adal A

Traduction: 
depuis A
Exemple: 
Ha kavet hon eus hen hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak adal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad.
Auteur : 
Calloc’h Jean-Pierre (1888-1917)
Titre ouvrage: 
War an daoulin (1935)

Autres expressions (mots-outils) :

Sens rapproché Expression Exemple
à côté de A e-kichen Ø A
E-kichen Ø va c’havell alies,
Pell-bras e veze war evezh,
Hep en em skuizhañ biskoazh (…)
à l'intérieur de A en diabarzh da A
Met komz din sklêroc’h c’hoazh ! sav uheloc’h da vouezh,
Pe mouget ’vo gant nerzh ar griadennoù gouez
A savo, meur a wech c’hoazh, en diabarzh din !…
à nouveau a-nevez
Dre ar c’hazetennoù, al levrioù, ar gwerzioù, ar sonioù, eo e teuimp a-benn da zigas a-nevez ar c’hiz eus ar gwir vrezhoneg. 
à nouveau adarre
Boum !... Boum !... Boum !...
...Tri daol sec'h adarre.
à travers A a-dreuz A
Ivona a zilamm hag a c’halv ; ur vatezh a heuilh anezhi, hag e sell a-dreuz toull an nor.
aller + infinitif mont da + infinitif
Te ’soñj ivez, kenderv, mont d’ober ur c’hrogad ?
après A a-benn A
Hag ez ejont a-nevez en hent. A-benn ur pennad, Konan a chomas adarre a-sav.
après A goude A
Un deiz Sant Per a yoa o vont da ober ur c’housk, goude merenn, e porched ar Baradoz pa glevas skeiñ daou pe dri daol war an nor (…)
assez de A A Ø a-walc'h
Ra blijo gant Doue selaou hon fedennoù,
Ha reiñ deoc’h, tud yaouank, nerzh Ø a-walc’h da drec’hiñ !
assez pour (faire…) a-walc’h da + infinitif
An daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brenañ un daol, ha bep a skaon mar plij.
assez pour (faire…) a-walc’h evit + infinitif
Ur wazh a c’hwad kristen, a-walc’h evit derc’hel
Ar soñj eus an Drouized ’dreuz ar c’hantvedoù pell.
assez pour (quelqu'un) de (faire) a-walc'h da (unan bennak) Ø (ober)
N’eo ket a-walc’h d’ar re-mañ Ø kaout gwad Tremeur.
au lieu de A e-lec'h Ø A
Eus ar sklavaj m’eo bet diframmet ar bobloù,
M’eo deuet ar garantez e-lec’h Ø ar gasoni,
M’eus levenez el lec’h n’oa nemet an daeroù (…)
au pied de A e traoñ Ø A
Naig, un heizez flour 
Er c’hoadoù, ’traoñ Ø an dour
    Un heizez flour.
au pied de A e-harz Ø A
E-harz ar skluz an dour a verv hag a eonenn ouzh ar c’herreg ; pelloc’h e tiskenn lizidour gant paper distrempet, roget, didalvoud, war-du ar mor tost.
au sujet de A a-zivout Ø A
P’em eus lâret dezhañ ma soñj, hep kuzh netra,
A-zivout Ø ar pried em [boe] choazet, Anna,
O reiñ e vennozh din, ama, eñ a grene…
au sujet de A diwar-benn Ø A
Te zo paotr kalonek, te ’zegas din eñvor
Ouzh un den ’moa klevet gwechall diwar e benn.
au sujet de A diwar-bouez Ø A
Ne gredas ket Rivanon goulenn un disterañ diwar he fouez.
au-dessus de A a-us da A
A-us d’ar siminal, a-istribilh ouzh daou dach sanket en treust mogedet, e oa ur fuzuilh kozh-loued, oadet a gant vloaz d’an nebeutañ, hag hi merglet ha goloet a gevnid.
au-dessus de A dreist Ø A
E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù.
aucun den, nikun
aucun hini ebet
Hini ebet anezho n’ez pezo da ziskolpañ, keit da vihanañ ma vezo Gwenole va anv, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanoù dir !…
aucun A A ebet
Ne gleved ket an disterañ trouz, nag er porzh, nag en dourell vras ; youc’h ebet, klemmadenn ebet...
aucun A nep A
Gwell eo ganin diskenn er bez, 
Pa n’em eus mui nep karantez.
aucun A seurt A ebet
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
aucun A tanfoeltr A
Tanfoeltr espern n’am eus-me klasket diganit :
Te ’rae da c’hiz pa vijes krog en tu gounid […]
aussi ivez
Roue douar Kanaan a zo aet kuit, ar roue Mazarez ivez, an diaoul ivez.
aussi A que B ken A evel B
Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried.
aussi A que B ken A ha B
An diavaeziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec'h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoe eizh deiz.
aussitôt a-benn
An Ankoù a zered a-benn
Er soñj mat her rentañ laouen.
aussitôt diouzhtu
Lachèvre a ya diouzhtu d’en em lakaat en tu all da Wenole.
aussitôt raktal
O ! mar gallfe, kont veur, donet du-mañ raktal 
Un ugent pe dregont dimeus ho soudarded, 
’Vefe torfedoù bras ha gwalleurioù harzet (…)
aussitôt que diouzhtu ma + verbe
Al lakez bihan, diouzhtu ma oe echuet gantañ e baskoù, a oe kaset gant e dud da zeskiñ bezañ kere, d’ar Gosker !
aussitôt que raktal ma + verbe
An dud a serr o beg raktal ma kaozean ; Kement hini a priz kement tra a lâran.
autant koulz
Va breur Gwilhoù, koulz eo dit en em astenn aze em c’hichen, da c’hortoz an Añjeluz da seniñ en ur chapel bennak diwar-dro.
autant A, autant B kement A, kement B
Kement e seblante Ivonig bezañ kalet ha pizh, kement ez oa Noela madelezhus ha karadek.
autant que A koulz hag A
Hag ouzhpenn, her gouzout a rit koulz ha me, dre va ganedigezh va gwirioù a zo, da nebeutañ, par d’ho re...
autour de A en dro da A
Paotred ar sabad, an hoperien-noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltañs a zo a deue, eme an dud, da goroll en-dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunezh dezhañ.
autour de A tro-dro da A / tro da A
Kanañ, kanañ bepred a ra mibien Arvor,
Ken m’eo leun an dachenn, tro-dro d’ar soudarded…
avant que a-raok ma + verbe
E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù.
avant que kent ma + verbe
Kent ma vo an ti kempennet,
Atizet tan, ar saout goroet,
E vo mall-bras mont d’an iliz.
beaucoup de A a-leizh a A
A-leizh a Douraniz o deus ’b’oe kantvedoù
Klasket o zonkadur ennout ; war o roudoù
E teu hiriv Nerzhveur, o zrec’her bras…
beaucoup de A forzh Ø A (pluriel)
Met gwelet sur eo bet an daou dan a vrezel
Gant forzh Ø tud eus a bell, pere a zegouezho
Dindan daou pe dri deiz ’kichen ar menezioù (…)
beaucoup de A kalz a A (singulier)
En douar nag er gwez n’ez eus ket kalz a dra.
beaucoup de A kalz Ø A (pluriel)
An eürusted du-se kavet
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Gant kalz daeroù a zo mesket !
beaucoup de A meur a A (singulier)
Graet ’neus an Normaned meur a daol divalav.
beaucoup de A n'ouspet Ø A (singulier)
(…) traoù euzhus ha mezhus, na gredent komz anezho nemet goude bezañ graet sin ar groaz n’ouspet Ø gwech.
beaucoup de A ur maread Ø A (pluriel)
Skoet e oe neuze ur maread Ø taolioù pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c'hoant d'he divarc'hañ.
bien que daoust da A da + infinitif
Daoust da'm fenn da blegañ, va spered a vane dizoñvus…
bien que daoust ma + verbe
Daoust ma ren tro-war-dro da Vreizh noz an ankoua,
Daoust ma wask, evel ur vantell blom war o skoa[zh]
Goapadeg, yenijenn, digalonder an dud (…)
Kan ar varzhed a strink eus a bep korn ar vro.
bien que en despet da A
bien que evit A da + infinitif
Ha daou vloaz zo abaoe m’eo aet kuit, ha n’he deus keloù ebet, eviti da ouelañ ha da bediñ.
bien que goude ma + verbe
Petra a gaver skañv, goude ma vije pounner ?
bientôt a-raok (ma vo) pell
A-raok pell an erc’h hag ar rev
A lako doan war ar maezioù (…).
bientôt emberr
Mat ! ’mezañ, deus emberr, gant sonioù dibabet,
D’ober deomp-ni dañsal evit un eured gran
bientôt hepdale
Hepdale ’teuio deomp keloù gant va mibien.
bientôt kent (ma vo) pell
          …Hep mar, kent ma vo pell,
E tirollo warnomp ur gwall varrad avel.
bientôt prim
Prim e tesko ganin hemolc’hiñ, ren ul lestr,
Hag e vo stad enni bevañ dindan ur mestr.
c'est A A eo
– Salver benniget ! hon aotroù person eo !
ce que (ar) pezh a
Pezh am eus graet, kont veur, a raje pep Breizhad.
ceci an dra-mañ
An dra-mañ a dremen e Rom, e tro ar bloaz 303, goude donedigezh Hor Salver.
ceci kement-mañ
Kement-mañ a yoa d’an deiz kentañ a viz du, ha serr-noz an devezh ma ra an Iliz gouel bras an Hollsent ha ma tegas soñj deomp eus hor c’herent a zo o leskiñ er purgator.
celui (qui) an hini (a) + verbe
Ur merzher eo an hini a varv e-touez ar poanioù ar re vrasañ en ur c’houzañv evit anv Jezuz-Krist. N’eus marv ebet a ve enorusoc’h.
celui (qui) an neb (a) + verbe
Mar befe ho madelezh dougen ar sac'h-mañ ; ar c'hiz a zo d'her reiñ d'an neb a deu da c'houlenn ar beleg.
celui (qui) hennezh (a) + verbe
– Lavar din ma klevin piv eo hennezh a garez.
– Hennezh, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet amañ.
cependant avat
Ne lazhont ket an dremenidi,
Karet a reont avat farsal
cependant daoust da se
cependant evelkent
cependant koulskoude
Ha koulskoude un ulfennig tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ta ?
cependant newazh
Gwir eo, Hadar… Newazh, daousto da gement-se,
Daousto da splannder gaer ar stered, me ’venn-me (…)
Kemer ar gwellikañ ma c’hellin ma repoz.
chacun bep eil
Glav puilh ha grizilh, bep eil a ziskenn skuilhet dre gant mil eienenn.
chacun kement hini
Kerunkun a zo ur gêr vras, gant dek familh gaer o vevañ enni diwar ar mengleuzioù mein-glas ; ha kement hini eus kement familh a oa deut gantañ e lodig.
chacun pep hini
Bremañ, n’eus ken ’met skeiñ war benn an enebour,
Hag eno pep hini ’raio deus e wellañ.
chacun pep unan
Amañ war an eneoù un avel yen a hud,
Pep unan ’ra evitañ, ne sell[a] den gant den…
chacun (à chacun) pep
O ! Santez Anna ! O ! Sant Yann Vadezour, va faeron, ho pet truez ouzhin ! Me ’roio deoc’h pep a c’houlaouenn rousin tevoc’h egedon-me mar am zennit eus skilfoù an archerien.
chaque A kement A
Bemdez kazi me ’ra da’m zreuzour kozh
Kaniñ ar werz a gan kement treuzour.
chaque A pep A
Tri zra tarzhet diouzh an teir unanenn gentañ :
Pep buhez, pep mad, pep galloud.
chaque fois que bep tro ma + verbe
Da ene a deuio dre amañ da huanadiñ, en-dro d’ar roc’h-mañ, bep tro ma kouezho ar gorventenn war aodoù Breizh.
chaque fois que bewech ma + verbe
Bewech ma tegouezh din gwelet ur Gwenedour,
E kavan anezhañ stummet eus ur c’hadour.
combien pegement
                      Soñj ho peus holl, me ’gred,
Pegement an arnev ’hed an hañv ’noa trouzet
combien de A (exclamation) nag a A
combien de A (quantité) pegement a A
Mar ouefe koulskoude pegement a zudi
’Ve degaset gant e zistro d’e Zuardenn,
Mar ouefe pegement e karan va chadenn,
E rafe marteze un tammig pled ouzhon…
combien de A (quantité) pet Ø A
Pet Ø brezelour hoc’h eus kavet ’trezoc’h ho tri ?
comme (cause) dre ma + verbe
Un amezeg d’an abardaez,
Den o fiñval dre na wele,
          E ti ’z eas.
comme (cause) ma
Evit dezhañ kaout danvez ha leve, perc’henn ma’z oa e dad war an douaroù strujusañ er barrez, Lan Ofret, mab pennhêr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, disamm e ziskoazh ha goullo e zaou zorn (...)
comme (comparaison) evel ma + verbe
Ha ... Petra ? Ne lakaoc’h ket an traoù-se dillo, en o lec’h, evel ma’z oant, bandenn chatal !
comme (comparaison) seurt ma + verbe
Fentus ’n hini ’kavan soñjal en un daolenn
Seurt ma rafe Karnak e-kichen Hollvelen,
Ar vran e-tal ar goulm, an noz e-tal an deiz,
Ar gaou laosk ha mezhek dirak ar wirionez.
comme A (comparaison) a seurt da A
                                Hag Hollvelen (…)
Ouzh ur gwaz a seurt dit n'hallfe nemet heugiñ
'Vel ma rafe dirak un touseg ur c'hadgi.
comme A (comparaison) evel A
         N’int ket holl : unan ’meump diskaret, 
Diwar gorre ar c’hleuz, ur pezh maen war e gein, 
Hag en deus her friket evel un aval brein. 
comme si evel pa + verbe
Ivonig hepken a gendalc’he da vezañ didrouz, eürus bepred, evel pa vije difennet gant ur wrac’h bennak, gant ur galloud kuzhet, diaoulek marteze, a zegase dezhañ nerzh, yec’hed ha kalz pesked.
comme si koulz ha pa / koulz ha ma + verbe
Ar gwazed a vrezele an eil ’enep d’egile koulz ha pa dleje ar vuhez padout atav, koulz ha ma vije bet gounidigezh un eur ken talvoudus hag ar vuhez peurbadus.
comment pegiz
A ! emezañ, pegiz herzel
diouzh kement a zroug, a drevell (…) ?
comment penaos
Mantret ’voe pa welas penaos oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe oc’h e anaout.
constamment dalbezh
An noz, ya, aet eo razh e daoulagad Talhouarn 
’Vit ober eus e gorf un ti-kloz hag a c’houarn, 
’Vel an tan en oaled, sklaerder ar wirionez 
Dalbezh bev, dalbezh splann, ’vel an heol da greisteiz.
constamment dalc’hmat
Ar bobl a gresk dalc’hmat betek an ofer’n-bred,
An engroez a zo stank a-zalek beg al lann,
Ken stank ma verv an dud e-giz un taol gwenan.
contre A a-enep da A
Aet eo kuit he mignon karet, gant e aotroù kozh, da stourmiñ a-enep d’an enebourien, en tu all d’ar mor. 
contre A enep A
    Gopr ebet na lore n’hor bo da c’hedal
Nemet goap ha dispriz a-berzh an dud all ;
Savomp enep an dud galloud hon ene,
    Enep ar bed ar wirionez.
dans A e-barzh A
Perak, lavar din, lilienn,
E weler da gurunenn wenn
O sevel eeun e-barzh an aer…
dans A en diabarzh da A
de A (origine) eus (a) A
Eus a c’houeled ar c’hoad, piv zo erru du-hont ?
Sell ! an drouiz-meur Gwenc’hlan, harpet war skoazh ar C’hont !
de A en A (eus) a A da A
Eus a wezenn da wezenn,
Koukou, laosk da ganaouenn (…)
de la sorte hevelep
Sell ! ar glabouser en doa kollet e deod. Hag eo evit lavaret hevelep sotonioù e tigorez bremañ da c’henoù ?…
depuis A abaoe A
Pignat a ra, bemdez, da veg an tour, abaoe daou vloaz, da sellet ouzh ar mor glas.
depuis A adal A
Ha kavet hon eus hen hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak adal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad.
depuis A adalek A
Forzh e pe lec’h ez i, va galloud en em astenn eno (o tiskouez ar pevar avel), adalek an hanternoz betek ar c’hreisteiz, adalek ar sav-heol betek ar c’huzh-heol.
depuis lors a-c’houdevezh
A-c’houdevezh, pep bloaz, gouel ar re Dremenet,
War an taol a greisnoz, teir mouezh a ve klevet
O vlejal war ar mor, e-tal kerreg Penbozh ;
depuis lors a-dalek neuze
A-dalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra.
depuis lors diwar neuze
Dek vloaz zo abaoe m’em eus dilezet va c’hurunenn a roue ! Dek vloaz ! ha diwar neuze, pebezh peoc’h !
depuis quand ? abaoe peur ?
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
depuis que a-c’houde ma + verbe
Na tristat eo beviñ er porzh-mañ a-c’houde
M’en deo bet dilezet gant ar briñsez.
depuis que abaoe ma + verbe
Tri miz zo abaoe ma’z eus tud o terriñ hor penn deomp gant distro ar c’hont. 
depuis toujours a-viskoazh
Ni zo bet a-viskoazh debret gant an dud all.
derrière A a-dreñv (da) A
Pa vez kuzhet an heol a-dreñv d’an torgennoù
Me ’gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor maezioù.
dès A a-dal A
Setu petra newazh a ra Sant Gwenole
A-dal an deiz m’en deus ’n em lakaet da ober
Mirakloù, eñ a ra jen din e m[a] micher.
dès A kerkent ha A
Savet kerkent ha gouloù-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulmañ kordenn e vag evit mont lark da besketa (…) 
dès que a-dal ma + verbe
Ar plac’hig, a-dal m’ouias,
Semplet d’an douar a gouezhas.
dès que a-dalek ma + verbe
’Dalek ma stoke d’an treuzioù, 
’Kleve ar c’hlaz o vont en-dro, 
dès que diouzhtu ma
dès que kentañ ma + verbe
Kentañ ma oent dimezet
Alo ! va mignon ! Alo ! Geo !
Kentañ ma oent dimezet
En ur stad trist ’oent lakaet.
dès que kerkent ha ma + verbe
Ar vugale astennet war leur an ti a respont d’ar son, ha kerkent ha ma’z eo echuet ar poz kentañ, emaint holl, en o sav, en-dro d’an daol.
désormais hiviziken
devant dirak
(…) ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant euzh p’en em gavent dirak e zremm zu hag e gein chouket.
donc eta
C’hwi, kont Even, a vo, dre ho kouiziegezh,
Ar barrekañ da gas ac’hanomp d’ar viktor ;
Sturit eta, m’ho ped, strolladig an Arvor.
dorénavant hiviziken
Distro ouzh an Doue a ankounac’hao da bec’hedoù, ma teuez davetañ a greiz kalon ha ma roez da c’her e reni hiviziken ur vuhez gristen.
d’où eus a belec’h
Lavar gwennili bihan,
Eus a belec’h e teuez…
en + participe présent dre + infinitif
Dre fiout e pep den ha krediñ pep lavar
’Maon lakaet dindan treid tra ma vin war zouar…
en + participe présent o + infinitif
O welout an dud oc’h en em vodañ a-dreñv e gein, e teuas mezh dezhañ.
en + participe présent ouzh + infinitif
E vignoned ouzh e welout a voe laouen-bras.
en raison de A a-drugarez da A
Breizhiz, a-drugarez d’o c’harantez kalonek evit o zud varv, a-drugarez d’o fedennoù pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeriñ d’an eneoù, d’an Anaon a zev er purgator, dorojoù aour al liorzh peurbadus.
en raison de A abalamour da A
Abalamour d’ho pec’hedoù, 
Perinaig, it d’ar marv ;
encore adarre, a-nevez
encore c’hoazh
Setu c’hoazh ar mare ’vit ar foenn hag ar mediñ (…)
entre etre
Etre hon div galon me ’meus santet ivez
O terriñ al liamm gwechall skoulmet ken kre[ñv] !
environ bennak
An den kozh-mañ eo an hini hon eus gwelet un deiz, dek vloaz bennak zo, d'ar mare n'oamp nemet bugale…
est-ce que daoust hag (eñ)
Lârit deomp, tud hor Bro, daoust hag eñ e ve c’hoazh Pardonioù kaer e Breizh, festoù d’an deiz-ha-bloaz...
étant donné que o vezañ ma + verbe
Met o vezañ m’edo ur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesonier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brenañ un daol, ha bep a skaon mar plij.
être A (humeur) bezañ A an tamm (ac’hanon...)
– Petra ’glaskit ? eme Sant Per, rog an tamm anezhañ.
faire B (infinitif) A (sujet) lakaat A da B
Ur pezh foultrenn den e oa, barv du hag hir dezhañ, en e benn daoulagad ruz evel an tan, gouest da lakaat ar paotr muiañ dispont da grenañ war e dreid.
il n'y a plus de A n'eus mui Ø A
Marv eo va c’halon, n’eus mui netra evidon er bed-mañ.
il n'y a plus qu'à n'eus ken nemet + infinitif
Ar pech, deus ma welan, a zo bet stennet mat ; n'eus ken nemet gortoz al loen da zont e-barzh.
il y a (temps) zo
Ouzhpenn ugent vloaz zo n'em eus ket bet ur gwenneg zoken em godell.
jamais biken
Biken, e lavaront, biken ne vo kavet
Ur galon ken tener en ur c’horf ken kalet.
jamais biskoazh
                Biskoazh, ma Doue,
N’em eus klevet komz er giz-se !
jamais jamez
Met, ’vit an añjuli en deus graet e verc’h din,
Ne c’hellin ket jamezjamez he fardoniñ !
jamais morse
O vezañ n’ez ae morse da di ebet, e vuhez a yoa heñvel a-walc’h ouzh hini un den gouez.
jamais nepred
Pizh-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha darev e oa atav da grediñ edo an dud o trouz-prezeg anezhañ.
jusque betek
Betek eno eo aet kounnar ruz an dispac’herien enep ar veleien. 
jusque tre da
A-vihanik tre d’ar marv,
          O Mari,
Gant fiañs ni ho enoro
          Atô.
justement (en train de) krak o + infinitif
Hollvelen, krak o tistreiñ, a glev an Dianavez...
laisser + infinitif lezel da + infinitif
Na lezit ket, ’velkent, da drec’hiñ war ho re 
An dud fall dislonket gant an Diaoul er vro-mañ.
le long de A a-hed Ø A
Sellout a rae ouzh ar menezioù du, heñvel ouzh ar menezioù dizarempred, ma voe ereet war o lein, a-hed Ø kantvedoù, Prometheus, Laer an Tan.
le plus A A-añ (ar)
Ar Breizhad-se, kont veur, a oa Nemenoioù.
Ø Bras roue ’zo bet hag a vo da viken ;
Ar pezh en devoa graet n’oufe den ober ken
mais hogen
Lazhet gante va gwreg ha va bugaligoù, 
’Doa c’hoant ober ivez tan gant va relegoù, 
Hogen, tapet am boa krog em fenn-bazh derv (…)
mais met
Met soñj a deuas din na oa ket hir an hent 
Da zont betek amañ da c’houlenn degemer, 
’Lec’h chom en o galloud evel ur c’hemener.
malgré A en despet da A
Rak, en despet d’ar Saozon kriz,
Bevet ar gwir hag ar frankiz !
malgré cela daoust da se
Met daoust da se, Yann ne gave na roud na tres ebet eus an dianket Oanig paour !
même zoken
Daoust ne rae ken eus e vuhez, traoù iskis ha spontus zoken a gave ar besketaerien all da lavaret war-benn an ermid kozh.
même A (égalité) hevelep A
An dra-mañ a dremen er-maez, en hevelep lec’h, e tro an abardaez, dek vloaz goude.
même A (égalité) memes A
                                               war o roudoù
E teu hiriv Nerzhveur, o zrec’her bras, devet
Gant ar memes arvar hag ar memes kleñved.
même A que B (le) hevelep A gant B (an)
war an hevelep ton gant « Son ar chistr »
même si nag e + verbe
Bremañ va eontr, me ’gred, c’hall bezañ dinec’h-tre :
Nag e ve digor frank an nor war va gorre,
Nag e kouezhfe an tour, tec’hel kuit na rin ket.
même si zoken pa + verbe
N’her gouien ket va-unan zoken pa skriven dezhi va lizher diwezhañ...
ne plus na + verbe + mui / na mui + verbe
Kaer o deus trubuilh da nec’hiñ,
Perinaig na lavar mui ;
Na mui n’selaou, pleget he fenn,
’Vel ma vije ’n ur soñjadenn ;
ne plus être A bezañ aet e-maez a A
                             Aze ’mañ an hudour,
Aet a-bell zo ganeomp e-maez a enebour,
Savet gant hon roue dreist ar vedisined.
ne serait-ce que ha pa ne vije ken nemet
Yann Postig, daonet dre m’en deus lezet e dud o teviñ er purgator a ziskouez, ha pa ne vije ken nemet dre e gastiz euzhus, karantez tener, don ha birvidik o deus ar Vretoned evit an anaon.
ne … pas (impératif) arabat (eo) + infinitif
Ya, labourerien-douar, arabat eo krediñ
E ve buhez paotred kêr gwell eget hoc’h hini.
ne … pas (impératif) diwallit da + infinitif
Pa santit gouloù deiz o tont war ho spered,
Diwallit da vougañ ar sklêrijenn santel,
’N ur reiñ dorn da lazhañ ur paourkaezh bugel !
ne … pas (impératif) ne + verbe (impératif) + ket
Hola ! Ne gredit ket n’eus amañ ’met un drouiz
Hag en defe heuget rak un torfed ken kriz.
ne … que (restrictif) ne … nemet
N’ouie nemet tri dra : karout, sevel, difenn
An Arvor benniget.
ni A ni B nag A na B
Ha morse ne glever, sebezusañ burzhud,
Nag arzh, na karv-meur, na bleiz, na gourejen,
Loen ebet o sevel e vouezh en o c'hichen.
ni A ni B Ø A na B
Gant hon dorn nag hor youl, biken, skoazh ne rimp-ni
Da ziwadañ Tremeur amañ, evel ur c’hi !
non plus kennebeut
Mar ne ra ket a vad, evit droug ne ra ket kennebeut.
e-lec’h
Ma c’halon a zo du-se war dreuz an ti karet
’Lec’h ma huñvreer e peoc’h ’tal an nor goude koan.
où ? (lieu où l'on va) da belec'h ?
E pelec’h kuzhat ? Da belec’h mont ?
où ? (lieu où l’on est) (e) pelec’h ?
Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pelec’h eta edo Doue d’ar mare-se ?... 
par (compl. d'agent) dre
                                                  dir ar garantez 
En deus ho mammoù gaezh ’vidoc’h, o bugale, 
Ne c’hell ket bout torret biskoazh, mem’ dre un doue. 
par (compl. d'agent) gant
Karet ’out ganin-me, va merc’h ; traoù er-walc’h eo.
par où dre be hent
E-pad ma tebre, ur marc’heg a erruas hag a c’houlennas, digant ar vererez, dre be hent e c’hellfed mont da gastell Kerglaz.
parce que a-drugarez da
parce que abalamour + verbe
Mezh am eus aotroù duk, ’balamour ’meus ranket,
Dre urzh ur roue kriz, divalav ha treitour,
Ho lakaat da c’houzañv chadenn an torfetour.
parce que dre ma
parce que ma
parce que peogwir
parce que rak
Diwall, diwall paourkaezh tremeniad,
Rak ganto ma’z out dizoloet,
Evit redet ez eo diwezhad.
parmi A e-kreiz A
Va c’halon, ’vel ar bleuñv, en deus naon ha sec’hed,
Naon d’ar bannoù heol a zeu, da c’houloù deiz,
’Vel ur mel eus an neñv, da gouezhañ en o c’hreiz !
parmi A e-mesk A
Skañv ha laouen, glebiet he brozh,
E-mesk ar geot, gant ar glizh-noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
parmi A e-touez A
Pell diouzh an tiez hag an hentoù,
E kouezh e-touez ar c’hornandoned
Añvet ivez ar viltañsoù (…)
pendant A (e) tro A
Tro ’n deiz, tro ’n noz e c’harman :
Ma c’halon zo e Breizh-Izel
Ma c’halon n’eo ket amañ.
pendant A a-hed Ø A
Voyez le long de A.
pendant A e-doug A
Aet eo e-doug an noz da ober ur bale e-touez deñved e amezeg ; hogen ar chas a ziwalle mat, edont war evezh.
pendant A e-keit A
Pemp devezh e rankas gedal avat, hag e-keit-se e teuzas meur a bezh ugent real : ar bevañ a zo ker e Pariz, me ’lavar deoc’h !
pendant A e-koulz A
Un deiz, lemmet e vein gantañ,
Ar miliner ’lâre ’koulz koan : (…)
pendant A e-kreiz A
Me eo an ene paour, ene hor bro, a teus
E-kreiz an noz teñval klevet oc’h hirvoudiñ !
pendant A e-pad A
E-pad an nozvezh-se kristenien, e-pad an nozvezh-se hepken, an Aotroù Doue a blij gantañ lezel an Anaon da vont d’an ti m’o deus karet ennañ…
pendant que a-barzh ma + verbe
A-barzh ma’z eas d’ar gêr, e c’houlennas outañ ar person ha n’en doa ket alc’hwezhiet dor an iliz.
pendant que dre ma + verbe
Dre ma kerzh gant e hent, boud ur skluz all a dosta…
pendant que e-doug ma + verbe
E-doug ma oan dindan galloud an enebour,
’Meus klevet an hudour meur a wech…
pendant que e-kreiz ma + verbe
Bremazon, ’kreiz ma oa ar menec’h o pediñ, 
’Tegouezhas er chapel ur bagad divroidi.
pendant que e-pad ma + verbe
Ar pezh a zo gwir eo penaos e-pad m’edot o kuruniñ hor mestr, ez eus deuet ur c’hannad da zegas ar c’heloù d’an duk Arzhur.
pendant que endra ma + verbe
Endra ma stou d’an daoulin, gwelet a ra, e melezour an dour, skeudenn ur marc’heg deuet hep bezañ bet klevet ganti.
pendant que pa + verbe
Sell, pa lamm ar mor bras, 
Ur verc’h, un aelig gwenn…
personne den
Den ne grede komz, gwasket ma’z oa kalon pep hini gant estrenvan nevez-c’hanet. 
personne gour
Ne oa gour da labourat na da vleinañ an el (…)
personne nikun
An douar a zo skalfet, ar gwez zo hep delioù,
Ne weler nikun er park, na nikun en hentoù.
plus (davantage) de A muioc'h a A
Diskouezit ’ta d’ho nesañ muioc’h a garantez
Hag e lec’h hen dispenn ho pet kentoc’h truez
Ouzh ur paourkaezh a zo dibabet gant Doue
’Vit dougen ur groaz kalz pounneroc’h ’vit ho re.
plus (négation) mui
Bremañ, siwazh ! ne vez mui kanet,
E Breizh-Izel, gwerzioù, sonioù (…)
plus (négation) nemeur
An aotroù person (...) a glaskas distreiñ war an hent mat an dañvad dianket. Ne oe ket selaouet nemeur.
plus de A, ni de B ken Ø A na Ø B
Ne vezo mui nemet traoù kaer ;
Ken Ø ampoezon, na Ø bilim naer (…)
plus que dreist
N’intentan ket ivez bezañ dleour d’ur wreg
’Viti da vezañ dreist ar re all flour ha c’hwek.
plus que muioc'h eget
Muioc’h eget biskoazh e ranker bezañ war evezh, ha gouzout dirak piv e komzer.
plus que tremen
Aon am eus, pa vin bet tremen ur bloaz ganti,
E tec’hfe re vuan an eurvad ’maez an ti.
plus… plus… seul… seul…
Seul kent ez eer en hent, seul kent e tegouezher.
plutôt kentoc'h
– Distreiñ?... Biken !... Kentoc’h e tremenfen ar stêr diwar neuñv.
pour da
Gwad az po da’z sec’hed, ha kig az po da’z naon !
pour evit
(…) ha pa veze echu e labour gantañ, e teue en-dro evit mont da Gonk da werzhañ e varc’hadourezh ha distreiñ ac’hano d’e doull ti.
pourquoi perak
Perak, ya, ya, perak em eus-me selaouet
Ho komzoù braouac’hus ?…
pourvu que gant ma + verbe
Touet a ran ober hed-ha-hed evidout
Kement a c’houlennfes, gant ma vo em galloud.
pourvu que war-lerc'h ma + verbe
Petra eo marv unan, pe kant, pe marv kant mil ? War-lerc’h ma vo bev ha klodus ar vro, war-lerc’h ma kendalc’ho ar c’houenn…
pouvoir bezañ evit
Pegoulz e teuint en-dro ? N’on ket evit hel lavaret.
près de A nes Ø A
Nes an ti plouz d’an abardaez 
’Gweljent unan bennak ane’. 
près de A tost da A
Tost da Ber ’oan o c’hortoz
    ’Barzh er Baradoz,
Pa lavaras Doue dezhañ…
presque A hogos A
…daoust m'emaon dre gozhni hogos ken dall ha te.
puisque peogwir
Ya ! ra varvo Tremeur, peogwir eo ret e skeiñ
’Vit lakaat a-bioù deomp gurun Doue da dreiñ.
quand (interrogation) pegoulz
Pegoulz e kavin-me an tu d’o gwelet c’hoazh ?
quand (interrogation) peur
Sklêrijenn, war va zal peur e savo an deiz ?
quand (interrogation) pevare
Ha pevare ’oc’h degouezhet er vro ?
que (comparaison) eget
He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’haloniezh kalonusoc’h, he habaskted habaskoc’h eget kaerder, eget kaloniezh, eget habaskted ar merc’hed all.
que (conjonction) penaos
Ha ma, me ’soñj penaos… ne spontit ket m’ho ped,
Me ’soñj enta penaos n’en deus ket Doue ebet.
que (conjonction) Ø
Ne ve ket gwelloc’h deomp, paourkaezh Taliesin, (…)
Anzav Ø hon eus komzet evel tud dientent (…) ?
que (exclamation) na + proposition
Pa oan-me gwechall krouadurig,
Traoù-Doue ! na me oa kredik !
que (exclamation) nag a A
Nag a gerent, a vignoned,
Hon eus karet war an douar !
que (exclamation) pegen A
Pegen hir e kavin chom er gêr da ruzañ,
E-pad ma vefoc’h-c’hwi, tud yaouank, en argad ?
que (interrogation) peseurt
Ha te, va mignon paour, peseurt az tevoa graet, 
Pa deuent war da lerc’h ken c’hoantek all d’ar red ? 
que (interrogation) petra
Petra ’rin-me bremañ, hepdout, mabig paour,
Petra ’talvezo din va danvez na va aour ?
que (restriction) hepken, nemetken
que (restriction) nemet
Kalz tud, o vont gantañ e-pad an noz, o deus gwelet meur a dra na gomzer anezho nemet pa vezer tost d’ul lec’h santel.
que (souhait) da + infinitif
Hor Salver d’ho mirout, an eil hag egile ! 
que (souhait) ra + verbe (au futur)
Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazhellet gant Doue !
que (souhait) ra ma + verbe (au futur)
Ra ma kouezho mallozh an holl 
War ar milliget, war ar foll ! 
que ce soit A ou B pe vo A pe B
Ne ran forzh, kennebeut, pe vo gwir pe gaouiad
Ar seblantoù ’lârer ’ve gwelet en ez tour.
que de A nag a A
Nag a dud reuzeudik, Fant, a zo d'ar poent-mañ o c'haloupat an hentoù, sklaset o izili gant ar rev, ha goullo o c'hof.
que si (condition) nemet + potentiel
Hogen, hol lid santel ne c’hell kaout e nerzh
Nemet unanet ’ve youloù an Drouized holl
Gant da zorn, o vountañ ganez pa ri an taol !
quel (exclamation) pebezh
Met, sellit ’ta pebezh penn kalet he deus hi !
quel (exclamation) peseurt
Peseurt noz ! Peseurt noz em eus-me tremenet
Er c’hraou-se !…
quel (exclamation) pezh
Evit hon tadoù pezh enor !
quel (interrogation) pe
Neuze dre doull ar c’haz e tispakas ur fri : « Pe stad ? » « Petra, Sant Per, n’anve’et ket a’non, Ha me oa avokad e lez-varn Lannuon ? »
quel (interrogation) peseurt
Ha petra ’ra d’an ailhoned-se eus Pariz dont da glask trabas ouzh hor beleien-ni ? Peseurt droug a reont ?
quel (interrogation) petore
Petra ’lêrez, trubard ? – Petore gaou nevez
En ez kenoù freget a ziwan adarre ?
quelque A A bennak
quelque A un (ul, ur) A
Ya, ur pemp pe c’hwec’h drouiz, gant n’ouzon pe froudenn,
O klevet Taliesin eo bet troet o fenn,
Ha ne fell ket dezho en hol lid kemer perzh.
quelques A ur bern A
Ha, ha, ha, ha ! Me a zebro hiriv ur bern traoù mat evel-se, e ti va mignon Gwenole Brouskaol, barner a beoc’h e Gwitalmeze, evel ma’z on-me barner a beoc’h amañ.
qui (pronom relatif) a + verbe
Konomor zo aze, dre ar c’hoad gant e dud,
Heñvel eus bleiz diboell a skrign, a red, a yud !
qui est A ? pe anv a reer ouzh A ?
Pe anv ’reer ouzhit, paotr yaouank birvidik ?
qui est A ? piv eo A ?
Ho ! ’Vit lâret komzoù ken hardizh, piv ’oc’h-c’hwi ?
’Vit komz ken divalav diragon, e ma zi,
Piv ’oc’h-c’hwi c’hoazh ur wech, piv ’oc’h-c’hwi ?
rien man
Kalz a Vretoned a zo c’hoazh hirie an deiz,
Ha na ouzont allaz ! man eus ar pezh a sell
Ouzh istor meuleudius ha kaer o Breizh-Izel (…).
rien tra
Yann Arc’hant ne c’houlennas ket div wech ha deut e oa e samm gant pep hini, gant aon en dije respontet unan bennak : « Nann ! Unan ac’hanomp n’en deus degaset tra ! »
rien (…) que A nemeur nemet A
Me n’am eus evit c’hoazh graet a vrezel nemeur
Nemet d’al loened gouez dre goadeier Breizh-Meur
rien (…) que A netra nemet A
Kaer o deus bet redek gant mall war va roudoù, 
Netra ’deus gounezet ’met va zog, va botoù, 
Hag un tamm kroc’hen bennak diwar va fenn.
s'il y en a mard eus
                               Mard eus newazh unan, 
Ra ma kouezho en neant, gant e vallozh warnañ ! 
sans hep
Yann a zisternas ar gazeg eus al loc’hennoù hep distagañ komz.
sans (aucun) doute hep mar (ebet)
Mar teuint, lazhet e viot ganto, hep mar ebet.
sans A ni B hep A na B
Evit krouiñ ar bed evel ma ra, hep diwezh, nag ehan, n'en deus nemet ur vammenn ma dennfe diouti ar Grouidigezh.
sans plus hep mui
Va yaouankiz a zo tremenet da viken,
Hag evelti, bremañ, levenez ha frankiz
A zo nijet a bell, hep mui dont war o c’hiz.
sauf si nemet + verbe
Bremañ, dre c’hras Doue, ’c’hallin mervel ganit,
Nemet kaout a rafe Breizh an tu da c’hounit
’N ur gas diwar he zro ar pennoù-bloc’h daonet.
se mettre à (faire…) en em reiñ da + infinitif
Skeiñ Tremeur da vervel ? ho !… reiñ dorn d’e lazhañ !…
Dirak e varv kriz en em reiñ da ganañ !…
selon A hervez A
Hervez komzoù an ael, ni hon eus hen klasket
Ha, paour ’veldomp, amañ, sur ’omp eus her c’havet.
selon A war A
                                                      Pelec’h
Eo bet kuzhet ganto ? War am boa klevet dec’h
E tle bezañ amañ war ar c’harzh… Hemañ eo.
seul va-unan (da-unan, e-unan…)
Chomet ’on va-unan, an hini a dlee bezañ va fried a zo marv war ar chafod (…)
seulement hepken
C’hwi a oar mat, ma Doue, emañ deoc’h-c’hwi hepken
Em eus roet ma gwerc’hded, gouestlet ’vit birviken
seulement nemetken
Gant kement a nerzh e komze an ael divezhet ma chome ar person bamet holl d’e selaou, ha n’hellas lavaret nemetken :
– Penaos ! te eo a zo aze, spered milliget ?
si (affirmation) eo
– N’eus den ennout, kastell kozh ?
Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traoñ war evezh hag o pediñ.
si (condition négative) anez e + verbe
si (condition négative) ma na + verbe
Ma na ve Doue da’m sikour, 
War he lerc’h ’afen ’traoñ an dour.
si (condition) gant ma, war-lerc’h ma
Voyez pourvu que (gant ma et war-lerc'h ma).
si (condition) ma (ma’z, mar, mard…)
Ma’z oa dre bizhoni e oa un dra vezhus ; ma’z oa evit ober goap ouzh ar sant, e oa gwashoc’h c’hoazh.
si (qualité) ken
Tud ken garv, kont veur, n’hoc’h eus gwelet biskoazh.
si A que ken A ma + verbe
Ur sant ken kuñv, ken hegarat,
Ken karantezus ha ken mat,
Ma ziskampe an aeligoù…
si bien que ken + verbe
Ab’oe c’hwec’h miz krenn kastizet, 
Ken oa truez ouzh o sellet.
si ce n'est que anez + verbe
Taolet war an dachenn tri pe bevar marv ; 
Hag, anez oa torret ar vazh ’tre va daouarn, 
’Vijent deut holl ganin, daoust da dir nag houarn…
si longtemps keit all
Petra a glevañ-me ? Perak ’on-me bevet
Keit all evit klevout ar pezh am eus klevet ?
sinon pe anez + verbe
Gouloù, mar plij ganeoc’h ! Gouloù ! Ken teñval hag ur fourn eo ho ti, mab ar sec’h. Degasit gouloù din, pe anez ne echuin ket ho labour.
sinon peotramant
Tav, peotramant an doue… 
soit A soit B pe A pe B
Bete-goût ma sachfent warnout pe wall pe c’hloaz,
Me a zalc’ho ’ne dit ken ’vi ’n em gavet gwaz.
souvent alies
Ken alies amañ ’tremenas an ankoù
M’en deus, war gement tra, merket don e roudoù ! 
souvent meur a wech
Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em sevel, gounit o frankizioù tremenet (…)
tant A que B koulz A ha B
E pep lec’h ma sko an heol-se,
E sav eienennoù buhez,
Koulz er maezioù hag en ene !
tant A que B koulz A, koulz B
Hag hen ’n em dalc’h heñvel, koulz e mat, koulz e fall.
tant de A (quantité) kement a A
En ur welet kement a nerzh,
Kement a lealded er Boers,
D’an Transvaal e ya Frañsizien
tant de A (temps) keit Ø A
Hag e-kreiz trouz ar mor, ar gurun,
E kriont holl : « ra vo lazhet !
Rak keit Ø amzer zo ma’z omp war yun ! »
tant que (durée) endra + verbe
An diavaeziad, koulskoude, a gendalc'he da skeiñ kalet, o touet hag o vallozhiñ Doue endra c'helle.
tant que (durée) keit ha ma + verbe
Pa en em sav ar tarzhioù, par c’hwezh an avel viz, e klever ar Roc’h o ouelañ, oc’h huanadiñ keit ha ma pad ar gorventenn.
tant que (durée) tra ma + verbe
Hogen, tra ma vefoc’h amañ, be’t sur, aotroù,
’Rankfe ’benn ho lazhañ mont dreist va c’horf marv.
tant que (quantité) kement ma + verbe
Ganin, evit ur wech, re a c’houlennez, Drouiz :
Kement am eus lazhet dija, ma’z on aet skuizh !
tantôt A, tantôt B gwech A, gwech B
An Aotroù Doue eo. Reiñ a ra, mar plij gantañ, gwech ar gounid, gwech ar c'holl.
toujours a-viskoazh
toujours atav
Va Doue, deus ho torn ni ’rank atav sentiñ, 
’Forzh pe wall pe eurvad a daol war hor gorre (…)
toujours bepred
Gwir eo, va mab, taolomp evezh bepred war hor c’homzoù !
toujours bewech, bep tro
toujours dalbezh, dalc’hmat
tour à tour bep eil tro
Ar bloavezhioù a dremenas o tegas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil tro.
tour à tour tro ha tro
Hag e sav hag e sell tro ha tro ; n’ez eus mui Allaz, war an hentoù, nag er pennkêr, hini.
tous an holl
Me ’gano ar c’han, an holl a-bezh a gano an diskan, mar kirit.
tous kement hini, pep hini, pep unan
tous les A an holl A / an A holl
Ne vanke hini ebet. An holl besketaerien ivez a yoa er gwasked.
tout ce que kement (tra) a
Deut e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evezh war ar paotr pizh, o reiñ dezhañ kement a c’hoantae er bed-mañ.
tout ce que razh ar pezh a
Razh ar pezh a lârit n’en deo ’met faosoni. 
tout de même evelkent
N’eo ket evelkent gant an truilhoù-mañ eo e kredin mont da vragal du-hont.
trop (de trop) Ø re
Komz dizoan, Hilligern : n’en deus den ebet Ø re.
trop A re A
Kouerien paour-razh, re zienek evit magañ fiziañs, re voazet ouzh ar baourentez evit en em glemm, ha kalonek bepred en o labourioù tenn.
un peu de A un nebeud Ø A
Ar gwin, a leverer, n’eo ket gwall-ger amañ, hag ouzhpenn, un nebeud Ø lip-e-bav na rafe ket a zroug… ur wech n’eo ket atav…
un peu de A un tamm(ig) Ø A
(…) me ’garfe ober ur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe un tammig Ø amzer.
vers A (approximation) war-dro A
An dra-mañ a dremen e Breizh-Izel, war-dro ar bloaz 548, goude donedigezh hor Salver.
vers A (direction) etrezek A
Dihun abred, ar c’hi Tom o gwelas
O vont er straed, etrezek an hent bras.
vers A (direction) trema A
Ne skuizhan ket o sellet dioute : na kaer eo dremm ma fobl ha p’en deo savet trema Doue !
vers A (direction) war-dro A
Ne fell ket din, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz.
vers A (direction) war-zu A
Eno e weled o sevel lorc’hus o fenn war-zu an neñv, ar meinhir hag ar peulvanoù, c’hoant ganto d’en em sevel uheloc’h c’hoazh dirak an dud estren-se…

 

© Sébastien Marineau et l'association Daskor Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix