Ni a oa div c’hoarig...

Devinez ce dont il s'agit... et cliquez en bas pour avoir la réponse !

Ni a oa div c’hoarig o chom er memes ti,
Kloz mat an nor warnomp, e vevemp disoursi ;
Kerkent ha ruz hor penn hag hor c’hroc’hen reudet
D’hor c’hlask ar vugale, gant pres zo deredet ;
Ha daoust pegen garv oa hon ti mogeriet
Ez omp bet diframmet, ha poazhet ha debret.

Div gistinenn geizh
Klozet mat en o neizh
A veve disoursi
Hep trouz na gwarizi.
Met pebezh planedenn !
A-vec’h m’oa ruz o fenn,
Pevar pe bemp bugel,
Ganto pep a gontell,
O dilhad diskempenn,
A freuzas al lojenn
En despet d’an drein,
Hag o debras d’o lein.

Source : 
Feiz ha Breizh
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix