C’habiten Bimbao (ar) (08) : Veaj hir (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pa voe debret ar c’hog, ar baotred a yeas holl da gousket; ha d’al Lun mintin mat, e oant dibreder. An amzer a oa kaer, ar mor plaen evel ul lenn, ha prestik goude, da seizh eur, ar Goulmig a faoute ar mor war-zu an Danmark. Ar c’habiten a zo krog er stur, ha kaer eo gwelet al lestr gant e ouelioù digor, o lintrañ gant heol an deiz kentañ a viz Ebrel. Paotr ar bezhin a zo en e gichen, o kontañ diwar-benn e dud en devezo an eurvad da welet prestik, hag ar vartoloded all o skeupat er mor don.

Beajiñ a reont koulz lavaret noz ha deiz, ha ne soñjont chom e kêr ebet, nemet pa vez ret dezho chom evit prenañ un dra bennak.

Ur miz a zo abaoe ma’z eo distaget ar Goulmig diouzh kae Lannuon, ha bremañ emaint en ur vro koulz lavaret dizanav dezho...

– Ma ! Eme ar c’habiten un devezh da Baotr ar bezhin, kemer ar stur bremañ, rak ne anavezan tamm ebet an doareoù war-dro amañ.

– Amañ omp erruet war-hed tregont lev vor eus va bro, ha bremaik e welimp douaroù an Danmark. Ret e vezo din, pa zegouezhimp, mont da welet va zud, ha lakaat em godell an arc’hig vihan am boa kuzhet e douar va liorzh, un devezh a-raok pignat el lestr evit mont da Vourdel.

– Ya, a-dra-sur e vezo ret dit kaout an traoù a servijo deomp evit laerezh madoù an Enezenn. Emichañs ne chomi ket er gêr, goude ma lavarfe da dud dit chom.

– Nann, nann, kabiten ! Re vat oc’h bet ouzhin, pa oan er gwalleur du-se pell diouzh va bro, evit bezañ trubard en hoc’h andred hiziv...

« Mes dont a c’hellit ganin betek ti va zud, hag er giz-se e welfoc’h doareoù ar vro on ganet enni, hag ivez va zud, dilezet ganin keid-all a zo.

A-benn daou zevezh goude, ar Goulmig a oa chadennet en ur c’hae eus an Danmark. Ar c’habiten ha Paotr ar bezhin a ziskennas evit mont e kêr. A-raok diskenn, Bimbao a lavaras :

– Karout a rajen gwelet ac’hanoc’h o furaat an daou zevezh ma ne vin ket ganeoc’h, diskouezit d’ar vartoloded eus ar vro-mañ ez oc’h tud a skouer vat, martoloded kalonek, dign eus ho pro Breizh.

– Bezit dinec’h, kabiten.

An daou zevezh a dremenas buan, ha d’ar Yaou da noz, an daou vignon tec’het evit ur pennad, a ziskennas el lestr. Goude bezañ tremenet an noz e bord ar c’hae, ar Goulmig, antronoz vintin, d’an devezh kentañ a viz Even, a droas buan kein da gêr hag a bellaas fonnus diouzh douaroù an Danmark.

Eizh devezh goude, an avel a deuas da greñvaat, ar mor da vezañ rustoc’h, an oabl d’en em gargañ a goumoul du. Nec’het e benn, ar c’habiten a roas urzh da ziskar kazi holl ar gouelioù, ha da vont e gwasked kerreg uhel a wele e-kreiz ar mor. Fistoulig, a oa e beg ar wern uhelañ o plegañ lien, a c’houlennas ha tost e oa d’an Enezenn.

– Paourkaezh den ! A-vec’h ez peus graet an hanter eus da hent, a lavaras ar c’habiten. Gwelet a ran ez peus hast da grabanata aour, mes allas ! Gortoz pell a ranki c’hoazh moarvat, ha marteze zoken e vezimp holl marv a-benn gwelet liv an Enezenn.

– Evidon-me, eme Fistoulig, n’en em gavan ket diaes, evit c’hoazh, daoust ma’z eo skornet va bizied, ken em eus poan o terc’hel krog ar c’herdin.

– Emaout adarre o klask bronn da sunañ ! Deus d’an traoñ, amañ ez eus ur banne o c’hortoz ac’hanout, ha chom er gegin da sikour ober koan, rak gwelet a ran ne c’hellimp ket mont ac’hann hiziv.

Daou zevezh ha div nozvezh e oa bet chadennet ar Goulmig e gwasked ar reier bras, a-raok m’o devoa gallet tec’het evit tostaat ouzh an Enezenn. Evelato pa gerzhas, e faoute buan ar mor, hag eizh devezh a zo abaoe ma’z eo loc’het diouzh tal ar reier.

Ar c’habiten neuze a savas e-unan e beg ar wern uhelañ, evit gwelet hag eñ a welfe un tamm douar bennak. Mes allas ! Kaer en devoa sellet, ne wele netra nemet an oabl hag ar mor, o-daou ar memes liv.

– Ma ! Souezhet on pa ne welan ket c’hoazh an Enezenn ! Koulskoude al lest a gerzh buan, ha sur on e reomp d’an nebeutañ ugent lev bemdez...

Ar c’habiten e-unan azezet war ar pont, en em ro da ouelañ dourek, hag e vartoloded asambles gantañ.

– Sur on, omp holl kollet evit atav, sur on ne welimp mui hor bro gaer Breizh, bro ar vartoloded dispont ha direbech.

– Perak e ouelit-hu er giz-se evel bugale, a lavaras Paotr ar bezhin, ha perak e tilezit ho nerzh-kalon hag hoc’h esperañs, bremañ pa’z oc’h dija tost da benn ho peaj ! Lavaret em eus deoc’h koulskoude nompas kemer nec’h, rak me n’eo ket ar wech kentañ din da veajiñ war-dro amañ; anaout a ran ar mor-mañ evel ma’c’h anavezit morioù ar Frañs. Prest e tegouezhimp da welet ur roc’h uhel he-unan e-kreiz ar mor, ha dre he c’hichen eo e rankimp tremen.”

D’ar c’homzoù-se, ar baotred, dousik bremañ evel oaned kollet ganto o mamm, a sec’has o daeloù, hag a gemeras nerzh-kalon.

– O ! Evelkent a-raok hiziv ne ouien ket pegement a boan a gemer an den evit dastum madoù eus a bere alies ne vez ket a well, a lavaras Sikraouig.

– Va c’halon zo ankeniet-bras, eme Bidoch, pa soñjan e pelec’h emaon, tost d’ar marv, d’ar marv pell diouzh va bro ha diouzh va zud muiañ-karet.

– A ! Eme Fistoulig, an hini na avañtur netra, na koll na gounid ne ra ! Evidon-me ne ran forzh ebet ne rankin ket mervel div wech.

An heol a oa dija izel, diskenn a rae buan en ur daoler e vannoù war ar mor, hag ar c’habiten a lavaras da Fistoulig sevel e beg ar wern vras, evit sellet ouzh ar mor en e raok.

– Gwelet a ran du-hont, pell-pell en dremmwel, e doare un tour uhel, ha goude, ne welan mui netra nemet an oabl glas.

– Honnezh, eme paotr ar bezhin, eo ar roc’h vras a gomzen deoc’h diouti bremaik ha marteze zoken a-raok ma vezo noz, e welimp anezhi diwar ar pont.

– Diskenn, neuze, ma ne welez mui netra ! E gwirionez, n’en em gavimp ket kalz a-raok ar poent, rak setu-ni en daouzek a viz Gouere, ha n’eus ket da varc’hata, e-kichen ar roc’h-se e rankimp eoriñ fenoz. Krediñ a ran zoken e vezimp a-raok ma vezo re noz, rak gant va lunedoù, e welan dija he beg sonn.

– O ya sur, eme Paotr ar bezhin, ha warc’hoazh da noz e kredan e c’hellimp kousket e-kichen reier an Ankou.

– Reier an Ankou ! Eme Bidoch, ha perak eo roet an anv-se dezho ?

– War-dro eno, ar mor a vez rust peurvuiañ, dreist-holl dre avel biz, ha kalz martoloded, nebeut boazet da veajiñ en-dro dezho, o deus kavet ar marv.

– O la la ! Eme Fistoulig, setu aze dimezelled avat ha n’eo ket brav tostaat outo hervez ar gont-se.

Prestik goude, ar Goulmig a chomas a-sav e-tal ar roc’h uhel, hag ar baotred, goude bezañ debret o c’hoan, a yeas d’o gwele.

Antronoz, Fistoulig a oa abred o c’hwitellat war ar pont, o sellet ouzh an amzer : seder e oa e benn, rak bet e oa oc’h ober al lez da voutailh ar c’habiten. Koulskoude ar baotred all a savas ivez, ha ken buan ha lavaret ar Goulmig a oa lakaet adarre da faoutiñ mor. An amzer a oa kaer, mes an avel sioulik. Evelkent a-nebeudoù al lestr a dostae ouzh reier an Ankou. Dre ma tostae outo al lestr, ar mor a vrañsigelle gwashoc’h-wazh, hag ar pezh a lavaras paotr ar bezhin a oa re wir.

– Koulskoude, eme Fistoulig, n’eus forzh pegen drouk int, ni a gousko emberr en o c’hichen, hag emichañs pa’z aimp dre gaer dezho, ne raint ket kalz a van.

War-dro eizh eur diouzh an noz, ar Goulmig a oa stag e-kichen reier an Ankou, en ul lec’h gwasket...

– Debromp bremañ hor c’hoan, paotred, ha diouzhtu goude da gousket. Hiziv e roin deoc’h da goaniañ bep a voutailhad gwin eus ar gwellañ, rak ezhomm ho pezo da gaout nerzh evit stourm ouzh an dimezelled a zo du-hont er manerioù, ha n’eus ket kalz a farserezh ganto.

« Ur banne kafe hag un dakennig gwin-ardant e-barzh, ne rafe ket a zroug deomp ivez, mestr.

– Alo liper ! Roet e vezo dit, rak ur paotrig sentus out deuet da vezañ adarre, ha ret eo din reiñ dit da c’houlennoù, pe ne gavfen penn vat ebet dit na deiz na noz.

Pa voe debret koan, ar baotred a deuas war ar pont da gemer an aer noz, diviz a raent eus an dra-mañ, eus an dra-hont, ha bremañ eo leun o spered a esperañs da zegouezhout prestik gant an aour. Goude bezañ rostet bep a gornad butun, pep hini en em dennas d’e wele, leun a fiziañs da zegouezhout en nozvezh war-lerc’h a-drek ar reier anvet ar reier marellet.

D’ar Meurzh, pevarzek a viz Gouere, ar Goulmig, poulzet gant un avel vat, a rede war-zu ar reier-se, ha war-dro teir eur diouzh an abardaez e voe eoret en o c’hichen. Neuze ar c’habiten a sav war beg ar wern vras, Fistoulig a ya trumm war o lerc’h, hag o-daou e weljont ar manerioù.

– Alo paotred ! Eme Bimbao, warc’hoazh emañ an devezh bras, ha warc’hoazh etre dek eur diouzh ar mintin ha pemp eur goude kreisteiz, e rankimp c’hoari un dro d’ar merc’hed koant a zo du-hont o tiwall ar manerioù. Aze ne vezo ket da varc’hata, an trec’h pe ar c’holl a gavimp diouzh ma raimp, hag e kredan ez eo gwelloc’h ganeoc’h bezañ kiger eget bezañ leue.

– O ! Eme ar Peul, evidon-me n’em eus aon rak dimezell ebet, n’eus forzh eus a belec’h e teuio !

– Na me kennebeut avat, eme Fistoulig.

– Ma ! Evidon-me, a lavaras Sikraouig, ne’z in ket da c’houren outo, rak prest e vijen strobet ganto.

– N’eo ket an dra-se, eme ar c’habiten : kerkent ma welo ar merc’hed-se ac’hanomp diouzh o frenestroù o tostaat ouzh ar manerioù, kerkent e taolint ul linenn er mor. Al linenn-se he deus ar vertuz da lakaat an dour da verviñ, hag ar mor da vrañsigellat ul lev tro-dro d’an Enezenn.

– An dra-se ar gwashañ ‘vat ! Eme ar Peul.

– O ! Eme Fistoulig, me, mestr, dre ma tostain outo, a c’hoarzho outo, a ray luchadennoù outo, hag e kredan e lezint ac’hanomp da vont da welet anezho d’o manerioù. Ur wech erruet eno, e lazhin anezho an eil goude eben gant va fenn-bazh, hag e laerin an teñzorioù.

– Alo sorc’henner ! Eme paotr ar bezhin : sell, me am eus soñj da ober gwelloc’h eget an dra-se dezho : hemañ, sell, ar melezourig aour-mañ a deuy a-benn anezho holl, rak kerkent m’o devezo sellet ouzh skeudenn an heol o parañ ennañ, kerkent e vezo seizet dezho o izili. Neuze ivez e lezint o linennoù da gouezhañ, ha da goll o nerzh. Ar mor neuze a deuy adarre da yenañ ha da vezañ plaen.

– Te, evit doare, a zo un diaoul a sorser kozh, eme Fistoulig, mes marteze goude pa’z pefe sorset unan bennak, ne ouefes ket hen disorsiñ.

– Eo, eo, Fistoul, bez dinec’h e-keñver ar poent-se !

Pa voe debret o c’hoan gant ar baotred ez ajont trumm da gousket. Antronoz da seizh eur hanter, ar Goulmig a guitaas ar reier marellet. War-dro nav eur diouzh ar mintin, e tegouezhas a-fas d’ar manerioù, gwelet e vezent splann bremañ.

Neuze paotr ar bezhin a denn diouzh e arc’hig ar melezour alaouret, heñvel ouzh ur montr. Ur pennadig c’hoazh, ur c’hard eurig mor, hag emañ an dour o verviñ, ar gwagennoù o tarzhiñ...

D’an taol a nav eur hanter, ar baotred spouronet, a sant ar Goulmig o vrañsigellat.

Paotr ar bezhin neuze a ziskouez gwerenn e velezour d’ar prenestr a wel digor. Ar c’habiten gant e lunedoù, a welas kerkent ur plac’h yaouank o kouezhañ er gambr. Mes kerkent unan all a gemer he flas, ha kerkent ivez e kouezh war gorf seizet he c’henseurtez. Un trede a deu, ur bedervet, hag o-feder e kouezhont seizet war leurenn o c’hambr.

Kerkent ma voe graet an traoù d’ur maner, ez ajont d’unan all, hag a-benn unnek eur, ar mor a oa sioul evel ul lenn eoul war-dro ar manerioù, Fistoulig, e-keit ma oa paotr ar bezhin o c’hoari gant e velezour a oa e fri stok outañ.

– Setu aze avat ur c’hoariell hag a vije mat din-me da dapañ lapoused, rak peogwir e seiz o izili d’ar merc’hed eus a geit-se e tlefe ober ar memes tra d’al lapoused.

– Gwall fregann e kavan da deod en abardaez-mañ, Fistoulig, m’eus aon n’emaout ket diwar dour ar saout !

– Ken kontant on, mestr, da vezañ degouezhet amañ, ma’z on aet bremaik da dañva an tako.

– Doaeli raen, marmouz fall ! Ha lavaret em eus dit dija, kerkent ma vez troet va c’hein, raktal e rez al lez d’am boutailhoù.

Ar glav war-dro pemp eur a gouezhas puilh, ar gurun a strakas, hag ar baotred, kerkent ma weljont an amzer, a yeas d’ar strad da zisklaviñ ha da goaniañ, rak al lein ne oa ket bet druz.

– Warc’hoazh vintin, paotred, ma vez brav an amzer, e ouzomp peseurt labour a zo da ober :

« Kerkent ma c’houlaouo an deiz ez aimp eus an eil maner d’egile, ha trumm e furchimp an irc’hier houarn, hag e kasimp d’al lestr kement a gavimp enno. Ret e vezo furchal e kement armel a zo er manerioù, rak alies e c’heller kaout arc’hant en ul lec’h na soñjer ket ennañ.

« Selaouit mat, a-benn daou zevezh, e ranko bezañ skarzhet ar manerioù, rak anat eo deomp e teu eus ar Vro-Saoz ul lestr bennak amañ bep miz, evit degas bevañs d’an dimezelled, ha ma vefemp tapet gant ar Saoz, eo graet an traoù deomp.

– Krediñ a ran, eme Paotr ar bezhin, e teu al lestr-se amañ d’an devezhioù kentañ eus pep miz, mes n’on ket sur, ha dre-se eo gwelloc’h deomp hastañ fonnus.

– Evel-just, eme ar c’habiten.

« Deomp bremañ da gousket, da repoziñ evit en em skuizhañ warc’hoazh.

Antronoz da beder eur, ar baotred a oa o furchal ar maner Nnn 1. Ennañ o doa kavet pemp sac’had aour hag ur sac’had bilhedoù bank, en Nnnoù 2, 6 hag 8, dek sac’had aour ha daou sac’had bilhedoù, en Nnnoù 3, 4 ha 5, c’hwec’h sac’had aour, pemp sac’had arc’hant, ha tri sac’had bilhedoù e pep hini anezho. En Nnnoù 7 ha 9 e kavjont kasedoù houarn hag o devoa bet mil boan o tegas anezho betek al lestr, ken pounner oant.

Koulskoude a-benn an noz ar baotred o devoa echuet o c’hefridi, ha furchet kement toull a oa er manerioù.

Skuizh-marv e oant bet o tougen sac’hadoù aour war o c’hein d’al lestr, mes ar c’habiten a roas d’ar vartoloded ar pezh a garent da evañ ha da zebriñ, ha da zek eur noz e oant holl o roc’hat en o gwele, mezv evel sonerien.

Antronoz vintin, paotr ar bezhin a yeas da beder eur da zisorsiñ e zimezelled, ha pa voent disorset holl, e lavaras dezho :

– Ni zo laeron-vor, ha deuet omp a-benn da laerezh ar manerioù. Bremañ n’eus netra ebet ken amañ hag a dalv ar boan kaozeal dioutañ. Rak-se ‘ta, grit evel a garfoc’h, mar kirit dont ganeomp-ni d’ar Frañs, me zo o vont da cheñch ac’hanoc’h e rigadell, hag e lakain ac’hanoc’h en arc’hig houarn-mañ. Pa vezemp war douar ar Frañs, me a cheñcho ac’hanoc’h adarre e dimezelled ken kaer evel ez oc’h hiziv. Grit ho soñj, ha grit buan.

Ar 36 dimezell a asantas, ha kerkent paotr ar bezhin a renkas an dimezelled, a douchas e zorn dehou ouzh tal pep hini anezho, ha kerkent ar plac’h yaouank a gemere stumm bigorn-mor, pe ur rigadell hervez e c’hoant.

Da c’hwec’h eur, Paotr ar bezhin, echuet gantañ e gefridi, a deuas d’al lestr, e arc’hig gantañ dindan e gazel. Kerkent erruet e yeas da guzhat e deñzor en ur c’horn-tro e strad ar Goulmig.

Kerkent ivez Bimbao a roas urzh dezhañ da zont da gemer rod ar stur, ha da seizh eur, al lestr a faoute ar mor en ul lec’h e oa bet peñseet kement a listri. Da zek eur e oa tremenet ar reier marellet, ha pa deuas an noz, e voent tost da reier an Ankou. En o c’hichen evit an eil gwech, e voe adarre goudoret ar Goulmig evit tremen an noz.

En tronoz vintin ar c’habiten a lavaras :

– Emberr, paotred, e vezimp degouezhet e-tal ar roc’h uhel en doa kement a hast da welet, hag a gargas hor spered a esperañs hag a levenez. En he c’hichen ivez eo em eus soñj da rannañ etrezomp an danvez laeret, rak aesoc’h e vezo penn pep hini pa ouezo pegement a deuy dezhañ.

– Gwir eo kement-se, mestr, hol levenez a zo bras, hor speredoù laouen, hag hor c’halonoù ne ouezint morse trugarekaat a-walc’h ac’hanoc’h eus ar vadelezh hoc’h eus evidomp. Bremañ ez omp holl pinvidik, ha ma c’hellomp gwelet ur wech all c’hoazh douaroù Breizh, e welimp asambles ganto, an eurvad a-hed hor buhez.

Antronoz Fistoulig a oa da gentañ war ar pont o tibikouzañ e zaoulagad evit sikour kontañ an arc’hant. E-pad an deiz e oant bet o krabanata aour, arc’hant ha bilhedoù. Ar c’habiten a zalc’he kont eus ar pezh a oa e pep sac’h, ha diouzh an noz, pa voe echuet ar gont, e oa tri ugent milion anezho holl.

– Bremañ, paotred, e c’hellomp trugarekaat an hini a zo bet kiriek deomp da vezañ ken pinvidik-mañ, an hini hoc’h eus disprizet n’eus ket pell c’hoazh.

– Ya, ya, mestr, mil bennozh da Baotr ar bezhin, ha deoc’h-c’hwi ! Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h ho-taou, ha morse, en touiñ a reomp, ne vezimp trubard en ho keñver, e vezimp atav servijerien leal.

– Ma ! Peogwir omp holl pinvidik, debromp hor c’hoan, evomp gwin eus ar gwellañ, ha goude pep hini d’e wele. Warc’hoazh e tostaimp adarre un tammig ouzh Breizh, e-lec’h ma vezimp eürus a-hed hor buhez.

D’ar Sul vintin, ar Goulmig evel pa vije lorc’h enni o tougen ur seurt samm aour, hag evel p’he dije hast da zegouezhout e Breizh, a faoute buan-buan ar mor.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix