Poésies de Jean-Baptiste Oliero : Hini a garan (an)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
* Source : Dihunamb, 1908, pp. 36-38

Jean-Baptiste Oliero a agrémenté cette poésie d'une partition que vous pouvez retrouver ici.

N’en deus ket gwerz zo bras, o tonet a bell bro,
E-tal un feunteun klouar, en ur c’hoadig distro,
Me ’glevas ur vouezh vrav, ur vouezh melkonius
O kaniñ ur ganenn, ur ganenn truezhus.

Me ’glevas ur plac’hig o kaniñ hirvoudus
Kanennig he c’halon, ur c’han karantezus ;
Ha war ur bod freskon, evnig an Aotroù Doue
D’ar plac’hig glac’haret d’e dro a ziskane.

« An hini a garan a ra din huanadiñ,
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ ;
Rak-se soñjet em eus ’vit disammiñ m’eneenn*    [W inéan]
Sevel ur sonennig d’an hini a garan.

An hini a garan n’en deus den war an douar,
N’en deus na tad na mamm, n’en deus na kar na par ;
Kollet en deus e dud eus an oad tenerañ
Ur c’haezh enevad eo an hini a garan.    [pe emzivad]

An hini a garan zo dreist an holl baotred,
N’en deus hini heñvel ’met marteze aeled ;
’Met marteze aeled an Aotroù Doue en neñv*    [W néan]
N’en deus hini heñvel d’an hini a garan.

An hini a garan en deus daou zornig gwenn,
Blev melen ’vel an aour distennet penn-da-benn ;
Brav eo mouezh an eostig, er c’hoadig glas pa gan,
Met gwell eo ganin mouezh an hini a garan.

An hini a garan en deus daoulagad lemm,
Pa daol warnon ur sell, ma c’halonig a domm ;
Flour e c’hoarzh gouloù-deiz, pa sav d’an nevez-hañv,
Met flouroc’h eo minc’hoarzh an hini a garan.

An hini a garan, gwecharall am c’hare,
Kan a rae pa ganen, pa ouelen e ouele ;
E galon ha m’hini ne raent nemet unan,
Pa oe bihan er gêr an hini a garan.

An hini a garan bremañ ’neus me laosket.
Aet eo d’ar broioù pell, d’ur vro n’anavan ket ;
Aet eo d’ar broioù pell da c’hounit tud d’an Neñv* :    [W Néan]
Kollet, kollet eo din an hini a garan.

D’an hini a garan ne ran ’met hirvoudiñ
Penaos ken pell dioutañ e c’hellin-me beviñ ?
Met petra ’lâran-me ?... Turlubaniñ a ran
Dre hir soñjal atav en hini a garan.

D’an hini a garan mar kollan-me ma fenn,
Evnedigoù, er c’hoad, kanit-c’hwi ho kanenn ;
Evned kanit er c’hoad, kanit kenti-kentañ :
Karantez, karantez d’an hini a garan.

D’an hini a garan e kanan kenavo,
Kenavo evit mat betek ma’z in d’hor bro.
Betek ma’z in d’hor bro rouantelezh an Neñv*,    [W Néan]
Eno ’vo e kavin an hini a garan.

D’an hini a garan ne ran ’met huanadiñ,
Huanadiñ noz ha deiz, deizh ha noz hirvoudiñ ;
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c’halon d’an hini a garan... »

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix