus da ober, eme ar Peul, eo chom da gousket ken ma vezo deuet an deiz, er c’harrdi a zo amañ war bord an hent bras, rak skuizh omp holl.

– Sellit ’ta paotred ! E pelec’h eo chomet Sikraouig ?

– Allas ! Kredapl en deus kavet un hent all gwelloc’h eget hemañ.

Raktal, ar baotred a yeas er c’harrdi, hag ur c’hard eur goude e tiroc’hent war ur bern delioù sec’h.

Antronoz vintin, ar c’habiten savet abred, a deuas war-eeun d’al lestr, hag a chomas sebezet o welet n’oa degouezhet den el lestr :

– Mastrus eo evelkent lezer ur seurt bagad madoù hep den d’o diwall ! Gwelet a ran bremañ on faziet, ha c’hoazh eo brav din pa n’on ket bet laeret ! Bremañ eo poent din mont da di ar c’homiser-polis, da lavaret dezhañ ober un enklask war ar baotred a del bezañ chomet d’en em ambuziñ en un ostaleri fall bennak.

Pa voe deuet Bimbao en-dro d’e lestr, e lennas ur gazetenn, mes warni en oa anv ebet eus ar baotred.

War-dro nav eur koulskoude, e klevas lavaret e oa lazhet Sikraouig, laeret ha taolet en un douvez don gant ur vandenn laeron eus kêr.

Koulskoude an heol a oa dija uhel, hag ar pevar martolod all a ziroc’he atav e-barzh ar c’harrdi.

Mestr ar c’harrdi a zegouezhas warno war-dro eizh eur, a zihunas anezho, hag a c’houlennas outo piv en doa roet aotre dezho da vont da gousket en e garrdi.

– Den ebet avat ! Eme ar Peul, mes en gredan ket e vije falloc’h ho karrdi evit bezañ goudoret ac’hanomp-ni un nozvezh.

– Tec’hit ac’hann ha buan, pe me ho kaso a daolioù botoù.

Ar baotred a sent, hag en em denn sioulik.

Paolig, c’hwenn en e loeroù, e zaoulagad ruz-tan, a c’houlenne dre peseurt hent mont. Fistoulig a c’houlennas an hent da vont d’ar porzh digant ur plac’h o tremen.

– Heuliañ homañ ar ru-mañ penn-da-benn, ha pa vefoc’h degouezhet en traoñ, troiñ a-zehoù ha heuilh ar ru-se.

Koulskoude Paolig a grene evel ur bern delioù, o soñjal e ranke treuziñ kêr evit mont d’ar porzh.

Gwelet a rae an dud o chom abaf da sellet outañ o taoler e dreid boan war ar paveoù.

Ur pennadig goude ec’h en em lakaas da redek evel un diskiant, hag e dog kern uhel a gouezhas d’an douar. Paolig ne chomas ket da zastum e dog, hag a rede atav. An dud er ru a oa strafuilhet-holl o welet un den du ha kerniel dezhañ o redek, ha spontet, e tec’hent en e raok. Koulskoude daou ofiser war loen en em lakaas da redek war e lerc’h, mes a-benn ma voe tapet, Paolig en doa bet amzer da bignat e beg ur skeul hir, lakaet war ar ru gant daou doer erru da gempenn an ti. Diwar lein an doenn, Paolig a c’hoarzhe goap d’an dud a oa d’an traoñ o tigeriñ o beg hag o sellet outañ.

A-benn un hanter eur goude, e oa mantrus gwelet an dud a oa deredet di da sellet ouzh Paolig.

Darn a lavare tennañ warnañ, darn all a c’houlle e vije taolet dour outañ gant pompoù kêr.

Prestik goude ec’h erruas peder strinkerez dour, mes Paolig, pa welas ar pezh e oad o vont da ober dezhañ, en em lakaas er siminal, hag eno an dour ne c’helle ket tapet anezhañ.

Koulskoude, ma oa Paolig ur paotr fin, ar re a oa eno n’oant ket diskiant kennebeut, rak prestik Paolig a rankas en em dennañ diouzh ar siminal, pe e vije bet mouget gant moged soufr ha banal glas. P’en doa diskouezet e benn, e tapas ur banne mat a zour taolet outañ gant kas diouzh an traoñ. Neuze Paolig en em dennas en tu eus an doenn na oa den o sellet outañ, mes prestik div strinkerez a yeas en tu-se hag un niver bras a dud ganto, evit gwelet peseurt geizoù e raje Paolig.

Pa welas Paolig an div strinkerez, e teuas en tu all d’an doenn, mes allas ! Darbet e oa bet dezhañ bezañ taolet d’an douar gant nerzh an dour o kouezhañ warnañ. Neuze Paolig, pa welas n’oa ket evit c’hoari, en em lakaas da redek diwar an eil ti war egile evel ur c’hazh-koad, hag ar bobl a chome abaf da sellet outañ oc’h ober lammoù chouk-a-benn war gribenn an toennoù, en desped d’an dour a gouezhe warnañ a bep tu.

A-benn fin an abadenn, Paolig a reas ul lamm war an iliz vrasañ a oa e kêr, ha diwar an iliz e pignas er solier uhelañ en tour. En em lakaat a reas a-istribilh ouzh bazhoulenn ar c’hloc’h bihan, hag eno ne gouezhe banne dour ebet warnañ, kaer o doa ar strinkerezed taoler diouto hardizh.

E-pad an deiz e oa bet ar bomperien o c’hoari taoler dour ouzh Paolig, ha biskoazh n’oa bet en Aber-Nevez kement a ebat evel ma oa bet en deiz-se.

N’oa ken anv nemet eus Paolig an Ankou.

Koulskoude den ne gredas tostaat ouzh Paolig stag ouzh bazhoulenn ar c’hloc’h bihan, mes avat pa deuas an noz, tregont archer war loen a oa lakaet da welet peur e vije tec’het. Ar peder strinkerez a chomas ivez div a bep tu, ha prest da c’hoari.

Ouzhpenn-se, un niver bras a dud a chomas c’hoazh war ar ru da veilhañ war Paolig.

War-dro div eur goude an hanternoz, teir youc’hadenn skiltrus hag a dregernas kêr holl ganto, a deuas er-maez eus an tour. Paolig, skuizh ouzh ar vazhoulenn, a lakaas e fri er-maez evit sellet war ar ru, da welet hag unan bennak a welje.

Pa ne welas, pa ne glevas den, ec’h en em lakaas a-zevri da ziskenn eus an tour evit mont d’al lestr da zebriñ un tamm boued bennak.

Pa voe diskennet Paolig d’an traoñ, eizh soudard eus ar re wellañ a grogas ennañ, hel liammas, hag a gasas anezhañ d’an toull da c’hortoz ma vije deuet an deiz. Raktal ma oa kraouiet an diaoul, daou archer a yeas da gemenn d’an aotrounez vras eus kêr e oa Paolig er bidouf, hag e vije aes hel lakaat d’ar marv.

Da c’hwec’h eur diouzh ar mintin e tegouezhas ar jeneral bras hag ur rujumant a-bezh, ar Prefed, ar bolised holl, hag en ur ger, kêr holl a oa war-sav.

Da seizh eur e oa digoret an nor war Paolig. Pa welas hemañ an togoù ruz hag ar c’hlezeier en noazh o tont warnañ, e torras ken aes evel terriñ neud brein, ar peder chadenn houarn a liamme e gorf, hag e lazhas evel tousegi, daou vestr bras deuet er bidouf evit en tennañ er-maez. Dont a reas e-unan er-maez en ur youc’hal, hag e spontas un nebeut mat a verc’hed a oa war-dro.

Koulskoude, ken buan ha lavaret, pevar c’hant soudard o c’hlezeier en noazh a gelc’has prestik anezhañ, ha peder chadenn houarn kalz tevoc’h eget ar re gentañ, a liammas start anezhañ evit an eil gwech.

Neuze ar Jeneral hag ar Prefed a dostaas outañ, hag a c’houlennas outañ :

– Pe anv ’peus ?

– Me zo Paolig va anv.

– Paolig petra ?

– Paolig an ankou ?

– Peseurt micher a rez ?

– Mestr an dud, ha mestr ar yer en o c’hlud.

– Mat ! eme ar jeneral en ur skrivañ an traoù-se war ur paper bras.

– Perak e c’houlennit an traoù-se ouzhin ?

– Bremaik e weli, paotr, bremaik ni ’zesko dit ober geizoù hag ober freuz war an toennoù, er siminaloù hag en tourioù kaer.

Prestik goude ur c’harr bras ha pounner en em gavas, pevar loen outañ war an dachenn, hag a chomas a-sav e-kichen Paolig. Kerkent, pevar soudard a grogas e Paolig, hag a daolas anezhañ er c’harr evel ul leue bihan. Kerkent ar c’harr a gemeras hent an dachenn vras a veze ar soudarded enni bemdez o c’hoari soudardig. Kêr holl koulz lavaret, a heulias ar c’harr, hag a-benn ma oa erruet hemañ, ur bobl niverus a oa dija o youc’hal war an dachenn.

Ur pikol peul tev a oa sanket don en douar hag outañ Paolig a oa staget trumm-ha-trumm. Pa voe staget mat, hanter-kant soudard, karget o fuzuilhoù gant plom bihan, a oa roet urzh dezho da dennañ warnañ eus hanter-kant paz. Pa glevas Paolig trouz ar fuzuilhoù, ha pa santas ar plom e lavaras :

– Daonet avat ! Kurun a ra evit doare, hag ar c’hwenn a grog ? Douetus em eus tapet ur sac’had c’hwenn du-se er bidouf !

Pa welas ar jeneral kozh n’oa ket lazhet Paolig c’hoazh, e lavaras tennañ c’hoazh warnañ. Neuze Paolig a ziframmas ar chadenn a zalc’he e zaouarn, hag en em lakaas da frotañ e zivesker hag e gof. Ar jeneral kozh e kounnar, pa welas ne varve ket Paolig gant an dra-se, a ordrenas tennañ warnañ hanter-kant tenn bolodoù.

Mes allas ! an tennoù a riske diwar gof Paolig, hag hemañ ne zihane da frotañ e gof hag e zivesker en ur lavaret eo kouezhet kazarc’h tev warnañ. Goude bezañ tennet teir gwech war Paolig hanter-kant tenn bep tro, ar jeneral bras o welet ne rae e zen nemet en em zifretañ gwashoc’h-gwazh, a ordrenas mont davet pevar bezh-kanol da gazern ar soudarded war loen.

Prestik goude ar c’hanolioù en em gavas war an dachenn, ha raktal eeunaet war Paolig. Hemañ a zispourbelle e zaoulagad o welet ar c’hoarielloù-se digor o genou ganto o sellet outañ. Kerkent ur vogedenn glas a deuas diouzh unan, hag ur voled en em gavas war gar Paolig.

– A daonet avat ! en taol-mañ e vezo lazhet ar c’hwenn ! Mes c’hoariit goustatoc’h paotred pe e torrfoc’h va izili din !... Pañ ! pañ !... Petra eo an traoù-mañ ? Bolodoù ront, mat da c’hoari war ar pont ! Pañ ! pañ ! Aiou va gar gleiz ! Pañ ! pañ !

En taol-mañ, Paolig e kounnar a dorras e liammoù dir, a dennas er-maez eus an douar ar peul faoutet, a daol anezhañ war ar soudarded. Kemer a ra ar c’hanolioù, taoler a ra anezho d’an traoñ eilpennet, hag ar c’hezeg spontet a ra tro an dachenn gant ar c’hanolioù, o ruzañ war o lerc’h. Pemp munut goude n’oa den war an dachenn, an holl dud, jeneraled hag all, a gemeras hent kêr buanañ ma c’hallont ha pep hini a yeas d’e loch. Paolig a savas war unan eus ar pezhioù-kanol stag pevar loen outañ, ha gantañ betek an noz e reas tro kêr. Den ne chome war ar ru pa veze gwelet Paolig o tibouchañ gant e bevar loen an tan en o daoulagad hag un eonenn wenn war o c’hostoù.

Koulskoude war-dro kuzh-heol, Paolig a lezas e gezeg hag e bezh-kanol, hag en em dennas d’al lestr, hep na voe bet den ebet o c’houlenn digantañ da belec’h e oa o vont. Pa voe degouezhet, e welas ar c’habiten Bimbao e-unan war ar pont o lenn ur gazetenn :

– Te zo ur c’hole avat Paolig, c’hoariet az peus da baotr mat dre aze hiziv, ha tud ar gêr-mañ o devezo pell amzer eñvor eus o gouiziegezh !...

« Gouzout a rez ! seizh plac’h kozh, hag ouzhpenn ugent krennard, a zo lazhet er mintin-mañ da unnek eur, breset gant an dud spouronet o redek en da raok !... Mes ar pezh a zo ken gwazh, ar paourkaezh Sikraouig a zo lazhet ivez en noz tremenet gant ur vandenn lakezien eus kêr. Doue d’her pardono ! ar paourkaezh keginer a vezo interet warc’hoazh vintin da nav eur !

– Hag ar baotred all ! e pelec’h emaint !

– En toull abaoe ar mintin-mañ ! Tapet int bet o laerezh bara hag o terriñ ar gwer en un ti e kêr. Mes warc’hoazh vintin e vezo lezet kabestr ganto, rak paeet em eus ar gaou o deus graet e kêr.

– Mes ! kabiten, gouzout a rit ho peus prometet roiñ un ene din a-raok mont kuit ac’hann, hag erru eo ar mare da seveniñ ho promesa.

– Gwir a lavarez, Paolig, hag en dra-se e oan o soñjal ivez bremaik c’hoazh. An dra-se a laka diaes va spered, rak ret eo din paeañ dit an dle-se a-raok kuitaat ar porzh-mor-mañ.

– Evel-just avat kabiten, pe me ’c’hoario va faotr adarre.

– Setu amañ penaos em eus soñj da ober :

« Warc’hoazh vintin pa vezo an tri gañfard er gêr, e vezo tennet d’ar bilhed evit gwelet ene piv a yelo ganez. Pemp bilhed a vezo lakaet er sac’h, unan evidon-me, unan all evidout-te, ha tri evit an tri martolod. Fistoulig eo a zalc’ho ar sac’h, ha te a denno an anvioù er-maez anezhañ.

– Ma ! graet evel-se !

– Mes taol evezh ! rak mar tennez da anv da-unan, n’ez peus netra da gaout ac’hann !

– O ! o ! kabiten ! fur a-walc’h on evit tennañ anv un all, ha lezer va hini er sac’h."

Antronoz vintin, ar baotred, bet o lojañ er bidouf, a deuas d’al lestr e-kreiz etre daouzek archer o c’hlezeier en noazh. Ar Peul en doa kollet e dog, Bidoch a oa koeñvet e lagad dehou, ha bronduet gant un taol botez bennak, Fistoulig a oa roget e vragoù diouzh an traoñ betek an nec’h, ha kignet e fri.

Ar c’habiten a lavaras dezho azezañ en e gichen :

– Setu daou zevezh tremenet ganeomp en aner amañ. Dimerc’her da noz pa voen degouezhet amañ, em boa c’hoant da ober plijadur deoc’h, hag e lavaris d’am yontr pediñ ac’hanoc’h da goaniañ. Dec’h vintin pa voen degouezhet em lestr, ne gavis den ebet eus va martoloded. Prestik goude e klevis lavaret e oa ur jabadao gant Paolig e kêr, ha goude kreisteiz e klevis lavaret e oa kraouiet va zri martolod, goude bezañ bet o terriñ ar gwer e kêr, hag o laerezh bara. Diouzh ar mintin da nav eur, em boa dija klevet e oa kavet Sikraouig en un douve pemp taol kontell en e gof. Gouzout a rit, ar c’helajoù-se ne reont ket kalz a blijadur din, ouzhpenn ma’z eo ur vezh evidomp holl.

« Ne zalein ket pelloc’h da c’hourdrouz ac’hanoc’h, rak mezh am eus war ho sikour, ha poent eo din en em dennañ kentañ ma c’hellin eus kichen ti va yontr, en deus klevet bremañ meneg eus ho taolioù kaer. Gwelet a ran bremañ n’eo ket furoc’h ar c’hoshañ eget ar yaouankañ ac’hanoc’h, ha kerkent ma vez ur banne a re en ho kof, ho peus hast da ziskouez ez oc’h paotred vat ha tud a nebeud a skiant. Diwezhatoc’h, pa vezimp degouezhet e Breizh, pa vezimp aet pep hini ac’hanomp da ober evitañ e-unan, e raimp evel a garimp, mes ac’hann di, e fell din e sentfec’h ouzhin, rak n’anavezan mestr all ebet ken war al lestr nemedon... Eizh eur eo bremañ, ha da zek eur bremaik e savimp an eor, hag e kemerimp ar mor evit mont da Vreizh.

– Ya, ya, kabiten ! mes a-raok e vezo ret deoc’h seveniñ ho promesa, ha roiñ din un ene.

Kerkent Bimbao a stagas d’ar gefridi.

– Te Fistoul, dalc’h ar sac’h-mañ, ma taolin ar pemp bilhed, unan evit pep hini ac’hanomp. Te Paolig, sell mat, peogwir emeur o vont da labourat evidout. Setu ar pemp bilhed er sac’h, hej mat anezhañ Fistoul, ha te Paol, tenn unan, da hini mar karez !

– Gant a ri, eme Fistoulig, pas dit tennañ va hini-me, ha me ’baeo pevar gwennegad dit bremaik !

– Peoc’h Fistoul, ma raio Paolig labour vat.

Ur bilhed a deu er-maez, mes Paolig a oa bet ret dezhañ en lezer da gouezhañ, rak leizh e oa gant an dour benniget, ha poazhat a rae e vizied dezhañ.

– Alo ! krenañ ’rez evit doare ! Laka evezh mat, rak ar re a gouezho d’an douar a vezo roget raktal, ne gontint ket ken.

An eil, an trede hag ar pevare a gouezhas, pep hini d’e dro d’an douar; evel ar c’hentañ, e poazhent e vizied da Baolig.

– Alo ! d’ar pempet ! hemañ eo an hini mat, n’eus nemetañ er sac’h !

En taol-mañ Paolig a denn hag a zispleg[as] ar bilhed, mes e veudig a gouezh en e zorn pa wel skrivet warnañ Paolig. Neuze ec’h en em lez da gouezhañ war an douar, en em ruilhañ a ra, tennañ a ra blev e benn, ha mantrus eo klevet ar youc’hadennoù a laosk.

– Gwelloc’h eo dit reiñ peoc’h, pe bremaik emañ adarre an archerien hag ar soudarded, erru d’az liammañ, ha d’az kas d’an toull.

– Me n’am eus aon ebet nag ouzh archer nag ouzh soudard ! mes an taol-mañ em eus bet afer ouzh finoc’h egedon, hag on trec’het ha trec’het da vat ! Bremañ on kollet, ha n’em eus netra da ober mui, nemet en em daoler er mor evel un den kouezhet en dizesper !

Kerkent hag e gomzoù, an diaoul en em lezas da gouezhañ en dour a-stok e gorf. Kerkent an oabl a deuas d’en em gargañ a goumoul du, ur barr-avel spontus a savas, ar glav en em lakaas da gouezhañ evel taoler gant barazhoù, ar mor a deuas da vezañ rust ha kalz bagoù bihan a oa peñseet er porzh.

– Emañ Paolig o neuñv, a lavare Fistoulig ! anat eo, diouzh gwelet ar mor ken fall ma’z eo !

E-doug an deiz ar mor a oa fall, ar Goulmig a luskelle war ar mor er porzh evel ur graoñennig, hag al listri a oa en he c’hichen a rae evelti.

Ar c’habiten, o welet n’oa moien ebet da dec’het kuit, a ordrenas d’e vartoloded mont da gousket, hag eñ e-unan a chomas en e gambr da welet pe seurt e raje an amzer.

A-raok mont da gousket, Fistoulig a lavaras :

– Evelato mestr, eo ret deomp trugarekaat ac’hanoc’h eus an taol-kaer hoc’h eus c’hoariet er mintin-mañ da Baolig ! Hennezh an taol-se a gont en ho puhez, mestr ! ha me a oa c’hwenn a-walc’h em loeroù o terc’hel ar sac’h da Baolig, gant aon n’en devije tennet va anv diouzh ar sac’h.

– N’ez poa ket a fiziañs e gouiziegezh da vestr ’ta neuze ?

– Eo ! mes evelkent, ma’z oc’h gouiziek, Paolig n’oa ket azen kennebeut, ha meur a wech hon eus gwelet anezhañ oc’h ober taolioù-kaer dreist, evel dec’h e kêr e-pad an deiz.

– Gwelloc’h eo deomp lezer an dra-se, ha soñjal er paourkaezh Sikraouig, a zo aze bremañ er vered, astennet e bevar ibil gantañ en douar.

– Ya sur ! a lavaras Bidoch. Evidon-me, bep tro ma soñjan ennañ, a deu an daeloù em daoulagad !

– Ha me ivez ! eme Fistoulig. Meur a wech, ar paourkaezh en deus roet din da zebriñ ha da evañ e kuzh !...

– Na peseurt marv kriz en deus bet ! ar paourkaezh Sikraouig !...

– Ya ! eme ar c’habiten, gwelet a rit pegen brav eo pourmen ar ruioù er c’hêrioù bras pa vez diwezhat en noz, ha dreist-holl pa vezer mezv ! Al lakezien ne vezont ket pell evit laerezh un den, hel lazhañ, hen taoler en un toull don bennak evel ur c’hi. Setu unan eus hor c’henseurted, ur mignon diwar al lestr a servij da skouer deomp. Dalc’homp eta soñj mat eus marv Sikraouig hag arabat eo deomp ober evel m’en deus graet.

– Ha bremañ, kabiten, piv hoc’h eus soñj da lakaat da geginer en e lec’h ?

– Te, mar karez, Bidoch, peogwir e c’houlennez.

– Ha me, kabiten ?

– Te Fistoul daonet ! te ne vijes morse kavet diwar dour ar saout, ha netra ne vije prientet d’e boent !... Mes evit hiziv, gwellañ tra ac’h eus da ober, eo mont da gousket, rak skuizh omp holl moarvat, ha warc’hoazh ni ’welo petra da ober.

– O ya ’vat ! kabiten, eme Fistoulig, evidon-me zo skuizh, rak en noz tremenet eo bet ret din kousket du-se war ur plankenn kalet er bidouf ! N’em boa ket graet un eur gousket, hag e santen evel pa vije torret va c’horf ouzhin, ha goude ne gouskis tamm ebet ken, ne serris ket ul lagad zoken.

– Mat zo graet deoc’h, strouilhennoù, rederien-noz !

Prestik goude, ar c’habiten hag e dri martolod a roc’he start er gwele, hag antronoz vintin kerkent ha goulou-deiz, Fistoulig a oa war ar pont, dibikouz e zaoulagad o sellet ouzh dremm an amzer. Diskenn a reas hepdale da lavaret d’e vignoned e oa troet an avel, hag arvez vat d’an amzer.

– Kredapl a-walc’h, eme Bidoch en e wele c’hoazh, eo ridet kozh kroc’hen Paolig bremañ peogwir eo deuet brav an amzer; rak me zo sur eñ gant ar gonnar a oa ennañ dec’h, eo a lakaas ar mor da zañsal e doare ma rae.

– Lez an diaoul-se a-gostez, a lavaran dit, arabat eo dit komz ken dioutañ, ha sav da ober deomp bep a vanne kafe, a lavaras Bimbao.

Azalek ar mare-se, Bidoch a oa lakaet da vestr-keginer war ar Goulmig, an tri all eo a vleino al lestr betek aod Lannuon.

Ar c’habiten pa oa debret e zijuni a lavaras :

– Bremañ, paotred, me zo o vont da di va yontr da lavaret kenavo : marteze e tremenin gantañ ul lodenn vras eus an deiz, mes ar pezh a zo sur, a-benn an teñval e vezin dizro ha warc’hoazh vintin kerkent hag an deiz, ma vez brav an amzer, e tostaimp ouzh ar gêr. Te Bidoch, a chomo da ziwall al lestr, te Peul a c’hello mont da brenañ un tog brav evit erruout dereat er gêr, ha te Fistoul a c’hello prenañ ur bragoù nevez, ha mont da di an apotiker da c’houlenn louzoù da lakaat war da fri kignet.

– Me, mestr, a zo koeñvet va lagad, hag em bije ezhomm da vont davet un tamm louzoù ivez, eme Bidoch.

– Me ’zegaso dit, eme Fistoulig.

– Te ’rank chom da ziwall al lestr, gant aon na yaje hor bagad madoù gant al laer. Mes c’hwi, paotred, diwallit da vezañ mezv, pe n’ho pezo netra eus ar madoù laeret.

– O kabiten ! eme Fistoulig, mezv ne vezimp ket, rak en hor yalc’h eo tanav ar moneiz, ha gouzout a ran ouzhpenn, eo trec’h ar boeson din, rak bewech ma’c’h evan ur banne re, e ro lamm din. Rak-se ’ta kabiten, bezit dinec’h, e-keñver ar poent-se.

Prestik goude, ar c’habiten, gwisket gantañ e zilhad kaerañ, a gemeras penn an hent evit mont da leinañ da di e yontr, ar Peul ha Fistoulig a yeas pres war e lerc’h evit kemer ebat e kêr a-hed an deiz. En hent, e kavjont lakepoded o c’hoari boulloù.

– Ma ! eme Fistoulig, biskoazh n’on bet oc’h ober ar c’hoari-se, deomp da sellet, koulz e vezimp azezet aze evel o vale e kêr.

– Ya sur, hag aze da vihanañ n’hor bezo ket hol lec’h da vont da evañ, ha d’en em vezviñ.

Mes a-vec’h e oant azezet, perc’henn ar boulloù a c’houlennas :

– Piv deuy da ober ar pevare ?

– Me, eme Fistoul, en doa bet kalz ebat o welet ar re all o c’hoari, hag a oa savet c’hoant c’hoari gantañ ivez.

Fistoulig, kaer en doa bet ruilhañ e voulloù gwellañ ma c’helle, n’oa ket bet daleet evit koll, hag e yeas en ostaleri da baeañ ur banne d’e enebour c’hoarier.

– D’an eil c’hoariadenn, paotred ! a lavaras ar perc’henn.

– A-walc’h e-giz-se, eme Fistoulig, va c’hamalad a c’hoario em lec’h, mar kar.

Ar Peul a c’hoarias d’e dro, hag a gollas ivez e bevar gwenneg.

– Ar c’hoarioù, eme ar Peul, ne blijont ket kalz din, Fistoulig, rak traoù tentus int pa befe kollet ur barti, e sav c’hoant ganez d’ober un all evit esa gounit, hag alies ne vez graet nemet koll. Diouzh un tu all, er c’hoarioù lagout-mañ n’eus nemet an ostiz o c’hounit ganto. Me lavar dit gant gwirionez, pa vez ur gwenneg bennak em godell, eo gwelloc’h ganin o dispign en un ostaleri, o kontañ gant ur mignon, eget o dispign er c’hêrioù.

Koulskoude, Bidoch, chomet da ziwall al lestr, a yeas prestik goude ma voe aet ar re all kuit, da ober al lez d’ur voutailhad odivi nevez-boulc’het.

Stagañ a reas ar voutailh ouzh e benn, ha pemp munut goude n’oa ken takenn enni. Prestik ar c’heginer a santas an traoù o treiñ en-dro dezhañ, hag en em roas da gousket war ar pont.

Koulskoude Paolig n’oa ket marv, mes mont a reas da guzhat pell diouzh ar Goulmig, ha gwelet en doa ar baotred o vont e kêr. Neuze, o neuiñ dindan an dour, betek al lestr e teuas a-nebeudoù. Pa voe erruet e-tal ar Goulmig, e reas ul lamm e-barzh, e welas Bidoch astennet war ar pont o tiroc’hañ gant e gorfad. Diskenn a ra neuze e strad al lestr, ha mont a ra da guzhat en ur sac’h bet o lakaat glaou douar. Evel ur santig er voger, e chom Paolig en e gorn-tro.

An noz a dostae a-lammoù bras, hag an daou vartolod goude bezañ prenet dilhad ha louzeier, a deuas d’al lestr diabaf-kaer. Souezhet e oant bet, pa weljont Bidoch astennet war ar pont o roc’hañ.

Kregiñ a rejont o-daou ennañ, hag e taoljont anezhañ war e wele da gousket. Neuze e lakajont louzoù dezhañ war e lagad hag ur mouchouer war gorre. En em lakaat a rejont a-zevri da aozañ koan, patatez fritet en amann, un alumenn-vioù gant kig-moc’h, ha pesked fritet. N’oa ket peurechuet koan, pa glevjont mouezh ar c’habiten o c’hervel evit ma vije degaset ar vagig betek ribl ar c’hae evit he c’has d’al lestr. Fistoulig, soubl e gorf evel ur silienn, a deuas kerkent, hag ur c’hard-eur goude, e oa ar c’habiten el lestr. Ar Peul en devoa servijet koan, hag an holl a zebras a galon vat.

– E pelec’h emañ Bidoch, pa n’emañ ket o tebriñ e goan ganeomp ?

– Bidoch a zo bet ret dezhañ mont da gousket, rak prestik goude ma voe lakaet al louzoù dezhañ war e lagad, e krogas ar boan-benn ennañ, hag un hantereur a zo ez eo kousket.

– Ma, paotred ! en deiz all em boa gourdrouzet ac’hanoc’h abalamour d’an dispac’h ho poa graet e kêr, mes hiziv ez eo laouen va c’halon o welet oc’h deuet diabaf d’ar gêr. Da goaniañ e roin deoc’h hiziv bep a vanne gwin eus ar gwellañ, roet din evidoc’h gant va yontr. Ouzhpenn, ur voutailhad boeson hag a goust dezhañ ugent lur, am eus bet ivez, mes honnezh avat ne vezo ket boulc’het ken en em gavimp er gêr.

– O kabiten ! eme Fistoulig, ar gwel hepken eus ar voutailh alaouret-se, a welan en ho paner, a zegas an dour em beg ! en anv Doue, mestr, en enor da groc’hen ridet Paolig, roit deomp bep a vannac’hig hiziv, hag ar peurrest e Breizh.

– Ma ! sell Fistoul fall, en enor da Baolig a zo toubudet e yalc’h-vutun, ec’h evimp hiziv bep a vannac’hig bihan, hag e Breizh, pa vezo rannet an arc’hant, ec’h evimp ar rest.

– Dao de’i ! eme ar Peul.

– O sac’h krampouezh ! eme Fistoulig o frotañ e gof, hemañ zo mat avat !

– Pa lavaren dit, eme Bimbaoig.

Koulskoude ar c’habiten a serras prestik e voutailh en e armelig, hag a lakaas an alc’hwez en e c’hodell.

Antronoz vintin, kerkent ha goulou-deiz, an eor a oa savet, hag ar Goulmig buan-ha-buan a bellae diouzh kae ar gêr vras.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix