C’habiten Bimbao (ar) (02) : Bugaleaj Bimbao
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Bremañ zo daou c’hant vloaz war-dro 1720, ez oa o chom e Landreger ur familh brudet-bras e Bro-Dreger a-bezh evit he laeroñsioù koulz war morioù Bro-C’hall evel war ar morioù a-ziavaez bro.

An tad kozh eus ar vandenn, anvet Gwilhou Trimard, a oa ur pikol den, treut evel un askell-groc’hen, hir e vizaj evel ar gwall-amzer. Koulskoude an aotrou Gwilhou a zastumas e berr amzer kalz madoù o c’haloupat ar morioù asambles gant e genseurted, bleizi-mor eus ar re washañ eveltañ.

Gwilhou kozh, d’an oad a zaou-ugent vloaz, p’en devoa dija serret kalz danvez, a zimezas d’ur plac’h yaouank daou vloaz warn-ugent eus Lannuon, porzhig-mor eus ar re vravañ, evel a ouzoc’h. Pemp bloaz goude, da ouel Yann, e c’hanas da Wilhou kozh ur paotrig, hag a oa anvet evel e dad Gwilhou.

Pa oa deuet ar paotr en oad, e oa kaset d’ar skol vrasañ a oa e Sant-Brieg d’ar mare-se, ha lezet e oa eno betek an oad a seitek vloaz. Gwilhou kozh n’en doa tamm deskadurezh ebet koulz lavaret, hag en e veajoù, e welas pegen diaes oa d’ul laer-mor bezañ dizesk. Evel-se en doa c’hoant da ober un den gouiziek eus e vab. Fidamdoustik avat ar paotrig ne gollas ket e amzer war skiñvier ar skolaj, rak pa oa deuet eus ar skol, e ouie yezh ar Saozon, hini ar Brusianed, ha komz a ouie brav ouzh ar Spagnoleg hag an Italianed.

Gwilhou kozh pa gleve e vab o komz an holl yezhoù-se, n’en em sante ket gant al lorc’h a oa ennañ, ha youc’hal a rae d’an neb a gare her c’hlevet : « Va mab a raio kentañ kabiten a zo e Frañs ! Daouzek mil lur eo koustet din e zeskiñ, mes bremañ eo gouest da c’hounit daouzek milion gant an deskadurezh en deus bet diganin. »

Kerkent ma oa echuet gant Gwilhou e studi e Sant-Brieg, an tad a lavaras dezhañ :

– Bremañ va mab a vezo ret dit dont asambles ganeomp da ober un dro vor, rak ezhomm az peus da zeskiñ lavigañ ul lestr evel ez eo dleet. Ezhomm az peus c’hoazh da zeskiñ bale war roudoù da dad; en ur ger, e rankan deskiñ dit e doare, micher ul laer-mor.

– Fiziañs am eus, va zad, da vale war o roudoù, ha zoken da vont war ar mor kalz pelloc’h eget oc’h bet hoc’h-unan.

– Ac’hanta ! Setu aze ur mab hag a bromet evit an amzer da zont !

– C’hwi pa vije kollet ganeoc’h ar gwel eus bae Sant-Brieg, pa vijec’h aet betek Eusa, a vije mall deoc’h dont en-dro da welet va mamm.

– Glabouser ! C’hwiltouz fall ! Gwelet e vezo diwezhatoc’h peseurt gwaz e ri-te ! Me zo bet dija er-maez eus morioù Bro-C’hall, bet on en div Amerik, en Norvej o laerezh kargoù koad er Sued o laerezh houarn, hag e kant bro all c’hoazh pelloc’h eget ar re-se, hag atav e raen taolioù kaer, ha te n’az pezo graet hanter eus a gement-se, pa vezo debret da ziadreñv gant ar pesked.

– Alo ! Alo ! Tad : a-walc’h er giz-se, perak ez eus droug ennoc’h, me zo o farsal.

– O farsal, mec’hiog !... Warc’hoazh e savi el lestr, ur veaj hir a zo da ober, ha ni a welo peseurt leue a daoli-te gant da holl deskadurezh, fri lous ma’z out !

Antronoz vintin, an daou Wilhou Trimard ha pevar martolod a gemeras ar mor evit mont er penn uhelañ eus Bro-Saoz, en ur vro yen-spontus, e-lec’h ma rank an dud kemer kroc’hen an anevaled gouez evit en em wiskañ, evit miret eus ar yenijenn kalet a ren er vro-se.

Partiet eus ar gêr war-dro gouelioù Pask e oa deuet gouel Nedeleg a-benn ma oant dizroet eus o beaj hir. Trimard kozh neuze a lavaras d’e vab :

– Bremañ, Gwilhou, me zo o vont da chom er gêr asambles gant va hini gozh; skuizh on o furchal ar mor, ha va nerzh a zo o vont da netra. Eus ur c’hostez all, arc’hant a-walc’h am eus evit bevañ disoursi ar rest eus va buhez. Eus adalek hiziv eta e vezi kabiten war ar Goulmig, al lestr am eus bleinet e-pad tregont vloaz. Gwelet em eus da ouiziegezh e-pad va beaj hir, ha va c’halon laouen, e lezan bremañ ac’hanout da vale war va roudoù. Yaouank out, ha fiziañs a c’hellez da gaout, rak ar steredenn a zo o parañ a-us da benn a zo lugernus-meurbet. Va c’halon a vezo atav el levenez pa glevin lavaret ez pezo graet un taol kaer bennak, ha va mennozh eo gwelet ac’hanout o tont da vezañ ul laer-mor eus ar re vrudetañ evel ez eo bet dad dud kozh en da raok.

– Va zad, ar pezh a livirit a zo kaer, ha trugarekaat a ran ac’hanoc’h eus ho mennozhioù em c’heñver. Ya, soñj am eus da ziskouez d’ar bed-holl ez on mab d’ul laer-mor hag en deus desket mat va micher din, ha kas a rin hoc’h anv dre an holl broioù a zo enno un taol kaer bennak da ober. Mes ar Goulmig a zo dija fall, ober a ra dour, ha ret e vezo din lakaat ober ul lestr nevez, a-raok soñjal kemer ar mor.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix