Sac’h ar marichal (04) : II diviz
  YANNIG e-unan, o sellet pizh ouzh pep tu, o krenañ gant an aon
O ! Santez Anna ! O ! Sant Yann Vadezour, va faeron, ho pet truez ouzhin ! Me ’roio deoc’h pep a c’houlaouenn rousin tevoc’h egedon-me mar am zennit eus skilfoù an archerien. O ouelañ stank. Hi, hi ! heu, heu ! O sellet ouzh pep tu. Den ebet. Krenañ a ran evel ur barr delioù. A-walc’h am eus, a-walc’h-bras eus micher al laer. Loull, va mignon, en deus laeret, n’eus nemet ur pennad, e porzh un ostaliri, ur sac’h pounner leun a draoù a bep seurt. Me zo aet kuit diouzhtu, neuze, gant aon na zeufe an dud da c’haloupat war va lerc’h. Trouz botoù koad er-maez. Yannig en em laka da grenañ adarre. O la la ! o la ! Piv eo ?
 
  Loull a zeu, o tougen gant poan ur sac’h tev war e gein. Gwisket eo ivez gant truilhoù ha pilhoù. Botoù koad en deus.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix