Sac’h ar marichal (10) : VIII diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

LOULL, YANNIG azezet o daou atav

  LOULL
Deomp kuit ivez Yannig. Ned a ket mat an traoù ganeomp, bremañ ; deomp.

  YANNIG oc’h hirvoudiñ
Ne c’hellan tamm ebet. Karget eo va c’hof a boanioù. O la ! o la ! la la !

  LOULL o sevel hag o krial
Mil dan kurun, va c’hof ivez a zo droug gantañ. Petra zo ennomp ’ta ? Aïou, la, la, la. Va bouzelloù zo freuzet. Ret eo din azezañ. Loull a azez a-nevez oc’h hirvoudiñ.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix