Sac’h ar marichal (05) : III diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

YANNIG, LOULL

  LOULL o c’hoarzhin a-bouez-penn
Ha, ha, ha ha ! peseurt dremm zivalav ganez ! Te zo gwenn da groc’henn evel ur bodezad laezh.

  YANNIG
Podad laezh te da-unan. Ne fell mui din, diwar-vremañ, chom da ober ganez mil dro fall ha kamm n’eus ezhomm nemet unan anezho da gas ac’hanomp d’ar prizon. Mervel a ran noz-deiz gant an aon.

  LOULL o lakaat ar sac’h war an daol
Aon ! Aon perak ? Laeret em eus ar sac’h-se e porzh ostaliri ar Marc’h Gwenn, ha den ebet n’en deus va gwelet. Deuet ’on betek amañ goustadik, goustadik evel ma ven-me ur paourkaezh pilhaouer o tougen e bakadig truilhoù. O sevel ar sac’h diwar an daol. Met pounner-bras eo ar sac’h daonet-se ha, war va mennozh, e kavimp ennañ peadra da ober, ni ivez, un tammig meurlarjez evel ar re all. Ni n’eus nemet hon daou, amañ, Yannig. Piv a zeufe d’hor c’herc’hat ?

  YANNIG
N’on ket dinec’h-bras. Ha da gentañ, e pelec’h emaomp amañ ? Petra eo ar sal vras ma m’omp deuet enni, hep soñj, evel daou zen diskiant ?

  LOULL
Petra eo ? Sell ’ta ! Yann-al-leue ! Un daol, bankoù koad. An ti-skol eo, sur. Setu taol ar mestr-skol ha bankoù ar ribitailh marmouzed.

  YANNIG o krenañ gant aon hag o tiskouez ar saeoù barner war ur gador
Ya da, ya da, hag an traoù-se ? N’eo ket evit ar vugale eo ez int, a gav din. Yannig a ya kuit buan. Loull a ya betek ar gador m’emañ warni ar saeoù barner, hep gwelet eo aet kuit Yannig.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix