C’hornandoned (ar) (08) : C’hwec’hvet diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

MAZE, en ur bokat da Wilhoù
Paourkaezh Gwilhoù, setu int.

GWILHOU
Paourkaezh Maze, emaomp devet.

MAZE
En en gennerzhomp kenetrezomp.

GWILHOU, d’ar C’hornandoned
Truez, truez !

MAZE
Na’m lazhit ket, na’m lazhit ket !

GWILHOU
Me zo ur c’hristen mat.

MAZE
Ha me ! Na vo ket kavet unan gwelloc’h nag e Kleder, nag e Lanndi.

AR BUGEL-NOZ
Perak ho peus-c’hwi hor galvet ? En em vezviñ ho peus graet : barnet ’oc’h bet. Teir dro-zañs a vezo ret deoc’h ober gant ar C’hornandoned ha, pa’z ho pezo graet an drede, ma ne echuit ket ar son, ni ho krougo ouzh skour-roù ar wezenn aze.

MAZE
Siwazh ! Setu ur pennad abaoe ma n’on ket bet o tañsal.

GWILHOU
Na me kennebeut : abaoe eured va zad-kozh, me ’gred.

MAZE
Abaoe eured da dad-kozh ! Paourkaezh Gwilhoù, emaout o vont e belbi.

GWILHOU
N’ouzon ket, n’ouzon ket.

UR C’HORNANDON, o kemeret dorn Gwilhoù
Ma ne ouzit ket dañsal, ni ’ya da zeskiñ deoc’h.

MAZE
Asa mat ! Ret eo sentiñ ; anez da se piv ’oar petra ’c’hell bezañ graet deomp.

Son-dañs war don Me eo Mathurin an Dall, e Kana-ouennoù Kerne, p. 46

        I

AR C’HORNANDONED
    Dilun, dimeurzh, dimerc’her !
    Sachomp warni, paotred,
    Ha diriaou ha dirgwener !
    Kerzhomp ganti d’ar red.

AN DAOU VEZVIER
    N’aimp ket sur, n’aimp ket sur ;
    Ni n’ouzomp ket ar mezur,
    N’aimp ket sur, n’aimp ket sur ;
    Ni n’ouzomp ket ar mezur.

        II

AR C’HORNANDONED
    Deu’t da ober un dro-zañs.
    Dilun, dimeurzh, dimerc’her !
    Ni ’zesko deoc’h ar c’hadañs,
    Ha diriaou ha dirgwener !

AN DAOU VEZVIER
    Aiou ’ta ! Aiou ’ta !
    Tapet brav ’omp en taol-mañ !
    Aiou ’ta ! Aiou ’ta !
    Piv a deuy d’hon digilhat ?

        III

AR C’HORNANDONED
    Ar c’hornandoned a g’roll,
    Dilun, dimeurzh, dimerc’her !
    Gant tud fur ha gant tud foll,
    Ha diriaou ha dirgwener !

AR VEZVIERIEN
    Paouezit, paouezit ;
    Hon divesker zo skuizhet.
    Paouezit, paouezit ;
    Hon izili zo broustet !

GWILHOU
En anv Doue, paouezit un tammig, tudchentil !

MAZE
Ne c’hellan ket herzel pelloc’h, mil gutes ! Paouezit ’ta, m’ho ped, paouezit ’ta !

GWILHOU
Me ’c’hello echuiñ ar son.

MAZE
Ha me ivez ! Ha me ivez !

AR C’HORNANDONED
Echuit ’ta ! Echuit ’ta !

GWILHOU
E-lec’h lavaret hepken :

    Dilun, dimeurzh, dimerc’her,
    Ha diriaou ha dirgwener.

MAZE
Ni ’c’hello lavaret ouzhpenn :

    Disadorn ha disul,
    Setu echu ar sizhun.

AR C’HORNANDONED, a ra un dro-zañs en ur ganañ

    Dilun, dimeurzh, dimerc’her !
    Sachomp warni, paotred,
    Ha diriaou ha dirgwener,
    Kerzhomp ganti d’ar red.

    Disadorn ha disul,
    Setu echu ar sizhun.
    Disadorn ha disul,
    Setu echu ar sizhun !

AR BUGEL-NOZ
Peogwir ho peus gellet echuiñ ar son difazi, ni ’ya bremañ da ziskouez deoc’h an hent ho peus kollet.

War an ton Pa’z oan er gêr, Kanaouennoù Kerne, p. 75

O tiskouez da Vaze :

    Evit monet bete’r Genkiz,
    Setu an hent en tu dehoù,
    Evit monet bete’r Genkiz.

    Setu an hent en tu dehoù.
    Sellit Maze diouzhtu va biz,
    Setu an hent en tu dehoù.

O tiskouez da Wilhoù :

    Evit monet da Gergelen,
    Setu an hent e-kreiz al lann,
    Evit monet da Gergelen.

    Setu an hent e-kreiz al lann,
    Setu gwenn-kann ar wenodenn,
    Setu an hent e-kreiz al lann.

AR C’HORNANDONED, e-kreiz al leurenn, an daou vezvier unan a bep tu dezho
Nozvezh vat deoc’h, tud dianket.

AN DAOU VEZVIER
Trugarez deoc’h, kornandoned (2 wech)

AR C’HORNANDONED
    Prestik war gribenn ar menez
    E c’houlaouo ar gouloù-deiz. (2 wech)

AN DAOU VEZVIER
    Nozvezh vat deoc’h, nozvezh vat deoc’h,
    Ha deoc’h ivez trugarez deoc’h. (2 wech)

AR C’HORNANDONED
C’hwi ’gousko gwell en ho kwele.

AN DAOU VEZVIER
Ni ’gousko gwell en hor gwele. (2 wech)

Sant Nouga, 31 Genver 1906

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix