a-us da A

Traduction: 
au-dessus de A
Exemple: 
A-us d’ar siminal, a-istribilh ouzh daou dach sanket en treust mogedet, e oa ur fuzuilh kozh-loued, oadet a gant vloaz d’an nebeutañ, hag hi merglet ha goloet a gevnid.
Auteur : 
Crocq, Yvon (1885-1930)
Titre ouvrage: 
Nouvelles

Autres expressions (mots-outils) :

Sens rapproché Expression Exemple
à côté de A e-kichen Ø A
E-kichen Ø va c’havell alies,
Pell-bras e veze war evezh,
Hep en em skuizhañ biskoazh (…)
à l'intérieur de A en diabarzh da A
Met komz din sklêroc’h c’hoazh ! sav uheloc’h da vouezh,
Pe mouget ’vo gant nerzh ar griadennoù gouez
A savo, meur a wech c’hoazh, en diabarzh din !…
à nouveau a-nevez
Dre ar c’hazetennoù, al levrioù, ar gwerzioù, ar sonioù, eo e teuimp a-benn da zigas a-nevez ar c’hiz eus ar gwir vrezhoneg. 
à nouveau adarre
Boum !... Boum !... Boum !...
...Tri daol sec'h adarre.
à travers A a-dreuz A
Ivona a zilamm hag a c’halv ; ur vatezh a heuilh anezhi, hag e sell a-dreuz toull an nor.
aller + infinitif mont da + infinitif
Te ’soñj ivez, kenderv, mont d’ober ur c’hrogad ?
après A a-benn A
Hag ez ejont a-nevez en hent. A-benn ur pennad, Konan a chomas adarre a-sav.
après A goude A
Un deiz Sant Per a yoa o vont da ober ur c’housk, goude merenn, e porched ar Baradoz pa glevas skeiñ daou pe dri daol war an nor (…)
assez de A A Ø a-walc'h
Ra blijo gant Doue selaou hon fedennoù,
Ha reiñ deoc’h, tud yaouank, nerzh Ø a-walc’h da drec’hiñ !
assez pour (faire…) a-walc’h da + infinitif
An daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brenañ un daol, ha bep a skaon mar plij.
assez pour (faire…) a-walc’h evit + infinitif
Ur wazh a c’hwad kristen, a-walc’h evit derc’hel
Ar soñj eus an Drouized ’dreuz ar c’hantvedoù pell.
assez pour (quelqu'un) de (faire) a-walc'h da (unan bennak) Ø (ober)
N’eo ket a-walc’h d’ar re-mañ Ø kaout gwad Tremeur.
au lieu de A e-lec'h Ø A
Eus ar sklavaj m’eo bet diframmet ar bobloù,
M’eo deuet ar garantez e-lec’h Ø ar gasoni,
M’eus levenez el lec’h n’oa nemet an daeroù (…)
au pied de A e traoñ Ø A
Naig, un heizez flour 
Er c’hoadoù, ’traoñ Ø an dour
    Un heizez flour.
au pied de A e-harz Ø A
E-harz ar skluz an dour a verv hag a eonenn ouzh ar c’herreg ; pelloc’h e tiskenn lizidour gant paper distrempet, roget, didalvoud, war-du ar mor tost.
au sujet de A a-zivout Ø A
P’em eus lâret dezhañ ma soñj, hep kuzh netra,
A-zivout Ø ar pried em [boe] choazet, Anna,
O reiñ e vennozh din, ama, eñ a grene…
au sujet de A diwar-benn Ø A
Te zo paotr kalonek, te ’zegas din eñvor
Ouzh un den ’moa klevet gwechall diwar e benn.
au sujet de A diwar-bouez Ø A
Ne gredas ket Rivanon goulenn un disterañ diwar he fouez.
au-dessus de A a-us da A
A-us d’ar siminal, a-istribilh ouzh daou dach sanket en treust mogedet, e oa ur fuzuilh kozh-loued, oadet a gant vloaz d’an nebeutañ, hag hi merglet ha goloet a gevnid.
au-dessus de A dreist Ø A
E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù.
aucun den, nikun
aucun hini ebet
Hini ebet anezho n’ez pezo da ziskolpañ, keit da vihanañ ma vezo Gwenole va anv, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanoù dir !…
aucun A A ebet
Ne gleved ket an disterañ trouz, nag er porzh, nag en dourell vras ; youc’h ebet, klemmadenn ebet...
aucun A nep A
Gwell eo ganin diskenn er bez, 
Pa n’em eus mui nep karantez.
aucun A seurt A ebet
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
aucun A tanfoeltr A
Tanfoeltr espern n’am eus-me klasket diganit :
Te ’rae da c’hiz pa vijes krog en tu gounid […]
aussi ivez
Roue douar Kanaan a zo aet kuit, ar roue Mazarez ivez, an diaoul ivez.
aussi A que B ken A evel B
Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried.
aussi A que B ken A ha B
An diavaeziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec'h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoe eizh deiz.
aussitôt a-benn
An Ankoù a zered a-benn
Er soñj mat her rentañ laouen.
aussitôt diouzhtu
Lachèvre a ya diouzhtu d’en em lakaat en tu all da Wenole.
aussitôt raktal
O ! mar gallfe, kont veur, donet du-mañ raktal 
Un ugent pe dregont dimeus ho soudarded, 
’Vefe torfedoù bras ha gwalleurioù harzet (…)
aussitôt que diouzhtu ma + verbe
Al lakez bihan, diouzhtu ma oe echuet gantañ e baskoù, a oe kaset gant e dud da zeskiñ bezañ kere, d’ar Gosker !
aussitôt que raktal ma + verbe
An dud a serr o beg raktal ma kaozean ; Kement hini a priz kement tra a lâran.
autant koulz
Va breur Gwilhoù, koulz eo dit en em astenn aze em c’hichen, da c’hortoz an Añjeluz da seniñ en ur chapel bennak diwar-dro.
autant A, autant B kement A, kement B
Kement e seblante Ivonig bezañ kalet ha pizh, kement ez oa Noela madelezhus ha karadek.
autant que A koulz hag A
Hag ouzhpenn, her gouzout a rit koulz ha me, dre va ganedigezh va gwirioù a zo, da nebeutañ, par d’ho re...
autour de A en dro da A
Paotred ar sabad, an hoperien-noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltañs a zo a deue, eme an dud, da goroll en-dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunezh dezhañ.
autour de A tro-dro da A / tro da A
Kanañ, kanañ bepred a ra mibien Arvor,
Ken m’eo leun an dachenn, tro-dro d’ar soudarded…
avant que a-raok ma + verbe
E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù.
avant que kent ma + verbe
Kent ma vo an ti kempennet,
Atizet tan, ar saout goroet,
E vo mall-bras mont d’an iliz.
beaucoup de A a-leizh a A
A-leizh a Douraniz o deus ’b’oe kantvedoù
Klasket o zonkadur ennout ; war o roudoù
E teu hiriv Nerzhveur, o zrec’her bras…
beaucoup de A forzh Ø A (pluriel)
Met gwelet sur eo bet an daou dan a vrezel
Gant forzh Ø tud eus a bell, pere a zegouezho
Dindan daou pe dri deiz ’kichen ar menezioù (…)
beaucoup de A kalz a A (singulier)
En douar nag er gwez n’ez eus ket kalz a dra.
beaucoup de A kalz Ø A (pluriel)
An eürusted du-se kavet
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Gant kalz daeroù a zo mesket !
beaucoup de A meur a A (singulier)
Graet ’neus an Normaned meur a daol divalav.
beaucoup de A n'ouspet Ø A (singulier)
(…) traoù euzhus ha mezhus, na gredent komz anezho nemet goude bezañ graet sin ar groaz n’ouspet Ø gwech.
beaucoup de A ur maread Ø A (pluriel)
Skoet e oe neuze ur maread Ø taolioù pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c'hoant d'he divarc'hañ.
bien que daoust da A da + infinitif
Daoust da'm fenn da blegañ, va spered a vane dizoñvus…
bien que daoust ma + verbe
Daoust ma ren tro-war-dro da Vreizh noz an ankoua,
Daoust ma wask, evel ur vantell blom war o skoa[zh]
Goapadeg, yenijenn, digalonder an dud (…)
Kan ar varzhed a strink eus a bep korn ar vro.
bien que en despet da A
bien que evit A da + infinitif
Ha daou vloaz zo abaoe m’eo aet kuit, ha n’he deus keloù ebet, eviti da ouelañ ha da bediñ.
bien que goude ma + verbe
Petra a gaver skañv, goude ma vije pounner ?
bientôt a-raok (ma vo) pell
A-raok pell an erc’h hag ar rev
A lako doan war ar maezioù (…).
bientôt emberr
Mat ! ’mezañ, deus emberr, gant sonioù dibabet,
D’ober deomp-ni dañsal evit un eured gran
bientôt hepdale
Hepdale ’teuio deomp keloù gant va mibien.
bientôt kent (ma vo) pell
          …Hep mar, kent ma vo pell,
E tirollo warnomp ur gwall varrad avel.
bientôt prim
Prim e tesko ganin hemolc’hiñ, ren ul lestr,
Hag e vo stad enni bevañ dindan ur mestr.
c'est A A eo
– Salver benniget ! hon aotroù person eo !
ce que (ar) pezh a
Pezh am eus graet, kont veur, a raje pep Breizhad.
ceci an dra-mañ
An dra-mañ a dremen e Rom, e tro ar bloaz 303, goude donedigezh Hor Salver.
ceci kement-mañ
Kement-mañ a yoa d’an deiz kentañ a viz du, ha serr-noz an devezh ma ra an Iliz gouel bras an Hollsent ha ma tegas soñj deomp eus hor c’herent a zo o leskiñ er purgator.
celui (qui) an hini (a) + verbe
Ur merzher eo an hini a varv e-touez ar poanioù ar re vrasañ en ur c’houzañv evit anv Jezuz-Krist. N’eus marv ebet a ve enorusoc’h.
celui (qui) an neb (a) + verbe
Mar befe ho madelezh dougen ar sac'h-mañ ; ar c'hiz a zo d'her reiñ d'an neb a deu da c'houlenn ar beleg.
celui (qui) hennezh (a) + verbe
– Lavar din ma klevin piv eo hennezh a garez.
– Hennezh, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet amañ.
cependant avat
Ne lazhont ket an dremenidi,
Karet a reont avat farsal
cependant daoust da se
cependant evelkent
cependant koulskoude
Ha koulskoude un ulfennig tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ta ?
cependant newazh
Gwir eo, Hadar… Newazh, daousto da gement-se,
Daousto da splannder gaer ar stered, me ’venn-me (…)
Kemer ar gwellikañ ma c’hellin ma repoz.
chacun bep eil
Glav puilh ha grizilh, bep eil a ziskenn skuilhet dre gant mil eienenn.
chacun kement hini
Kerunkun a zo ur gêr vras, gant dek familh gaer o vevañ enni diwar ar mengleuzioù mein-glas ; ha kement hini eus kement familh a oa deut gantañ e lodig.
chacun pep hini
Bremañ, n’eus ken ’met skeiñ war benn an enebour,
Hag eno pep hini ’raio deus e wellañ.
chacun pep unan
Amañ war an eneoù un avel yen a hud,
Pep unan ’ra evitañ, ne sell[a] den gant den…
chacun (à chacun) pep
O ! Santez Anna ! O ! Sant Yann Vadezour, va faeron, ho pet truez ouzhin ! Me ’roio deoc’h pep a c’houlaouenn rousin tevoc’h egedon-me mar am zennit eus skilfoù an archerien.
chaque A pep A
Tri zra tarzhet diouzh an teir unanenn gentañ :
Pep buhez, pep mad, pep galloud.
chaque fois que bep tro ma + verbe
Da ene a deuio dre amañ da huanadiñ, en-dro d’ar roc’h-mañ, bep tro ma kouezho ar gorventenn war aodoù Breizh.
chaque fois que bewech ma + verbe
Bewech ma tegouezh din gwelet ur Gwenedour,
E kavan anezhañ stummet eus ur c’hadour.
combien pegement
                      Soñj ho peus holl, me ’gred,
Pegement an arnev ’hed an hañv ’noa trouzet
combien de A (exclamation) nag a A
combien de A (quantité) pegement a A
Mar ouefe koulskoude pegement a zudi
’Ve degaset gant e zistro d’e Zuardenn,
Mar ouefe pegement e karan va chadenn,
E rafe marteze un tammig pled ouzhon…
combien de A (quantité) pet Ø A
Pet Ø brezelour hoc’h eus kavet ’trezoc’h ho tri ?
comme (cause) dre ma + verbe
Un amezeg d’an abardaez,
Den o fiñval dre na wele,
          E ti ’z eas.
comme (cause) ma
Evit dezhañ kaout danvez ha leve, perc’henn ma’z oa e dad war an douaroù strujusañ er barrez, Lan Ofret, mab pennhêr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, disamm e ziskoazh ha goullo e zaou zorn (...)
comme (comparaison) evel ma + verbe
Ha ... Petra ? Ne lakaoc’h ket an traoù-se dillo, en o lec’h, evel ma’z oant, bandenn chatal !
comme (comparaison) seurt ma + verbe
Fentus ’n hini ’kavan soñjal en un daolenn
Seurt ma rafe Karnak e-kichen Hollvelen,
Ar vran e-tal ar goulm, an noz e-tal an deiz,
Ar gaou laosk ha mezhek dirak ar wirionez.
comme A (comparaison) a seurt da A
                                Hag Hollvelen (…)
Ouzh ur gwaz a seurt dit n'hallfe nemet heugiñ
'Vel ma rafe dirak un touseg ur c'hadgi.
comme A (comparaison) evel A
         N’int ket holl : unan ’meump diskaret, 
Diwar gorre ar c’hleuz, ur pezh maen war e gein, 
Hag en deus her friket evel un aval brein. 
comme si evel pa + verbe
Ivonig hepken a gendalc’he da vezañ didrouz, eürus bepred, evel pa vije difennet gant ur wrac’h bennak, gant ur galloud kuzhet, diaoulek marteze, a zegase dezhañ nerzh, yec’hed ha kalz pesked.
comme si koulz ha pa / koulz ha ma + verbe
Ar gwazed a vrezele an eil ’enep d’egile koulz ha pa dleje ar vuhez padout atav, koulz ha ma vije bet gounidigezh un eur ken talvoudus hag ar vuhez peurbadus.
comment pegiz
A ! emezañ, pegiz herzel
diouzh kement a zroug, a drevell (…) ?
comment penaos
Mantret ’voe pa welas penaos oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe oc’h e anaout.
constamment dalbezh
An noz, ya, aet eo razh e daoulagad Talhouarn 
’Vit ober eus e gorf un ti-kloz hag a c’houarn, 
’Vel an tan en oaled, sklaerder ar wirionez 
Dalbezh bev, dalbezh splann, ’vel an heol da greisteiz.
constamment dalc’hmat
Ar bobl a gresk dalc’hmat betek an ofer’n-bred,
An engroez a zo stank a-zalek beg al lann,
Ken stank ma verv an dud e-giz un taol gwenan.
contre A a-enep da A
Aet eo kuit he mignon karet, gant e aotroù kozh, da stourmiñ a-enep d’an enebourien, en tu all d’ar mor. 
contre A enep A
    Gopr ebet na lore n’hor bo da c’hedal
Nemet goap ha dispriz a-berzh an dud all ;
Savomp enep an dud galloud hon ene,
    Enep ar bed ar wirionez.
dans A e-barzh A
Perak, lavar din, lilienn,
E weler da gurunenn wenn
O sevel eeun e-barzh an aer…
dans A en diabarzh da A
de A (origine) eus (a) A
Eus a c’houeled ar c’hoad, piv zo erru du-hont ?
Sell ! an drouiz-meur Gwenc’hlan, harpet war skoazh ar C’hont !
de A en A (eus) a A da A
Eus a wezenn da wezenn,
Koukou, laosk da ganaouenn (…)

Pages

 

© Sébastien Marineau et l'association Daskor Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix