Sac’h ar marichal (03) : Kentañ diviz
  DENEZ e-unan, e dog war e benn, e vazh en e zorn, e zremm laouen
Plijadur am eus ouzh ho kwelet, va zud vat, ya, plijadur am eus. Ha koulskoude, emaon o vont kuit buanañ ma c’hellin. Ya. Sellit ouzhin ’ta. Me a zo va zog war va fenn, va bazh em dorn. Dimeurzh al lart eo, meurlarjez eo. Hiriv ne labourer ket, hiriv ne reer netra, na skriturioù, na barnioù. Hiriv n’eus nemet ebatoù, c’hoarioù ha c’hoarzhadennoù gant an dud. Ha perak ’ta ne rafen ket-me evel ma ra ar re all, ul lip-e-bav bennak, un tamm lein vat pep en amzer ? Evidon da vezañ barner a beoc’h, me am eus, evel an holl dud, ur c’hof-bihan hag a blij dezhañ ar gwin kozh, ar c’hig moc’h, ar wadegenn, ar silzig druz, ha me oar me ? O c’hoarzhin. Ha, ha, ha, ha ! Me a zebro hiriv ur bern traoù mat evel-se, e ti va mignon Gwenole Brouskaol, barner a beoc’h e Gwitalmeze, evel ma’z on-me barner a beoc’h amañ. Kenavo, va mignoned keizh, ha meurlarjez mat deoc’h, ha din-me ivez. Kenavo. Denez a ya kuit o saludiñ an dud. Yannig a zeu e-barzh, e zilhad pemdez warnañ, kozh dilhad fall ha lous, botoù koad.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix