Sac’h ar marichal (09) : VII diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

LOULL, YANNIG, KROGENNEG, DENEZ

  DENEZ souezhet mat
Sell ’ta ! sell ’ta ! Biskoazh kement all ! N’em eus ket gwelet ur c’hoari gaer ken brav. Piv eo ar re-se, gwisket gant va dilhad barner ha re va grefier ? kousket a ran, a gav din.

  LOULL a vouezh kreñv
Archer ! piv a zeu amañ hep her goulenn diganin ?

  KROGENNEG da Zenez, rust e vouezh
Ya, ya, piv a zeu ? Piv ’oc’h ? Petra a fell deoc’h ? It kuit er-maez ha buan. Yannig en deus aon o klevet an archer o krial.

  DENEZ d’an dud
Kompren a ran. Unan eus an archerien nevez eo, na anavez ket ac’hanon.

  KROGENNEG droug bras ennañ
Petra ’valbouzit adarre ? A-walc’h am eus gant ho lavarioù a bep seurt. En anv an aotroù barner, me ho taol er-maez, hag ez an da c’haloupat war-lerc’h al laeron.
Krogenneg a gas Denez er-maez o vountañ kreñv anezhañ, hag ez a kuit hen ivez.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix