Sac’h ar marichal (07) : V diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

LOULL, YANNIG

  LOULL droug ennañ
’Peus ket a vezh, azen gornek, ’peus ket a vezh o tilezel er c’hiz-se ur mignon kozh a ro, dit, evel un tad mat, an hanter eus an traoù a c’hounit o laerezh deiz ha noz ? ’Peus ket a vezh, pezh didalvez, aonik evel ur c’had ? Lavar ’ta ! Perak ec’h eus atav c’hwenn en da leroù. O c’hourdrouz anezhañ. Lavar ’ta !

  YANNIG o ouelañ
N’em eus ket a leroù.

  LOULL droug ennañ atav
N’eus forzh. Te zo un tamm brav a c’henaoueg. Te zo bihanoc’h da spered eget hini ur batatezenn, ur banezenn pe ur geuneudenn. N’eo gwir ? Yannig ne lavar tra. Lavar ’ta ! O vont da skeiñ gantañ. Lavar ’ta ! N’eo gwir ?
 
  YANNIG
Eo.

  LOULL
Mat. Ar petvet eo eus ar miz ?

  YANNIG
Ar meurlarjez.

  LOULL
Kompren a rez bremañ ? Hein ? Da veurlarjez ar varnerien ne varnont ket. Emaint holl o vale, o c’hoarzhin, o tebriñ n’oun dare pelec’h. N’eo ket en ti skol eo, a dra sur, emaomp, met e ti ar barner. Gwell a se. Piv a zeufe dirak kador ur barner deiz ar meurlarjez ? Barner ebet, grefier ebet, alvokad ebet, archer ebet, den ebet. Ni a vezo siouloc’h amañ eget n’eus forzh e pelec’h. Kompren a rez, Yannig ?

  YANNIG
Ya, met un archer bennak a zeuio, marteze. Ar re-se a zo hir o fri hag emaint atav o firbouchañ en un tu pe du.

  LOULL
Ne raint ket. Ha pa zeufe unan bennak anezho n’em bije ket aon, me.

  YANNIG
Perak ’ta ?

  LOULL
Perak ? Me zo fin va skouarn ha klevet em eus un dra vat evidomp. An daou archer a chom amañ, hag a anavez ac’hanomp, kalz re zoken, zo bet kaset da Gwitalmeze ha re Gwitalmeze zo bet kaset amañ, daou zevezh zo. Er c’hiz-se, daou archer nevez zo amañ. Ar re-se n’anavezont ket, an disterañ, na Loullig, na Yannig. C’hoarzhin a reont o daou. Mat ; deomp da welet, bremañ, peseurt traoù a gavimp en hor sac’h. Digeriñ a reont ar sac’h o daou. Loull a denn, er-maez, un durkez vras, ur morzhol tev, daou pe dri houarn marc’h, ur gozh chupenn. Lakaat a ra an holl draoù-se war an daol.

  YANNIG o c’hoarzhin
Labour vat ac’h eus graet, feiz ! o laerezh ar sac’h-se. Hel laeret e[z] peus evit ober da veurlarjez. Mat ; mard eo goullo da gof, debriñ a c’hellez an durkez hag an hern-kezeg-mañ. Sac’h ur marichal eo e[z] peus laeret va mignon kaezh. Un dra zister n’eo ken.

  LOULL
Ro peoc’h ’ta, boued ar gordenn. N’on ket aet c’hoazh betek goueled ar sac’h. Gortozit un tamm, aotroù. Furchañ a ra adarre. Gant ur vouezh laouen. Na petra ’ta ? Bara gwinizh, ur pezhiad mat a gig sall, un tamm fourmaj ! Ha, ha ! petra am boa lavaret dit ? An aotroù Doue a ro ar boued d’an evnedigoù. Lakaat a ra an traoù war an daol.
Brav-kenañ, brav ! Echu eo ? Furchañ a ra. N’eo ket ; traoù dudius en em gav c’hoazh dindan va dorn. Sell ’ta ! Yannig, sell ’ta ! Lakaat a ra war an daol div voutailh, unan vras, un all bihan. Pebezh taol chañs, Yannig ! Debriñ a reont.

  YANNIG o tebriñ
Pell zo n’em boa debret gant kement a blijadur. Va bouzelloù oa goullo abaoe pell. En em laouenaat a reont.

  LOULL o tebriñ
Va re ivez, Yannig, va re ivez. Met va c’horzailhenn gaezh a c’houlenn ivez. Vad a rafe dezhi ur banne gwin. Yannig a ro dezhañ ar voutailh vihan.
Ro din an hini vras. Ar boutailhoù, pa vezont bihan, a vez an traoù ar gwellañ enno. Evañ a ra o lakaat en e c’henoù gouzoug ar voutailh. Yannig a ev, eveltañ, en e c’houde. Frotañ a reont o c’hof, o daou, laouen, goude bezañ evet.

  YANNIG
Lein ar marichal a zo mat-kenañ, va Loullig, va mignon, poupig va c’halon.

  LOULL
Ya da, va Yannig, va moutig, va c’hoantig.

  YANNIG
Me ’lavaro ur bedennig hiriv d’an noz, Loullig, me ’lavaro ur bedennig evit ar marichal mat-se, a ro d’an dud paour o sammig boued. N’eo gwir Loullig ?

  LOULL
Eo, Yannig, eo. Dal, kemer un tamm fourmaj. Debriñ a reont o daou.

  YANNIG o tebriñ ar fourmaj
O ! Santez Ventrog patronez va mamm gaezh ! pebezh fourmaj ! graet eo gant laezh ur vuoc’h Kerne. O ! Loullig, va labousig koant, Loullig va c’halonig ! Hon tad kentañ, Loullig, hag hor mamm gentañ, n’oa ket ganto er baradoz ur fourmaj gwennoc’h na gwelloc’h eget hemañ. Neketa ?

  LOULL
N’oa ket. Met marv ’on gant ar sec’hed, Yannig. Ar voutailh vras ne chom mui netra enni. Kemeromp an hini vihan. Evañ a reont o daou pep a hanter eus ar voutailh vihan.

  YANNIG goude bezañ evet
Peuh ! n’eo ket ker mat ar gwin-se hag an hini kentañ.

  LOULL goude bezañ evet
Un tamm kreñvoc’h eo, a gav din. Met evit tud paour eveldomp-ni ar gwin zo mat atav, n’eus forzh eus a belec’h e teu. Mat. Bremañ deomp kuit da Vrest. Gwerzhañ a raimp eno kozh traoù ar marichal. An daou a gemer an traoù evit o lakaat er sac’h.

  YANNIG o krenañ en e holl izili
Aï ! Aï !

  LOULL
Petra zo adarre, petra zo ?

  YANNIG o sellet war-zu ar maez
Aï ! Aï !

  LOULL o c’hoapaat
Aï ! Aï ! Petra an dra-se : Aï ! aï !

  YANNIG
Sell ’ta ! mil mallozh ! Me am boa aon gant gwir abeg. Un archer a welan, du-hont, o tont amañ.

  LOULL o sellet
Gwir eo. Met un archer nevez eo, evel m’am eus lavaret dit. Koulskoude ret eo deomp bezañ fin, Yannig. Loull a daol buan en ur c’horn an durkez, ar morzhol, ar sac’h, an holl draoù diwar an daol, nemet ar paperioù, ar pluennoù hag ar pod liv.
En em wisk buan gant sae ar grefier, Yannig, me en em wisko gant hini ar barner, e voned alaouret war va fenn. Ec’h en em wiskont buan gant ar saeoù. Hast afo ’ta ! hast, afo ! Pa vezont gwisket o daou, ec’h en em lekeont ouzh taol, azezet an eil tost d’egile, oc’h ober neuz da skrivañ gant evezh war ar paperioù. An archer a zeu e-barzh.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix