C’habiten Bimbao (ar) (04) : Bamboch kentañ (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Setu aze an dud a zo war ar Goulmig, setu al laeron-vor emaon o vont da gontañ deoc’h o buhez.

Bretoned int holl, ganet int war-dro Landreger ha Lannuon.

Gwelet a raimp anezho en tavarnioù, pa vezo fall an amzer, pe pa vezo graet ur veaj vat, ha gwelet a raimp, en darvoudoù a zegouezhas ganto, ez int Bretoned a galon, tud hag a gar o Bro Breizh dreist pep tra.

Goude bezañ beajet a-bell hag a-dost, goude bezañ gwelet meur a damm amzer fall war ar morioù rust, e welomp anezho un deiz eus miz Genver o stourm adarre ouzh an avel dirollet du-se war-dro Sant-Maloù.

E oant o tizreiñ eus ur veaj, bet e oan war-dro Dukark, mes pa zegouezhjont e bae Sant-Mikael, un avel diroll a c’hwezhas en un taol-kont diouzh ar C’huzh-heol.

Pa welas e oa amzer fall o vont da ober dezhañ un dro lous, ar c’habiten a roas urzh d’ar sturier da leviañ al lestr war borzh Konk-Gall1.

Eno ar Goulmig, er gwasked, a chomas adarre plom en he sav.

Ar vartoloded, glebiet o dilhad gant an tarzhioù-mor, a ziskennas e goueled al lestr evit lakaat dilhad sec’h, ha Bimbao a roas dezho bep a vanne mat a win-ardant evit tommañ d’o c’hof.

Fistoulig, a-benn ur pennadig goude, a savas war ar pont evit gwelet peseurt ardoù a rae an amzer.

– Krediñ ’ran, emezañ d’ar c’habiten, savet ivez war ar pont, ne vezo moien ebet deomp da dec’het kuit ac’hann hiziv, rak an avel a zo troet fall, ha kreñvaat atav a ra, evel a welit.

« Evidon-me a gred eo gwelloc’h deomp chom amañ da evañ bep a vanne muioc’h a lagout, eget mont da evañ dour sall eus ar mor, ha marteze zoken da lezer hor buhez er sailh bras.

– Te, Fistoul daonet, a zo adarre o kaozeal evit da sac’h, neketa ! Ha bremañ pa zo ur banne en da gof, e karez gwelet an eil dindan da fri !

– O kabiten ! Gwelloc’h eo ganin lakaat an eil em c’hof ivez, eget lezer anezhañ dindan va fri ! »

Ar vartoloded all savet war ar pont, a c’hoarzhe o klevet Fistoulig o respont e-giz-se d’ar c’habiten...

– Alo, ma ! Gwelet a ran e washa an avel, hag ez eo kollet an devezh evidomp; koulz all, ur veaj vat ha tenn ho peus graet, ha pediñ Doue a c’hellomp peogwir ez omp er-maez a zañjer adarre ur wech all.

– Ya sur ! Evidon-me, a lavaras Fistoulig, a soñje din e oa graet an traoù deomp en taol-mañ.

– Ma ! Ma ! A-walc’h war ar poent-se ! Lakait ho tilhad brav, paotred, hag ez aimp da dañva ar chistr da di Soazig al Luch.

« Te avat Sikraouig a chomo da ziwall al lestr ha da ober koan deomp a-benn ma vezimp dizro emberr etre seizh hag eizh eur.

– Ma ! Eme Fistoulig, me zo prest da vont, kabiten.

– Te, kozh marmouz a vez prest atav !... Evelkent n’ez pezo ket hardizhegezh da zont d’am heul-me gant ur bragoù toull war bennoù e zaoulin hag e lec’h all, ha gant ur roched fank brein.

« Alo paotr ! Klask dilhad all, pe kerzh da gousket, ha desk ez eo ret bezañ gwisket ken dereat da vont e-touez an dud, dindan boan da vezañ kemeret evit ul laer pe da vihanañ ur c’hlasker-bara.

« Hastit buan, ha pa vefoc’h kempennet ez aimp en hent.

... A-benn ur pennadig goude, ar c’habiten Bimbao hag e vartoloded a gemere an hent evit mont da vourk Konk-Gall. Kanañ a raent a-bouez o fenn o pignat eus ar porzh e kêr.

Koulskoude, Sikraouig chomet el lestr n’en deus ket a c’hoant da ganañ, teñval eo e benn, abalamour ma’z eo gourc’hemennet dezhañ chom eno.

Diaes-bras e kav chom war-lerc’h e genseurted, rak allas ! Mat e kav e vanne lagout, hag e voued eo mont da aveliñ e benn.

Koulskoude, sentiñ a ra, rak gouzout mat a ra n’eo ket gwall denn e labour el lestr, hag alies e vez gourvezet un tammig en e wele, e-keit ha ma klev e genseurted o strakal o daouarn kropet gant an anoued, o plegañ hag o tisplegañ al lien evit stourm ouzh an avel diroll.

En em reiñ a ra eta holl da volontez e vestr, hag ec’h en em laka da beilhat un nebeut avaloù-douar a-benn koan.

Koulskoude, war-dro c’hwec’h eur diouzh an abardaez, pa voe echuet gantañ e labour vrasañ, ha lakaet an traoù da boazhañ war an tan glaou, Sikraouig a deuas ur soñj en e benn :

– Ma ! a lavaras outañ e-unan, ar re all a zo aet e kêr da ober fest ar vastrouilh me gav din avat ne ve ket kalz falloc’h din ober ivez un tammig lip-e-bav eget na deo da Fistoulig.

« En deiz all em boa gwelet ar Peul o kuzhat ul litrad hini melen e strad al lestr, mont a ran da welet hag atav emañ eno.

Kerkent Sikraouig a elum ur pennad goulou rousin hag a ziskenn e strad al lestr. Kuzhet mat-mat en ur c’horn-tro, e kav ur voutailhad gwin-ardant. Sevel a ra d’an nec’h, azezet war ur sac’had glaou-douar, ec’h en em laka da ober ar stal d’an hini melen.

Evañ a ra un hanter litrad hep distagañ e vuzelloù, hag an hanterenn all a ev goustadik o tebriñ ul lur kig-sall gant ur pikol tamm bara.

A vihanoc’h eget un hantereur, ar voutailh a oa goullonderet hag ar c’hig-moc’h lonket.

Ar c’heginer neuze en em laka da ganañ ha da gontañ outañ e-unan. Reut e gof evel ur sac’h biniou, ruz e zaoulagad evel daou gef tan, Sikraouig en em ro da gousket, un aval pato hag un tamm kig-sall a-dreuz e veg.

Ar baotred all, pa oant degouezhet e kêr, a c’houlenne an eil ouzh egile da di biv e vijent aet da bredañ.

– O ! eme Fistoulig, d’an ostaleri vrasañ emichañs. Aotrounez vras eveldomp-ni ne vezont morse gwelet o furchal an toulloù bihan, ouzhpenn, un dizenor e ve deomp mont enno, rak peurvuiañ ne vezont darempredet nemet gant lakizien hag a ve nebeut a voneiz en o godelloù.

– Alo !, eme Bidoch, Fistoulig a zo adarre e deod fregann, ha war-zigarez ma zo ur pezhig eizh real en e c’hodell, war-zigarez m’en deus lezet e vragoù toull hag e roched fank er gêr, e kav dezhañ ez eo un diaoul a aotrou. Na pebezh pabor !

– Ma ! Peogwir Fistoulig en deus c’hoant ez afemp d’an otel, deomp !, a lavaras Bimbao.

An aotrou Brandu, dimezet da Soazig al Luch, a oa d’ar mare-se o terc’hel e Konk-Gall otel ar Marc’h Gwenn, int-i eo a zegemeras eta ar c’habiten Bimbao hag e vartoloded.

Prestik goude, ar baotred a oa lakaet da azezañ ouzh un daol gaer, hag ur plac’h yaouank, gwisket e giz ar vro, a deuas da c’houlenn petra a vije servijet.

– Evidon-me, a lavaras Fistoulig, ar c’hentañ, em bezo ur banne hini melen eus ar voutailh koad.

– Ba !, eme ar c’habiten, degasit ul litrad kement hag ober.

– O ya ’vat !, eme ar Peul, ne gredan ket e vefe ouzhpenn deomp, rak me zo sec’h va c’horzailhenn, hag hini ar re all a dle bezañ ivez, kement hon eus kanet o tont amañ. »

Ar plac’h yaouank a deuas trumm gant ur voutailhad gwin-ardant ha peder gwerenn vras.

Pa voe diskarget rez ar gwer, ar baotred a drinkas hag a evas bep a vanne. Neuze Bidoch a lavaras :

– Kontant e vijec’h, kabiten, da ober un taol kartoù, pevar omp, amzer zo da ober un abadennad.

– Dav de’i, hag an daou a gollo a baeo ul litrad.

– Evel-just avat, eme Fistoulig ! Gant an amzer yen-mañ, me ne vez morse re domm va c’hof.

– Mar kirit, eme ar Peul, Bidoch ha me a yelo deoc’h ho-taou.

– Aet ! Kerzh an tu all Fistoul, ha lakaomp kalet an daou-mañ. Taol evezh vat, rak ma kollomp, e vezo ret dit boulc’hañ da bezh a eizh real.

– O daonet avat ! Mar kollan-me, ar re all a vezo tomm d’o lêr ivez, rak me n’on ket un deskard da c’hoari kartoù, ententit ! Mes a-raok komañs, skarzhomp hor gwer.

– Skarzhañ da werenn, mec’hiog. Bremaik ne weli ket sklaer da c’hoari.

– Neuze ’ta ! Diwallit mestr, na deufec’h ket da vezañ dall em raok-me.

Prestik goude ar c’hoari a yae en-dro, hag a-benn ur c’hard eur Bimbao ha Fistoulig o devoa gounezet ar barti.

– Alo, Peul hir ha Bidoch ruz, eme Fistoul, tennit arc’hant eus ho kodelloù, peogwir hoc’h eus kollet.

– Sapre togn divalav, eme Bidoch, ma ne vije ket bet ar mestr a-du ganez, ez pije kollet !

– O selaou ’ta Bidoch, ar c’habiten a oar c’hoari kartoù, mes me zo kalz gwell egetañ c’hoazh.

– Alo, braller e gloc’h ! Petra ’pezo ?

– Atav memes tra evit nompas cheñch, eme Fistoulig.

– Gortozomp ur pennadig, eme ar c’habiten, n’eo ket a-walc’h deomp evañ, ret eo deomp debriñ un tammig ivez. »

Prestik goude an dimezell yaouank a deuas er sal da c’houlenn petra a vije servijet.

– Kig-sall zo, eme ar c’habiten.

– Ya, aotrou, hini poazh a zo.

– Anduilh zo ivez, eme Fistoulig ?

– Ya, anduilh mogedet mat a zo.

– Ma, degasit deomp bep a anduilhenn.

– Ya, mont a ran da boazhat anezho diouzhtu.

– Ta ra ta ta ! Eme Bidoch, an anduilh kriz ha yen, a ra vad d’an den, ha ni a gav saouraploc’h anezho e kriz eget p’o devez lezet un hanter eus o druzoni er soubenn.

– Petra a evfoc’h en ur zebriñ ?

– Ar gwin ruz a sav d’am fenn, eme Fistoulig, ar gwin gwenn a heug va c’halon, me a evo ur werennad vat a absint, an dra-se a sklêrijenno din va spered.

– Marmouz fall ! Eme Bimbao, biskoazh, ne oa klevet lavaret e vije evet absint en ur zebriñ !

– Ma ! Evidon-me n’eo ket ar wech kentañ, hag e kav din e ra din ur vad imperial, gwelet a ran an traoù o treiñ en-dro din, krediñ a ran e vez va spered o nijal e bro an eürusted, p’em befe evet pemp pe c’hwec’h demi.

– Te zo ur c’hole avat paotr ! Ma ! Ma ! Dimezell, degasit deomp ul litrad absint eus ar gwellañ, ma vezo kaset spered Fistoulig d’ar Baradoz, eme ar c’habiten.

– Grit deomp bep a vanne kafe hep chik, a lavaras Bidoch, an dra-se zo mat evit lakaat ac’hanomp e trein.”

Ken buan ha lavaret, peder anduilhenn kriz, an uzuilh outo, a voe degaset er sal, peder gwerenn a galopin hag ur voutailhad absint a oa war an daol, ha prestik goude, pep hini a laboure evitañ e-unan.

N’oa ket c’hoazh echuet ar pred, ma rankas Fistoulig tec’het eus ar sal. Kemer a reas buan hent ar c’hraou kezeg, hag eno e voe ret dezhañ restaol un tamm mat eus ar pezh en devoa debret hag evet.

Ar c’habiten en heulias prestik, hag an daou all pep hini d’e dro.

A-benn ur c’hard eur goude, ar pemp laer-mor a oa o roc’hal war ur bern plouz e kalatrez Soazig al Luch.

Un dudi oa o c’hlevet o tiroc’hal evel ur vandenn moc’h-gouez e-kreiz ar c’hoad, n’o dije ket graet muioc’h a drouz.

Koulskoude war-dro teir eur, Fistoulig dihunet en un taol-kont, a savas.

An tan en e gorzailhenn, e teuas d’ar sal, hag e lipas adarre ur werennad absint chomet eno o dilerc’h e lein. Dont a reas neuze da zihunañ ar Peul, hag adarre o-daou e stagjont o muzelloù ouzh ar gwer evit lonkañ bep a vanne all.

Neuze e teujont o-daou da ganañ ha da zihunañ an tri all a oa chomet kousket.

Prestik goude e oant adarre o-femp e-barzh ar sal, o lonkañ ar peurrest eus an absint hag eus an anduilh kriz.

Pa voe evet ar c’hafe hep chik, ar c’habiten hag e vartoloded, goude bezañ paeet an ostizez, a yeas en ur ganañ war hent al lestr, an eil o harpañ egile.

Pa voent degouezhet er vagig vihan a oa e ribl ar c’hae evit o c’has betek al lestr bras, ar c’habiten a gouezhas a-stok e gof ouzh kostez ar bank, hag a gignas e dal.

Pa voent war an dour, Fistoulig, o reiñ un taol dorn d’ar Peul, a gollas e dog bravañ, Bidoch a dorras e gorn-butun, hag ar Peul a gignas e fri o stekiñ anezhañ ouzh traoñ Fistoulig.

Mes evelkent o doa ebat oc’h en em gaout er Goulmig, soñjal a rae dezho e oa ar pesked fritet en amann o c’hortoz anezho, ha Sikraouig prest d’o servijañ.

Mes allas ! Ur souezhenn o doa bet, an dud keizh, pa weljont ar c’heginer kozh, astennet gantañ e bevar ibil, o tiroc’hal er gegin.

– Alo ! Eme ar c’habiten, amañ evel a welan emañ an traoù war an tu gin, mezv ar c’heginer, mezv ar mestr, ha dall ar vartoloded.

« An ostizez a c’hello c’hoarzhin goap deomp-ni, adarre sur, ne vezo ket re abred !...

« War gement-se, paotred, n’eus netra da ober nemet mont pep hini d’e wele ha buan. Lezomp Sikraouig e-lec’h m’emañ, pa savo anoued gantañ e tihuno, ma kar, hag e klasko hent e wele.

« Deomp da gousket, ha warc’hoazh ni a welo petra hon devezo da ober.

Antronoz vintin kerkent ha c’hwec’h eur, Fistoulig a zihunas, ha gant ar sec’hed en devoa, ez eas da glask dour.

Mes kaer en doa furchal, ne gave takenn.

Mont a reas neuze da zihunañ Sikraouig, a soroc’he atav war leurenn ar gegin, e benn gantañ war ur sac’had glaou-douar, hag ar glaourenn o tont er-maez eus e veg, gwashoc’h eget eus ur velfedenn krogennek.

– Sav ‘ta, tourc’h daonet ! Dihun ‘ta, leue an Ankou !

A-forzh da hejañ ha da zihejañ e gorf d’ar c’heginer, e tihunas. Neuze ec’h en em lakajont a-zevri da furchal ar Goulmig evit kaout dour, mes n’oa takenn el lestr.

– Dec’h, eme Fistoulig, pa oan o vont e kêr, em boa gwelet ur feunteunig vrav, dour enni sklaeroc’h eget daoulagad an naer, ret-mat e vo deomp mont betek eno, rak me zo prest da vervel gant ar sec’hed.

– Ha me ivez, eme Sikraouig, ha biskoazh em buhez n’em boa graet ken bras sec’hed evel dec’h.

– Ba ! Eme Fistoulig, evidon-me n’em eus ket a geuz, rak kalz ebat em eus bet ivez. Ha neuze ! M’em eus un tamm sec’hed bremañ, bremaik pa’m bezo evet dour yen, me a vezo adarre pare-klok, ha prest da gomañs ur sac’had all.

Hag ouzhpenn ! Ar mestr a oa mezv ivez, eñ eo a baee tout, ni a eve evel-just.

– Te Fistoul a zo yaouank c’hoazh, ha ma ‘c’h en em roez er giz-se d’ar boeson, e kolli da yec’hed, da arc’hant, ha pa vezi deuet da vezañ kozh, n’ez pezo na yec’hed nag arc’hant.

– A ya ‘vat ! Dit-te eo dont da ober skol din ! Te oa kalz mezvoc’h egedon-me. Ro peoc’h d’am fenn, ha deomp da glask dour zo gwelloc’h deomp eget chom amañ da gontañ kaozioù vaen.

– Ya ! Diskennomp er vagig, kasomp ganeomp ar veli, ha degasomp dour d’ar re-mañ ivez, rak bremaik moarvat pa zihunint, o devezo tapet hor c’hleñved-ni ivez.

– Kompren, Sikraouig, ar c’habiten en doa graet bimbao dec’h da noz er vag, hag en deus un toull en e dal, ar Peul en deus faoutet e fri kaouenn, Bidoch en doa torret e gorn-butun, ha me am boa lezet va zog da gouezhañ er mor, pa oan o reiñ dorn d’ar Peul.

– Mat zo graet deoc’h ! Er wech all ne evfoc’h ket kement-se a lagout.

– O daonet avat, n’eo ket gwin-ardant hepken hon doa evet : ur voutailhad absint a oa lipet ivez da heul, ha bep a anduilhenn kriz hon doa debret.”

E-keit ma oa an daou-mañ o kontañ, ar vagig en em gavas e ribl ar c’hae : kerkent e tiskennont, hag e stagjont da evañ dour :

– O ! Eme Fistoulig, nag a vad a ra an dour yen war-lerc’h ur c’horfad boeson.

– Ma karfe an den kompren ez eo an dour ar gwellañ evaj, ne vefe ket kement a zegouezhioù en tiegezhioù evel a zo, a lavaras ar c’heginer.

– Ba ! Eme Fistoulig, ma vije ar gwin-ardant ken koulz marc’had evel ma’z eo an dour, ne vije ket evet kement dioutañ evel a vez graet, mes abalamour ma koust arc’hant bras eo ec’h ever dioutañ.

« Nag a bet tad-familh a zo hag a ro dek gwenneg evit evañ ur banne asambles gant o mignoned, ha gant an arc’hant-se o dije bet dek gwennegad bara da derriñ o naon d’o bugaligoù er gêr.

– Gwelet a rez Fistoul, e komprenez bremañ petra eo taoler en aner e kontoueroù an ostizien an arc’hant a vije ezhomm anezho evit kaout bara.

– Ya ! Ya ! Mes kompren a ran ivez ez eo diaes da benn abaoe dec’h vintin, abalamour ne oas ket deuet d’hon heul-ni da aveliñ da dal ha da leinañ e kêr.

« Ma vijes-te bet deuet, te ‘pije graet evel ar re all, evañ ‘pije graet eveldomp-ni, rak n’out ket evit nac’h, da gorzailhenn a zo war-ziribañs, ha teuziñ a ra an hini melen en da gof.

– Mes n’eo ket an dra-se eo, Sikraouig : me am eus klevet lavaret ez eo mat ar rigadell hag ar brennig da gas kuit diouzh ar c’hof blaz ar boeson flaerius.

« C’hoant am eus da ober un droig en aod du-hont, eno e tle bezañ rigadell ha brennig... dont a rez ?

– Va soñj eo da hini, Fistoulig ! Ya kuzhomp ar velt amañ e-touez ar reier, hag hastomp fonnus mont da glask traoù evit lazhañ an derzhienn a zo en hor c’hof abaoe ar beure-mañ. »

Un nebeudig goude, ar baotred a oa en aod, Fistoulig e gontell gantañ o tistagañ brennig diouzh ar reier, ha Sikraouig o furchal an traezh gleb, o rigadella.

1 Kankaven (NgaE)

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix