C’habiten Bimbao (ar) (03) : Paotred al lestr nevez
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

A-benn ur miz goude, Gwilhou Trimard yaouank a oa e porzh Lannuon war e vag nevez.

Mab Trimard kozh, d’ar mare ma komañsimp da vat ec’h istor, en doa tregont vloaz, bras eo, tev evel ur varrikenn, e vlev zo savet war e benn evel ar reun war gein ur pemoc’h-gouez, e fri a zo ruz ha piketet evel ur sivienn, e vuzelloù tev ha distroñset.

En ur ger, dougen a ra dremm ul laer-mor eus ar renk uhelañ.

Mes ar c’habiten n’emañ ket e-unan el lestr hag en e gichen zo c’hoazh ar pevar martolod o heuliañ anezhañ.

Ar c’hentañ anezho zo anvet Maoris, ha lesanvet ar Peul.

Krediñ a c’heller en devoa tapet an anv-se, abalamour ma oa bras ha moan evel ur peul. N’oa ket un den brav, rak e fri a oa kamm evel beg ur gaouenn, e c’houzoug hir evel un inkin.

Tremen daou vetr uhelder en devoa, ha kalz a dud o welet ur seurt korf moan hag uhel, a chome abaf da sellet outañ, hag alies e c’hoarzhent dezhañ, ar paourkaezh Peul.

Ouzhpenn-se, ne anaveze ket an A diouzh an O. Morse ne oa falvezet dezhañ mont d’ar skol, hag abaoe e unnek vloaz, emañ o c’haloupat ar mor o c’hounit e damm bara.

An eil eus ar martoloded a zo e anv Kola, mes evel ar re all ez eo pell zo lesanvet hag anavezet eo dre anv a Bidoch.

Bidoch a zo tremenet gantañ e zaou-ugent vloaz, hag a zo war ar Goulmig tregont vloaz zo. Bet eo asambles gant Gwilhou kozh, tad ar c’habiten Bimbao en e holl veajoù.

Anaout a rae mat an doareoù e kement bro a zo en Hanternoz, hag alies eñ eo a zalc’he barrenn ar stur, e-lec’h ar c’habiten.

Ar gwellañ oa eta eus al lestr, hag ar finañ eus ar Vartoloded.

Mes ma oa un den gouiziek en e labour, ne oa ket un den a c’hened, rak ur penn bras-mantrus en doa, e zent a oa hir evel ur rastell, e gorf tev, e zivesker berr a roe dezhañ dremm un den divalav-mezh.

An trede eus ar baotred a oa e anv Laou, mes lesanvet e oa bet abred, hag anavezet eo dre an anv a Sikraouig.

Atav e veze gantañ war e benn ur c’hapenn graet evel ur sac’h, hag a ziskenne betek hanter e gein.

Er sac’h-se, Laou gozh a lakae e chikennoù butun, bet sunet gantañ dija meur a wech.

Ar paourkaezh Laou en amzer m’edo c’hoazh en e wellañ brud a gouezhas diwar ur wern uhel, hag a dorras e c’har dehou. Abaoe, Sikraouik a oa kamm.

Goude bezañ bet dindan Gwilhou kozh ur martolod gouiziek-dreist, Sikraouik a zo bremañ ur c’heginer dispar.

Ar pevare, hag ivez an diwezhañ eus ar Vartoloded, a zo anvet Jopig.

Mab e oa da Yann-Pêrig ar Bistrakig, ha mab bihan da Chikolodig, bet o-daou gant Gwilhou kozh o risklañ o buhez war ar mor.

Jopig, d’ar mare ma savas war ar Goulmig nevez, n’en doa nemet daouzek vloaz.

Ar martoloded all a-benn eisteiz goude ma oa erruet el lestr, a roas dezhañ an anv a Fistoulig.

Ar paotr bihan ne oa bet er skol nemet ur bloaz, gouzout a rae evelkent lakaat e anv, ha lenn un tammig.

Fistoulig a blije kalz d’ar c’habiten Bimbao, abalamour ma ouie neuial evel ur pesk, ha dre’n abeg ma oa soubl e gorf evel hini ur silienn.

Moan e oa evel ur vazh klet, ha mont a rae en toulloù na c’helle ket ar re all mont enno.

Ur paotrig koant ha laouen eo, atav e c’hoarzh, e c’hwitell el lestr, netra ne ra aon dezhañ, kalonek e krog d’al labour, ha sentus eo e-keñver e vistri.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix