C’habiten Bimbao (ar) (05) : Gavadenn (ur)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Un eur a zo abaoe m’emañ an daou laer-mor o vrennika : al loar a oa sklaer c’hoazh, hag an deiz ne rae nemet komañs goulaouiñ.

A-forzh da vale, ar baotred a oa aet dija pell diouzh al lestr. Fistoulig a oa leun e gof a vrennig hag a rigadell, ha Sikraouig, eveltañ a oa ivez reut.

Evelkent e kargent o godelloù hag o bonedoù evit degas ivez ur guchennig brennig d’o c’henseurted d’al lestr.

Fistoulig a zo dindan ur roc’h o kargañ e voned, pa glev en un taol ur garmadenn skrijus o tont diwar ar roc’h.

Ken buan hag ul luc’hedenn, ar paotrig a redas en ur grial da gaout e vignon Sikraouig.

– Petra an tanfoeltr a zo o yudal war ar roc’h, a lavaras Sikraouig.

– N’ouzon ket ! Un aneval-mor bennak, n’anavezomp ket !

– Deomp da welet.

– Evelkent, emichañs ne zebro ket ac’hanomp ! Sell, fiñval a ra, an aneval gouez !

Kerkent, ur c’hrougnadenn heñvel ouzh hini ul leon kounnaret, a deuas adarre diwar ar roc’h, an aneval a fiche gwashoc’h-gwazh.

Neuze Fistoulig en em lakaas da redek war-zu ar Goulmig, ha Sikraouig a yae war e lerc’h gwellañ Kerkent ma oant erruet war ar c’hae, e tiskennjont er vagig, ha buan war-zu ar Goulmig.

Pa oant degouezhet el lestr, e teuas da soñj dezho o doa ankouaet ar veltad dour dindan ar c’herreg.

N’eus forzh ! Dihunañ a rejont fonnus ar c’habiten hag an daou vartolod all, ha kerkent e lavarjont petra o devoa klevet ha gwelet.

– Ya kabiten ! Eme Fistoulig, berr warnañ c’hoazh hag ar c’hwezenn war e dal, ul leon bennak a zo du-hont war ar roc’h ! Grougnal a ra, ha fichañ a ra ar bezhin gantañ !

– A ! A ! A ! Dec’h e lavares deomp ez ae da spered e bro an eürusted, p’az peze evet absint ! Gwir eo evit doare ! Mes en taol-mañ eo aet e bro an enkrez.

– Feidantortik avat ! Me zo test ivez, kabiten, ha klevet em eus sklaer div c’hrougnadenn o tont eus a-douez ar bezhin a zo war ur roc’h du-hont pell en aod.

– Te dec’h da noz a oa ken mezv ha Fistoulig, ha da spered a zo trellet hiziv gant litrad gwin-ardant ar Peul.

– Ma kabiten ! Kredit pe na kredit, mes gwir eo ar pezh a lavaromp.

« Sellit, deuit war ar pont, ha me ’ziskouezo deoc’h ar roc’h war pehini hon eus gwelet an aneval.

Ur vunutenn goude, paotred ar Goulmig, a oa holl war ar pont, o daoulagad troet war-zu ar roc’h.

Ar c’habiten a gemeras neuze e lunedoù evit gwelet a-bell, ha prestik goude e lavaras d’e vartoloded e oa gwir komzoù Fistoulig.

– Gwelet em eus ar bezhin o fichañ, oc’h ober lampoù, un dra bennak bev a rank bezañ dindan, ha prestik ni a welo petra eo.

– Kerc’hit div fun nevez, hag ar vazh houarn a vez ganeomp evit tostaat al lestr ouzh ribl ar c’haeoù, ha deomp da welet petra eo an aotrou-se.

Ar baotred a ziskennas er vagig, hag ur pennad goude e oant e-tal ar roc’h. Neuze ar c’habiten, ar vazh houarn spegerezh gantañ en e zaouarn, a dosta ouzh an aneval.

– Ma’z out den, komz, eme Bimbao, ma’z out aneval emaout etre daouarn da vourevien.

Ar bern bezhin a gren, hag ur youc’hadenn spontus a deu eus a-douez.

– Evit an eil gwech, ma’z out den, komz, n’eus forzh e pe yezh !

Evit an eil gwech, ur c’hrougnadenn hiroc’h ha skiltrusoc’h a sav eus a-zindan ar bezhin.

– Evit an trede gwech, hag ar wech diwezhañ, lavar deomp ha den out, ha ma ne respontez ket, va bazh houarn a zo en da groc’hen.

En un taol krenn neuze ar bern bezhin a sav en e sav sonn, a ziskennas diwar ar roc’h, hag en em laka da redek dre an aod.

Mes allas ! Ar Peul, hir e zivesker a dapas anezhañ fonnus, a dremenas ar funien dre e gorf, hag en taolas d’an douar.

Fistoulig a sikouras en liammañ en ur c’hiz ma ne c’helle mui fiñval nag e zivesker nag e zivrec’h.

Pa en em santas tizhet da vat, Paotr ar bezhin a leuskas teir c’hrougnadenn skiltrus-meurbet.

– Ne vezi ket avañsetoc’h evit grougnal, eme Fistoulig, aze emaout hag aze e chomi keit ma plijo ganeomp-ni.

Ar baotred neuze evit gwelet mat peseurt kavadenn o doa graet, en em lakaas a-zevri da douzañ ar bezhin diwar-dro o aneval.

– Un den eo, evel a welan, em Bimbao, setu amañ e benn.

– Ha setu amañ e zivesker du, eme Fistoulig.

– Mes petra ’ raimp gantañ, peogwir ne gaoze, a lavaras Bidoch.

– Kaoze ’ta ma n’out ket mut !

Un nebeudig goude, an den du, hanter-varv e zaoulagad en e benn, a c’hrozmolas ur gerig bennak dre e zent, mes hini eus ar baotred ne gomprene ar pezh a lavare.

Dre e gomzoù, a-forzh da gaozeal, e lavaras :

– Danmark ! Danmark !

Neuze ar c’habiten a gomprenas e ranke an den bezañ eus ar vro-se, peogwir e komze diouti.

Sikraouig, alies en e yaouankiz, a oa bet er vro-se asambles gant Gwilhoù kozh e vestr, ha desket en doa meur a c’her eus ar yezh a gomzed eno.

Setu eta Sikraouig ha paotr ar bezhin a c’hell en em entent bravik.

– Lavar dezhañ ez on kontant d’her resev em lestr, ma kar, hag e kasin anezhañ hepdale d’ar gêr.

Kerkent paotr ar bezhin a roas da anaout d’ar c’habiten ec’h asante mont gantañ el lestr.

Ar baotred neuze a dennas al liammoù diwar e dro, hag e voe lezet da vale. Prestik goude e pigne er vag asambles gant ar pemp laer-mor.

Pa voe degouezhet er Goulmig, e voe lakaet paotr ar bezhin da dommañ e-tal an tan. Neuze Sikraouig a c’houlennas outañ e anv.

– Me, emezañ, a zo anvet Frederic Killson, va zad a oa eus Bro-Saoz, ha va mamm eus an Danmark.

« Tregont vloaz em boa pa oan peñseet e mor ar Frañs, ha setu amañ penaos, hervez em eus soñj.

« Martolod e oan war ul lestr bras, unan eus ar re vrasañ a veze graet d’ar mare-se, ha va lestr a oa karget ken a venne mont d’ar goueled bep taol avel.

– Petra a oa ganeoc’h ?

– Ur garg koad e oamp o vont da gas da Vourdel, pa zegouezhas warnomp ur barr-arnev skrijus... A vihanoc’h eget un hantereur e oa aet al lestr e goueled ar mor don.

« A ya ! Va spered a zo enkrezet hiziv c’hoazh, pa soñjan en nozvezh skrijus-se a lakaas an disparti etre va mignoned ha me, ha seblantout a ra din c’hoazh bremañ klevet ar youc’hadenn spontus-se a lavaras ar c’habiten en ur gouezhañ er mor :

« Sauve qui peut !...

« Me neuze a ziframmas ur plankenn, n’ouzon mui eus pelec’h, ha gantañ ec’h en em daolis er mor sklaset.

« Neuiñ a ris e-pad un nozvezh hag un devezh, hep gouzout da belec’h e yaen gant an dour.

« Skrijus e oa bezañ bev en nozvezh-se : ar c’hazarc’h a gouezhe puilh warnon, ar mor dirollet a seblante va lonkañ bep munut dindan e wagennoù kounnaret, ouzhpenn, aon em boa da vezañ bet lonket gant ur pesk bras bennak, evel ul logodenn gant ur c’hazh.

« Mes ar pezh a rae muiañ poan din e-kreiz an dañjer, e oa ar soñj eus va fried muiañ-karet, eus va bugaligoù em boa lezet du-se en Danmark.

« Koulskoude, goude bezañ stourmet ouzh ar mor e-pad un nozvezh hag un devezh, ec’h en em gavis war ribl un aod, en ur vro n’anavezen ket.

« Abaoe emaon oc’h en em vagañ gant brennig, rigadell, ur peskig bennak, hag alies gant boued loened.

« Pell zo n’em eus tamm dilhad, ha va c’hroc’hen, evel a welit, a zo goloet gant ar bezhin.

« Evit ti n’em boa netra nemed un toull bennak kleuzet gant an dour dindan ar reier. Setu aze va buhez abaoe peñse va lestr.

« M’ho pije ar vadelezh da lavaret din e pe vro emaon amañ, e vijen eürus.

– Al lestr-mañ a zo war mor Breizh.

– A ! Breizh ! Breizh ! Ar vro gaerañ zo er bed !

« Bet on e Sant-Maloù, e Sant-Brieg, e Brest, en Naoned, gwechall pa oan o komañs lavigat.

« Atav ar Vretoned a zo bet martoloded dispont e-kreiz an dañjer, hag atav o deus kalonoù aour evit o breudeur dianket.

« Ma’z oc’h-c’hwi martoloded ganet e Breizh, e c’hellan kaout ennoc’h ar fiziañs am bije em breudeur.

– Bretoned omp ! Hag evit un den en enkrez, hor c’halonoù atav a zo digor-frank, rak-se ’ta diouzh a hiziv, em lestr, emaoc’h etre daouarn ho preudeur.

– Kozh on dija evit gwir, mes evelato em bo soñj da zic’haouiñ ac’hanoc’h eus ar vadelezh ho peus evidon.

« Va divesker a zo skañv c’hoazh evit sevel e beg ar gwernioù, ha krediñ ’ran n’eus ket kalz a vartoloded trec’h din da vleinañ ul lestr, ha d’he c’has da benn ur veaj.

– Gevier a lavarez, eme Fistoulig, rak ma vijes bet ar pezh a lavarez, ne vije ket bet c’hoarvezet ganit ar pezh zo.

– Ro peoc’h ’ta, marmouz fall, hag arabat eo dit ober goap eus da dad-kozh !... Hennezh an den-se en deus gwelet muioc’h a vor fall eget na weli-te biken !

– Ouzhpenn-se, adalek va unnek vloaz betek va daou vloaz warn-ugent, on bet gant ur c’habiten bras eus va bro o laerezh peñse e kement mor a zo er bed.

« Er giz-se eo em eus gounezet en bern amzer ar muiañ amzer.

« Soñjal a raen zoken chom er gêr da vevañ diouzh va leve, pa vije echuet ganin va beaj e Bourdel; mes allas ! Ar gwalleur ne lavar ket e pe boent ec’h erru, ha d’an ampoent ma soñje din e oan o vont da vezañ eürus gant va bugaligoù, ez on kouezhet er brasañ dizesper.

« Koulskoude bremañ ne gollan ket ar fiziañs da welet va zud, ha ret e vezo din kas dezho eus va c’heloù kentañ ma c’hellin.

– Lenn ha skrivañ a ouzout da vihanañ, eme Fistoulig.

– Ro peoc’h ’ta amprevan fall, ha lez anezhañ da gontañ deomp e vuhez penn-da-benn.

– Ha da wreg, eme Sikraouig, ne gomzez ket din diouti.

– Va hini gozh, a zo marv bremañ, kredapl, rak pa oan deuet eus ar gêr e oa krog ar boan izili enni da vat, ne c’helle mui loc’h diouzh he gwele.

– Lavar dezhañ, Sikraouig, echuiñ ar gont-se, rak gwelet a ran an daeloù o ruilhañ eus e daoulagad... pep den a zo c’hwek e dud dezhañ.

« Sell, Peul ! Kerzh d’ar strad davit al litrad lagout, ha marteze paotr ar bezhin a ankounac’hao buanoc’h e anken.

« Mes evelkent, peogwir e chomo ganeomp bremañ da vartolod, ez eo koulz din mont da glask un tamm dilhad bennak dezhañ da c’holoiñ e groc’hen.

Ar c’habiten neuze a ziskennas, hag un hantereur goude, paotr ar bezhin a oa graet un aotrou anezhañ.

– Trugarekaat a ran ac’hanoc’h holl eus ar vadelezh hoc’h eus evidon, tennet hoc’h eus ac’hanon diouzh ar brasañ dienez, ha bremañ on deuet adarre da vezañ un den heñvel ouzh ar re all.

« Mes bremañ lavarit din piv oc’h, peseurt marc’hadourezh zo ganeoc’h, ha da belec’h ez it ?

– Ni, eme Sikraouig, a zo laeron-vor evel oc’h bet gwechall, hervez a lavarit.

– Ya, eme Bimbao, hag abalamour da se eo em eus degemeret ac’hanoc’h em lestr, rak c’hwi marteze a anavez gwelloc’h an doareoù er broioù pell eget na reomp-ni.

« Anaout a rit ivez an Danmark, hag e soñjan e ve mat deomp mont war-dro eno da ober un dro.

– O ! ma ve o madelezh ! Neuze da vihanañ em bezo an eurvad da welet va zud, ma’z int bev c’hoazh, ha da bokat dezho !

– Kabiten, me ’m eus naon !

Sonet ar c’hreide, ha Sikraouig n’eus anv ebet gantañ da aozañ lein.

– Sikraouig a zo ret kaout anezhañ amañ da gomz gant paotr ar bezhin, te Bidoch, kerzh da gerc’hat un dousenn vioù, un tamm kig-sall, ha gra deomp ur fritadenn vat, rak naon hon eus holl moarvat.

– Mardandoustik avat ! Me n’eo ket naon hepken am eus, mes prest on da greviñ gant ar sec’hed, ha bep a vanne gwin a rafe mil vad deomp.

– Alo ! Krener an derzhienn, eme ar c’habiten o c’hoarzhin, n’ez peus ket a vezh !

« N’ouzon ket penaos ur paotr trizek vloaz eveldout, blevenn ebet c’hoazh war da vuzelloù, a-vec’h ma ’c’h ouzout boutonañ da vragoù da-unan, ha dija mar plij, e c’houlennez lagout da evañ ouzh da sec’hed !...

« Ur vezh dit, sell !... Evelkent en enor d’ar martolod nevez, e lakain al litr war an daol, kerzh davit ur voutailhad, Peul.

– Mar kirit, kabiten, me yelo da sikour anezhañ, me zegaso ar gwer.

– Nann, nann, chom aze-te, lapous fin, rak a-benn ma vijes en em gavet d’an nec’h, e vije dija ur c’halopinad en da gof.

Prestik ar Peul en em gavas gant an hini melen, ha diouzhtu war e lerc’h, Bidoch gant ur fritadenn.

– Alo ! Paotr ar bezhin, debr hag ev bremañ ar pezh a raio vad dit, an dra-se a zegaso da soñj dit eus an amzer dremenet, gwechall pa oas gant al laer-mor ec’h eus komzet anezhañ, hag a ziskouezo dit e oar martoloded Breizh degemer an estren koulz lavaret evel o breudeur.

Ur c’hard eur goude e oa lipet ar plad, ha goullonderet ar voutailh. Fistoulig a lipe e vuzelloù war-lerc’h al lonkadenn diwezhañ aet en e gof.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix