bep eil
Traduction:
chacun
Exemple:
Glav puilh ha grizilh, bep eil a ziskenn skuilhet dre gant mil eienenn.
Remarques:
Bep eil contient eil (deuxième) et suppose donc deux termes.
Auteur :
Le Garrec, Toussaint (1862-1939)
Titre ouvrage:
Hollvelen (1926)
Autres expressions (mots-outils) :
Sens rapproché | Expression | Exemple |
---|---|---|
à côté de A | e-kichen Ø A |
E-kichen Ø va c’havell alies,
Pell-bras e veze war evezh, Hep en em skuizhañ biskoazh (…) |
à l'intérieur de A | en diabarzh da A |
Met komz din sklêroc’h c’hoazh ! sav uheloc’h da vouezh,
Pe mouget ’vo gant nerzh ar griadennoù gouez A savo, meur a wech c’hoazh, en diabarzh din !… |
à nouveau | a-nevez |
Dre ar c’hazetennoù, al levrioù, ar gwerzioù, ar sonioù, eo e teuimp a-benn da zigas a-nevez ar c’hiz eus ar gwir vrezhoneg.
|
à nouveau | adarre |
Boum !... Boum !... Boum !...
...Tri daol sec'h adarre. |
à travers A | a-dreuz A |
Ivona a zilamm hag a c’halv ; ur vatezh a heuilh anezhi, hag e sell a-dreuz toull an nor.
|
aller + infinitif | mont da + infinitif |
Te ’soñj ivez, kenderv, mont d’ober ur c’hrogad ?
|
après A | a-benn A |
Hag ez ejont a-nevez en hent. A-benn ur pennad, Konan a chomas adarre a-sav.
|
après A | goude A |
Un deiz Sant Per a yoa o vont da ober ur c’housk, goude merenn, e porched ar Baradoz pa glevas skeiñ daou pe dri daol war an nor (…)
|
assez de A | A Ø a-walc'h |
Ra blijo gant Doue selaou hon fedennoù,
Ha reiñ deoc’h, tud yaouank, nerzh Ø a-walc’h da drec’hiñ ! |
assez pour (faire…) | a-walc’h da + infinitif |
An daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brenañ un daol, ha bep a skaon mar plij.
|
assez pour (faire…) | a-walc’h evit + infinitif |
Ur wazh a c’hwad kristen, a-walc’h evit derc’hel
Ar soñj eus an Drouized ’dreuz ar c’hantvedoù pell. |
assez pour (quelqu'un) de (faire) | a-walc'h da (unan bennak) Ø (ober) |
N’eo ket a-walc’h d’ar re-mañ Ø kaout gwad Tremeur.
|
au lieu de A | e-lec'h Ø A |
Eus ar sklavaj m’eo bet diframmet ar bobloù,
M’eo deuet ar garantez e-lec’h Ø ar gasoni, M’eus levenez el lec’h n’oa nemet an daeroù (…) |
au pied de A | e traoñ Ø A |
Naig, un heizez flour
Er c’hoadoù, ’traoñ Ø an dour Un heizez flour. |
au pied de A | e-harz Ø A |
E-harz ar skluz an dour a verv hag a eonenn ouzh ar c’herreg ; pelloc’h e tiskenn lizidour gant paper distrempet, roget, didalvoud, war-du ar mor tost.
|
au sujet de A | a-zivout Ø A |
P’em eus lâret dezhañ ma soñj, hep kuzh netra,
A-zivout Ø ar pried em [boe] choazet, Anna, O reiñ e vennozh din, ama, eñ a grene… |
au sujet de A | diwar-benn Ø A |
Te zo paotr kalonek, te ’zegas din eñvor
Ouzh un den ’moa klevet gwechall diwar e benn. |
au sujet de A | diwar-bouez Ø A |
Ne gredas ket Rivanon goulenn un disterañ diwar he fouez.
|
au-dessus de A | a-us da A |
A-us d’ar siminal, a-istribilh ouzh daou dach sanket en treust mogedet, e oa ur fuzuilh kozh-loued, oadet a gant vloaz d’an nebeutañ, hag hi merglet ha goloet a gevnid.
|
au-dessus de A | dreist Ø A |
E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù.
|
aucun | den, nikun |
Voyez personne (den) ou personne (nikun).
|
aucun | hini ebet |
Hini ebet anezho n’ez pezo da ziskolpañ, keit da vihanañ ma vezo Gwenole va anv, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanoù dir !…
|
aucun A | A ebet |
Ne gleved ket an disterañ trouz, nag er porzh, nag en dourell vras ; youc’h ebet, klemmadenn ebet...
|
aucun A | nep A |
Gwell eo ganin diskenn er bez,
Pa n’em eus mui nep karantez. |
aucun A | seurt A ebet |
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
|
aucun A | tanfoeltr A |
Tanfoeltr espern n’am eus-me klasket diganit :
Te ’rae da c’hiz pa vijes krog en tu gounid […] |
aussi | ivez |
Roue douar Kanaan a zo aet kuit, ar roue Mazarez ivez, an diaoul ivez.
|
aussi A que B | ken A evel B |
Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried.
|
aussi A que B | ken A ha B |
An diavaeziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec'h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoe eizh deiz.
|
aussitôt | a-benn |
An Ankoù a zered a-benn
Er soñj mat her rentañ laouen. |
aussitôt | diouzhtu |
Lachèvre a ya diouzhtu d’en em lakaat en tu all da Wenole.
|
aussitôt | raktal |
O ! mar gallfe, kont veur, donet du-mañ raktal
Un ugent pe dregont dimeus ho soudarded, ’Vefe torfedoù bras ha gwalleurioù harzet (…) |
aussitôt que | diouzhtu ma + verbe |
Al lakez bihan, diouzhtu ma oe echuet gantañ e baskoù, a oe kaset gant e dud da zeskiñ bezañ kere, d’ar Gosker !
|
aussitôt que | raktal ma + verbe |
An dud a serr o beg raktal ma kaozean ; Kement hini a priz kement tra a lâran.
|
autant | koulz |
Va breur Gwilhoù, koulz eo dit en em astenn aze em c’hichen, da c’hortoz an Añjeluz da seniñ en ur chapel bennak diwar-dro.
|
autant A, autant B | kement A, kement B |
Kement e seblante Ivonig bezañ kalet ha pizh, kement ez oa Noela madelezhus ha karadek.
|
autant que A | koulz hag A |
Chalmet hoc’h eus tud ma zi-me,
Ma gwaz koulz ha ma bugale. |
autour de A | en dro da A |
Paotred ar sabad, an hoperien-noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltañs a zo a deue, eme an dud, da goroll en-dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunezh dezhañ.
|
autour de A | tro-dro da A / tro da A |
Kanañ, kanañ bepred a ra mibien Arvor,
Ken m’eo leun an dachenn, tro-dro d’ar soudarded… |
avant que | a-raok ma + verbe |
E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù.
|
avant que | kent ma + verbe |
Kent ma vo an ti kempennet,
Atizet tan, ar saout goroet, E vo mall-bras mont d’an iliz. |
beaucoup de A | a-leizh a A |
A-leizh a Douraniz o deus ’b’oe kantvedoù
Klasket o zonkadur ennout ; war o roudoù E teu hiriv Nerzhveur, o zrec’her bras… |
beaucoup de A | forzh Ø A (pluriel) |
Met gwelet sur eo bet an daou dan a vrezel
Gant forzh Ø tud eus a bell, pere a zegouezho Dindan daou pe dri deiz ’kichen ar menezioù (…) |
beaucoup de A | kalz a A (singulier) |
En douar nag er gwez n’ez eus ket kalz a dra.
|
beaucoup de A | kalz Ø A (pluriel) |
An eürusted du-se kavet
Selaou, paourkaezh Janedig, Gant kalz daeroù a zo mesket ! |
beaucoup de A | meur a A (singulier) |
Graet ’neus an Normaned meur a daol divalav.
|
beaucoup de A | n'ouspet Ø A (singulier) |
(…) traoù euzhus ha mezhus, na gredent komz anezho nemet goude bezañ graet sin ar groaz n’ouspet Ø gwech.
|
beaucoup de A | ur maread Ø A (pluriel) |
Skoet e oe neuze ur maread Ø taolioù pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c'hoant d'he divarc'hañ.
|
bien que | daoust da A da + infinitif |
Daoust da'm fenn da blegañ, va spered a vane dizoñvus…
|
bien que | daoust ma + verbe |
Daoust ma ren tro-war-dro da Vreizh noz an ankoua,
Daoust ma wask, evel ur vantell blom war o skoa[zh] Goapadeg, yenijenn, digalonder an dud (…) Kan ar varzhed a strink eus a bep korn ar vro. |
bien que | en despet da A | |
bien que | evit A da + infinitif |
Ha daou vloaz zo abaoe m’eo aet kuit, ha n’he deus keloù ebet, eviti da ouelañ ha da bediñ.
|
bien que | goude ma + verbe |
Petra a gaver skañv, goude ma vije pounner ?
|
bientôt | a-raok (ma vo) pell |
A-raok pell an erc’h hag ar rev
A lako doan war ar maezioù (…). |
bientôt | emberr |
Mat ! ’mezañ, deus emberr, gant sonioù dibabet,
D’ober deomp-ni dañsal evit un eured gran |
bientôt | hepdale |
Hepdale ’teuio deomp keloù gant va mibien.
|
bientôt | kent (ma vo) pell |
…Hep mar, kent ma vo pell,
E tirollo warnomp ur gwall varrad avel.
|
bientôt | prim |
Prim e tesko ganin hemolc’hiñ, ren ul lestr,
Hag e vo stad enni bevañ dindan ur mestr. |
c'est A | A eo |
– Salver benniget ! hon aotroù person eo !
|
ce que | (ar) pezh a |
Pezh am eus graet, kont veur, a raje pep Breizhad.
|
ceci | an dra-mañ |
An dra-mañ a dremen e Rom, e tro ar bloaz 303, goude donedigezh Hor Salver.
|
ceci | kement-mañ |
Kement-mañ a yoa d’an deiz kentañ a viz du, ha serr-noz an devezh ma ra an Iliz gouel bras an Hollsent ha ma tegas soñj deomp eus hor c’herent a zo o leskiñ er purgator.
|
celui (qui) | an hini (a) + verbe |
Ur merzher eo an hini a varv e-touez ar poanioù ar re vrasañ en ur c’houzañv evit anv Jezuz-Krist. N’eus marv ebet a ve enorusoc’h.
|
celui (qui) | an neb (a) + verbe |
Mar befe ho madelezh dougen ar sac'h-mañ ; ar c'hiz a zo d'her reiñ d'an neb a deu da c'houlenn ar beleg.
|
celui (qui) | hennezh (a) + verbe |
– Lavar din ma klevin piv eo hennezh a garez.
– Hennezh, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet amañ. |
cependant | avat |
Ne lazhont ket an dremenidi,
Karet a reont avat farsal |
cependant | daoust da se | |
cependant | evelkent | |
cependant | koulskoude |
Ha koulskoude un ulfennig tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ta ?
|
cependant | newazh |
Gwir eo, Hadar… Newazh, daousto da gement-se,
Daousto da splannder gaer ar stered, me ’venn-me (…) Kemer ar gwellikañ ma c’hellin ma repoz. |
chacun | bep eil |
Glav puilh ha grizilh, bep eil a ziskenn skuilhet dre gant mil eienenn.
|
chacun | kement hini |
Kerunkun a zo ur gêr vras, gant dek familh gaer o vevañ enni diwar ar mengleuzioù mein-glas ; ha kement hini eus kement familh a oa deut gantañ e lodig.
|
chacun | pep hini |
Bremañ, n’eus ken ’met skeiñ war benn an enebour,
Hag eno pep hini ’raio deus e wellañ. |
chacun | pep unan |
Amañ war an eneoù un avel yen a hud,
Pep unan ’ra evitañ, ne sell[a] den gant den…
|
chacun (à chacun) | pep |
O ! Santez Anna ! O ! Sant Yann Vadezour, va faeron, ho pet truez ouzhin ! Me ’roio deoc’h pep a c’houlaouenn rousin tevoc’h egedon-me mar am zennit eus skilfoù an archerien.
|
chaque A | kement A |
Bemdez kazi me ’ra da’m zreuzour kozh
Kaniñ ar werz a gan kement treuzour. |
chaque A | pep A |
Tri zra tarzhet diouzh an teir unanenn gentañ :
Pep buhez, pep mad, pep galloud. |
chaque fois que | bep tro ma + verbe |
Da ene a deuio dre amañ da huanadiñ, en-dro d’ar roc’h-mañ, bep tro ma kouezho ar gorventenn war aodoù Breizh.
|
chaque fois que | bewech ma + verbe |
Bewech ma tegouezh din gwelet ur Gwenedour,
E kavan anezhañ stummet eus ur c’hadour. |
chaque fois que | na + verbe + gwech na + verbe |
Teir gwech an deiz a ve tommet,
Teir gwech an deiz a ve broudet, Ha n’her brouder gwech gant spilhoù, Aotroù, na diverr ho teizioù ! |
combien | pegement |
Soñj ho peus holl, me ’gred,
Pegement an arnev ’hed an hañv ’noa trouzet |
combien de A (exclamation) | nag a A | |
combien de A (quantité) | pegement a A |
Mar ouefe koulskoude pegement a zudi
’Ve degaset gant e zistro d’e Zuardenn, Mar ouefe pegement e karan va chadenn, E rafe marteze un tammig pled ouzhon… |
combien de A (quantité) | pet Ø A |
Pet Ø brezelour hoc’h eus kavet ’trezoc’h ho tri ?
|
comme (cause) | dre ma + verbe |
Un amezeg d’an abardaez,
Den o fiñval dre na wele, E ti ’z eas. |
comme (cause) | ma |
Evit dezhañ kaout danvez ha leve, perc’henn ma’z oa e dad war an douaroù strujusañ er barrez, Lan Ofret, mab pennhêr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, disamm e ziskoazh ha goullo e zaou zorn (...)
|
comme (comparaison) | evel ma + verbe |
Ha ... Petra ? Ne lakaoc’h ket an traoù-se dillo, en o lec’h, evel ma’z oant, bandenn chatal !
|
comme (comparaison) | seurt ma + verbe |
Fentus ’n hini ’kavan soñjal en un daolenn
Seurt ma rafe Karnak e-kichen Hollvelen, Ar vran e-tal ar goulm, an noz e-tal an deiz, Ar gaou laosk ha mezhek dirak ar wirionez. |
comme A (comparaison) | a seurt da A |
Hag Hollvelen (…)
Ouzh ur gwaz a seurt dit n'hallfe nemet heugiñ
'Vel ma rafe dirak un touseg ur c'hadgi.
|
comme A (comparaison) | evel A |
N’int ket holl : unan ’meump diskaret,
Diwar gorre ar c’hleuz, ur pezh maen war e gein, Hag en deus her friket evel un aval brein. |
comme si | evel pa + verbe |
Ivonig hepken a gendalc’he da vezañ didrouz, eürus bepred, evel pa vije difennet gant ur wrac’h bennak, gant ur galloud kuzhet, diaoulek marteze, a zegase dezhañ nerzh, yec’hed ha kalz pesked.
|
comme si | koulz ha pa / koulz ha ma + verbe |
Ar gwazed a vrezele an eil ’enep d’egile koulz ha pa dleje ar vuhez padout atav, koulz ha ma vije bet gounidigezh un eur ken talvoudus hag ar vuhez peurbadus.
|
comment | pegiz |
A ! emezañ, pegiz herzel
diouzh kement a zroug, a drevell (…) ? |
comment | penaos |
Mantret ’voe pa welas penaos oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe oc’h e anaout.
|
constamment | dalbezh |
An noz, ya, aet eo razh e daoulagad Talhouarn
’Vit ober eus e gorf un ti-kloz hag a c’houarn, ’Vel an tan en oaled, sklaerder ar wirionez Dalbezh bev, dalbezh splann, ’vel an heol da greisteiz. |
constamment | dalc’hmat |
Ar bobl a gresk dalc’hmat betek an ofer’n-bred,
An engroez a zo stank a-zalek beg al lann, Ken stank ma verv an dud e-giz un taol gwenan. |
contre A | a-enep da A |
Aet eo kuit he mignon karet, gant e aotroù kozh, da stourmiñ a-enep d’an enebourien, en tu all d’ar mor.
|
contre A | enep A |
Gopr ebet na lore n’hor bo da c’hedal
Nemet goap ha dispriz a-berzh an dud all ; Savomp enep an dud galloud hon ene, Enep ar bed ar wirionez. |
dans A | e-barzh A |
Perak, lavar din, lilienn,
E weler da gurunenn wenn O sevel eeun e-barzh an aer… |
dans A | en diabarzh da A | |
de A (origine) | eus (a) A |
Eus a c’houeled ar c’hoad, piv zo erru du-hont ?
Sell ! an drouiz-meur Gwenc’hlan, harpet war skoazh ar C’hont ! |
de A en A | (eus) a A da A |
Eus a wezenn da wezenn,
Koukou, laosk da ganaouenn (…) |
de la sorte | hevelep |
Sell ! ar glabouser en doa kollet e deod. Hag eo evit lavaret hevelep sotonioù e tigorez bremañ da c’henoù ?…
|
depuis A | abaoe A |
Pignat a ra, bemdez, da veg an tour, abaoe daou vloaz, da sellet ouzh ar mor glas.
|
depuis A | adal A |
Ha kavet hon eus hen hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak adal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad.
|
depuis A | adalek A |
Forzh e pe lec’h ez i, va galloud en em astenn eno (o tiskouez ar pevar avel), adalek an hanternoz betek ar c’hreisteiz, adalek ar sav-heol betek ar c’huzh-heol.
|
depuis lors | a-c’houdevezh |
A-c’houdevezh, pep bloaz, gouel ar re Dremenet,
War an taol a greisnoz, teir mouezh a ve klevet O vlejal war ar mor, e-tal kerreg Penbozh ; |
depuis lors | a-dalek neuze |
A-dalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra.
|
depuis lors | ac’hano da zont |
Ac’hano da zont an den kaezh
’Deue d’e welet alies ; |
depuis lors | diwar neuze |
Dek vloaz zo abaoe m’em eus dilezet va c’hurunenn a roue ! Dek vloaz ! ha diwar neuze, pebezh peoc’h !
|
depuis quand ? | abaoe peur ? |
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
|
depuis que | a-c’houde ma + verbe |
Na tristat eo beviñ er porzh-mañ a-c’houde
M’en deo bet dilezet gant ar briñsez. |
depuis que | abaoe ma + verbe |
Tri miz zo abaoe ma’z eus tud o terriñ hor penn deomp gant distro ar c’hont.
|
depuis toujours | a-viskoazh |
Ni zo bet a-viskoazh debret gant an dud all.
|
derrière A | a-dreñv (da) A |
Pa vez kuzhet an heol a-dreñv d’an torgennoù
Me ’gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor maezioù. |
dès A | a-dal A |
Setu petra newazh a ra Sant Gwenole
A-dal an deiz m’en deus ’n em lakaet da ober Mirakloù, eñ a ra jen din e m[a] micher. |
dès A | kerkent ha A |
Savet kerkent ha gouloù-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulmañ kordenn e vag evit mont lark da besketa (…)
|
dès que | a-dal ma + verbe |
Ar plac’hig, a-dal m’ouias,
Semplet d’an douar a gouezhas.
|
dès que | a-dalek ma + verbe |
’Dalek ma stoke d’an treuzioù,
’Kleve ar c’hlaz o vont en-dro, |
dès que | diouzhtu ma | |
dès que | kentañ ma + verbe |
Kentañ ma oent dimezet
Alo ! va mignon ! Alo ! Geo ! Kentañ ma oent dimezet En ur stad trist ’oent lakaet. |
dès que | kerkent ha ma + verbe |
Ar vugale astennet war leur an ti a respont d’ar son, ha kerkent ha ma’z eo echuet ar poz kentañ, emaint holl, en o sav, en-dro d’an daol.
|
désormais | hiviziken | |
devant | dirak |
(…) ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant euzh p’en em gavent dirak e zremm zu hag e gein chouket.
|
donc | eta |
C’hwi, kont Even, a vo, dre ho kouiziegezh,
Ar barrekañ da gas ac’hanomp d’ar viktor ; Sturit eta, m’ho ped, strolladig an Arvor. |
dorénavant | hiviziken |
Distro ouzh an Doue a ankounac’hao da bec’hedoù, ma teuez davetañ a greiz kalon ha ma roez da c’her e reni hiviziken ur vuhez gristen.
|
d’où | a-beban |
P’en deo gwir e lakez an neñv da vrañsellat,
Ar mor bras da horos, an douar da horellat, (…) Ha mab-den, roue ar bed, war e dreid da greniñ ; A-beban ha piv ’out, lâr-te, gurun, lâr din ? |
d’où | eus a belec’h |
Lavar gwennili bihan,
Eus a belec’h e teuez… |
d’ou | eus e-men |
Eus e-men e t’an*, [teuan]
Nemet eus an neñv ! |
en + participe présent | dre + infinitif |
Dre fiout e pep den ha krediñ pep lavar
’Maon lakaet dindan treid tra ma vin war zouar… |
en + participe présent | o + infinitif |
O welout an dud oc’h en em vodañ a-dreñv e gein, e teuas mezh dezhañ.
|
en + participe présent | ouzh + infinitif |
E vignoned ouzh e welout a voe laouen-bras.
|
en raison de A | a-drugarez da A |
Breizhiz, a-drugarez d’o c’harantez kalonek evit o zud varv, a-drugarez d’o fedennoù pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeriñ d’an eneoù, d’an Anaon a zev er purgator, dorojoù aour al liorzh peurbadus.
|
en raison de A | abalamour da A |
Abalamour d’ho pec’hedoù,
Perinaig, it d’ar marv ; |
encore | adarre, a-nevez |
Voyez à nouveau (adarre) et à nouveau (a-nevez).
|
encore | c’hoazh |
Setu c’hoazh ar mare ’vit ar foenn hag ar mediñ (…)
|
entre | etre |
Etre hon div galon me ’meus santet ivez
O terriñ al liamm gwechall skoulmet ken kre[ñv] ! |
environ | bennak |
An den kozh-mañ eo an hini hon eus gwelet un deiz, dek vloaz bennak zo, d'ar mare n'oamp nemet bugale…
|
est-ce que | daoust hag (eñ) |
Lârit deomp, tud hor Bro, daoust hag eñ e ve c’hoazh Pardonioù kaer e Breizh, festoù d’an deiz-ha-bloaz...
|
étant donné que | o vezañ ma + verbe |
Met o vezañ m’edo ur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesonier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brenañ un daol, ha bep a skaon mar plij.
|
être A (humeur) | bezañ A an tamm (ac’hanon...) |
– Petra ’glaskit ? eme Sant Per, rog an tamm anezhañ.
|
faire B (infinitif) A (sujet) | lakaat Ø A da B |
Ur pezh foultrenn den e oa, barv du hag hir dezhañ, en e benn daoulagad ruz evel an tan, gouest da lakaat ar paotr muiañ dispont da grenañ war e dreid.
|
faire B (infinitif) A (sujet) | ober da A Ø B |
Ni ’zisk’e’io dit ur bal
A rey da’z mell-kein strakal. Pa’z arc’hant korr tra na dalv. |
il n'y a plus de A | n'eus mui Ø A |
Marv eo va c’halon, n’eus mui netra evidon er bed-mañ.
|
il n'y a plus qu'à | n'eus ken nemet + infinitif |
Ar pech, deus ma welan, a zo bet stennet mat ; n'eus ken nemet gortoz al loen da zont e-barzh.
|
il y a (temps) | zo |
Ouzhpenn ugent vloaz zo n'em eus ket bet ur gwenneg zoken em godell.
|
jamais | biken |
Biken, e lavaront, biken ne vo kavet
Ur galon ken tener en ur c’horf ken kalet.
|
jamais | biskoazh |
Biskoazh, ma Doue,
N’em eus klevet komz er giz-se ! |
jamais | gwech (ebet) |
Teir gwech an deiz a ve broudet,
Ha n’her brouder gwech gant spilhoù, Aotroù, na ziverr ho teizioù ! |
jamais | jamez |
Met, ’vit an añjuli en deus graet e verc’h din,
Ne c’hellin ket jamez… jamez he fardoniñ ! |
jamais | morse |
O vezañ n’ez ae morse da di ebet, e vuhez a yoa heñvel a-walc’h ouzh hini un den gouez.
|
jamais | nepred |
Pizh-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha darev e oa atav da grediñ edo an dud o trouz-prezeg anezhañ.
|
jusque | a-benn da |
’Vel evnig Doue,
Pa darzh an deiz, Nij, o m’ene, A-benn d’an neñv (…) |
jusque | betek |
Betek eno eo aet kounnar ruz an dispac’herien enep ar veleien.
|
jusque | tre betek |
Ur youc’hadenn a glevis, youc’hadenn ar peurzorn
Adalek krec’h Sant Mikael tre betek traoñ Elorn, Adalek ti Sant Weltaz tre betek Penn-ar-Bed ;
|
jusque | tre da |
A-vihanik tre d’ar marv,
O Mari, Gant fiañs ni ho enoro Atô. |
justement (en train de) | krak o + infinitif |
Hollvelen, krak o tistreiñ, a glev an Dianavez...
|
laisser + infinitif | lezel da + infinitif |
Na lezit ket, ’velkent, da drec’hiñ war ho re
An dud fall dislonket gant an Diaoul er vro-mañ. |
le long de A | a-hed Ø A |
Sellout a rae ouzh ar menezioù du, heñvel ouzh ar menezioù dizarempred, ma voe ereet war o lein, a-hed Ø kantvedoù, Prometheus, Laer an Tan.
|
le plus A | A-añ (ar) |
Ar Breizhad-se, kont veur, a oa Nemenoioù.
Ø Brasañ roue ’zo bet hag a vo da viken ; Ar pezh en devoa graet n’oufe den ober ken |
mais | hogen |
Lazhet gante va gwreg ha va bugaligoù,
’Doa c’hoant ober ivez tan gant va relegoù, Hogen, tapet am boa krog em fenn-bazh derv (…) |
mais | met |
Met soñj a deuas din na oa ket hir an hent
Da zont betek amañ da c’houlenn degemer, ’Lec’h chom en o galloud evel ur c’hemener. |
malgré A | en despet da A |
Rak, en despet d’ar Saozon kriz,
Bevet ar gwir hag ar frankiz ! |
malgré cela | daoust da se |
Met daoust da se, Yann ne gave na roud na tres ebet eus an dianket Oanig paour !
|
même | zoken |
Daoust ne rae ken eus e vuhez, traoù iskis ha spontus zoken a gave ar besketaerien all da lavaret war-benn an ermid kozh.
|
même A (égalité) | hevelep A |
An dra-mañ a dremen er-maez, en hevelep lec’h, e tro an abardaez, dek vloaz goude.
|
même A (égalité) | memes A |
war o roudoù
E teu hiriv Nerzhveur, o zrec’her bras, devet Gant ar memes arvar hag ar memes kleñved. |
même A que B (le) | hevelep A gant B (an) |
war an hevelep ton gant « Son ar chistr »
|
même si | na pa + verbe |
Na pa savfe war dreuz hon nor*, [K nour]
E-lec’h raden glas, bleunioù aour ; Na pa savjent ’leizh ma liorzh, Ma n’em eus ma dous, ne ran forzh. |
même si | nag e + verbe |
Bremañ va eontr, me ’gred, c’hall bezañ dinec’h-tre :
Nag e ve digor frank an nor war va gorre, Nag e kouezhfe an tour, tec’hel kuit na rin ket. |
même si | pa + verbe |
Pa gouezhfe ma marc’h bep kammed,
Me ’rank mont fenoz da Wened. |
même si | zoken pa + verbe |
N’her gouien ket va-unan zoken pa skriven dezhi va lizher diwezhañ...
|
ne plus | na + verbe + mui / na mui + verbe |
Kaer o deus trubuilh da nec’hiñ,
Perinaig na lavar mui ; Na mui n’selaou, pleget he fenn,
’Vel ma vije ’n ur soñjadenn ; |
ne plus être A | bezañ aet e-maez a A |
Aze ’mañ an hudour,
Aet a-bell zo ganeomp e-maez a enebour,
Savet gant hon roue dreist ar vedisined.
|
ne serait-ce que | ha pa ne vije ken nemet |
Yann Postig, daonet dre m’en deus lezet e dud o teviñ er purgator a ziskouez, ha pa ne vije ken nemet dre e gastiz euzhus, karantez tener, don ha birvidik o deus ar Vretoned evit an anaon.
|
ne … pas (impératif) | arabat (eo) + infinitif |
Ya, labourerien-douar, arabat eo krediñ
E ve buhez paotred kêr gwell eget hoc’h hini. |
ne … pas (impératif) | diwallit da + infinitif |
Pa santit gouloù deiz o tont war ho spered,
Diwallit da vougañ ar sklêrijenn santel, ’N ur reiñ dorn da lazhañ ur paourkaezh bugel ! |
ne … pas (impératif) | ne + verbe (impératif) + ket |
Hola ! Ne gredit ket n’eus amañ ’met un drouiz
Hag en defe heuget rak un torfed ken kriz. |
ne … que (restrictif) | ne … nemet |
N’ouie nemet tri dra : karout, sevel, difenn
An Arvor benniget. |
ni A ni B | nag A na B |
Ha morse ne glever, sebezusañ burzhud,
Nag arzh, na karv-meur, na bleiz, na gourejen,
Loen ebet o sevel e vouezh en o c'hichen.
|
ni A ni B | Ø A na B |
Gant hon dorn nag hor youl, biken, skoazh ne rimp-ni
Da ziwadañ Tremeur amañ, evel ur c’hi ! |
non plus | kennebeut |
Mar ne ra ket a vad, evit droug ne ra ket kennebeut.
|
non… mais… | narenn… nemet… |
Ar Vretoned a welis o lemm’ o c’hlaouier wall,
Narenn war higolenn Breizh nemet houarnezh ar Gall. |
où | e-lec’h |
Ma c’halon a zo du-se war dreuz an ti karet
’Lec’h ma huñvreer e peoc’h ’tal an nor goude koan.
|
où ? (lieu où l'on va) | da belec'h ? |
E pelec’h kuzhat ? Da belec’h mont ?
|
où ? (lieu où l’on est) | (e) pelec’h ? |
Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pelec’h eta edo Doue d’ar mare-se ?...
|
par (compl. d'agent) | dre |
dir ar garantez
En deus ho mammoù gaezh ’vidoc’h, o bugale, Ne c’hell ket bout torret biskoazh, mem’ dre un doue. |
par (compl. d'agent) | gant |
Karet ’out ganin-me, va merc’h ; traoù er-walc’h eo.
|
par où | dre be hent |
E-pad ma tebre, ur marc’heg a erruas hag a c’houlennas, digant ar vererez, dre be hent e c’hellfed mont da gastell Kerglaz.
|
parce que | a-drugarez da | |
parce que | abalamour + verbe |
Mezh am eus aotroù duk, ’balamour ’meus ranket,
Dre urzh ur roue kriz, divalav ha treitour, Ho lakaat da c’houzañv chadenn an torfetour. |
parce que | dre ma | |
parce que | ma | |
parce que | peogwir | |
parce que | rak |
Diwall, diwall paourkaezh tremeniad,
Rak ganto ma’z out dizoloet, Evit redet ez eo diwezhad. |
parmi A | e-kreiz A |
Va c’halon, ’vel ar bleuñv, en deus naon ha sec’hed,
Naon d’ar bannoù heol a zeu, da c’houloù deiz, ’Vel ur mel eus an neñv, da gouezhañ en o c’hreiz ! |
parmi A | e-mesk A |
Skañv ha laouen, glebiet he brozh,
E-mesk ar geot, gant ar glizh-noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
|
parmi A | e-touez A |
Pell diouzh an tiez hag an hentoù,
E kouezh e-touez ar c’hornandoned Añvet ivez ar viltañsoù (…) |
pendant A | (e) tro A |
Tro ’n deiz, tro ’n noz e c’harman :
Ma c’halon zo e Breizh-Izel
Ma c’halon n’eo ket amañ.
|
pendant A | a-hed Ø A |
Voyez le long de A.
|
pendant A | e-doug A |
Aet eo e-doug an noz da ober ur bale e-touez deñved e amezeg ; hogen ar chas a ziwalle mat, edont war evezh.
|
pendant A | e-keit A |
Pemp devezh e rankas gedal avat, hag e-keit-se e teuzas meur a bezh ugent real : ar bevañ a zo ker e Pariz, me ’lavar deoc’h !
|
pendant A | e-koulz A |
Un deiz, lemmet e vein gantañ,
Ar miliner ’lâre ’koulz koan : (…) |
pendant A | e-kreiz A |
Me eo an ene paour, ene hor bro, a teus
E-kreiz an noz teñval klevet oc’h hirvoudiñ ! |
pendant A | e-pad A |
E-pad an nozvezh-se kristenien, e-pad an nozvezh-se hepken, an Aotroù Doue a blij gantañ lezel an Anaon da vont d’an ti m’o deus karet ennañ…
|
pendant que | a-barzh ma + verbe |
A-barzh ma’z eas d’ar gêr, e c’houlennas outañ ar person ha n’en doa ket alc’hwezhiet dor an iliz.
|
pendant que | dre ma + verbe |
Dre ma kerzh gant e hent, boud ur skluz all a dosta…
|
pendant que | e-doug ma + verbe |
E-doug ma oan dindan galloud an enebour,
’Meus klevet an hudour meur a wech… |
pendant que | e-kreiz ma + verbe |
Bremazon, ’kreiz ma oa ar menec’h o pediñ,
’Tegouezhas er chapel ur bagad divroidi. |
pendant que | e-pad ma + verbe |
Ar pezh a zo gwir eo penaos e-pad m’edot o kuruniñ hor mestr, ez eus deuet ur c’hannad da zegas ar c’heloù d’an duk Arzhur.
|
pendant que | endra ma + verbe |
Endra ma stou d’an daoulin, gwelet a ra, e melezour an dour, skeudenn ur marc’heg deuet hep bezañ bet klevet ganti.
|
pendant que | pa + verbe |
Sell, pa lamm ar mor bras,
Ur verc’h, un aelig gwenn… |
personne | den |
Den ne grede komz, gwasket ma’z oa kalon pep hini gant estrenvan nevez-c’hanet.
|
personne | gour |
Kaer he doa gervel ’toull an nor
Na deue gour evit digor, Ken a welas tre un toullig An itron stouet marv-mik. |
personne | nikun |
An douar a zo skalfet, ar gwez zo hep delioù,
Ne weler nikun er park, na nikun en hentoù. |
plus (davantage) de A | muioc'h a A |
Diskouezit ’ta d’ho nesañ muioc’h a garantez
Hag e lec’h hen dispenn ho pet kentoc’h truez Ouzh ur paourkaezh a zo dibabet gant Doue ’Vit dougen ur groaz kalz pounneroc’h ’vit ho re. |
plus (négation) | mui |
Bremañ, siwazh ! ne vez mui kanet,
E Breizh-Izel, gwerzioù, sonioù (…) |
plus (négation) | nemeur |
An aotroù person (...) a glaskas distreiñ war an hent mat an dañvad dianket. Ne oe ket selaouet nemeur.
|
plus de A, ni de B | ken Ø A na Ø B |
Ne vezo mui nemet traoù kaer ;
Ken Ø ampoezon, na Ø bilim naer (…) |
plus que | dreist |
N’intentan ket ivez bezañ dleour d’ur wreg
’Viti da vezañ dreist ar re all flour ha c’hwek. |
plus que | muioc'h eget |
Muioc’h eget biskoazh e ranker bezañ war evezh, ha gouzout dirak piv e komzer.
|
plus que | tremen |
Aon am eus, pa vin bet tremen ur bloaz ganti,
E tec’hfe re vuan an eurvad ’maez an ti.
|
plus… plus… | seul… seul… |
Seul kent ez eer en hent, seul kent e tegouezher.
|
plutôt | kentoc'h |
– Distreiñ?... Biken !... Kentoc’h e tremenfen ar stêr diwar neuñv.
|
pour | da |
Gwad az po da’z sec’hed, ha kig az po da’z naon !
|
pour | evit |
(…) ha pa veze echu e labour gantañ, e teue en-dro evit mont da Gonk da werzhañ e varc’hadourezh ha distreiñ ac’hano d’e doull ti.
|
pourquoi | evit petra |
An noz a zo ken kaer m’en don chomet amañ
Er-maez, n[e] ouzon ket perak na ’vit petra. Komañs a raen kousket. |
pourquoi | perak |
Perak, ya, ya, perak em eus-me selaouet
Ho komzoù braouac’hus ?… |
pourquoi | petra eo da + infinitif |
Ar c’hleier ’son laouen — met ar bugel a ouel.
Lavar, petra eo dit gouelañ ’vel-se, bugel ? |
pourvu que | gant ma + verbe |
Touet a ran ober hed-ha-hed evidout
Kement a c’houlennfes, gant ma vo em galloud. |
pourvu que | war-lerc'h ma + verbe |
Petra eo marv unan, pe kant, pe marv kant mil ? War-lerc’h ma vo bev ha klodus ar vro, war-lerc’h ma kendalc’ho ar c’houenn…
|
pouvoir | bezañ evit |
Pegoulz e teuint en-dro ? N’on ket evit hel lavaret.
|
près de A | nes Ø A |
Nes an ti plouz d’an abardaez
’Gweljent unan bennak ane’. |
près de A | tost da A |
Tost da Ber ’oan o c’hortoz
’Barzh er Baradoz, Pa lavaras Doue dezhañ… |
presque A | hogos A |
…daoust m'emaon dre gozhni hogos ken dall ha te.
|
puisque | peogwir |
Ya ! ra varvo Tremeur, peogwir eo ret e skeiñ
’Vit lakaat a-bioù deomp gurun Doue da dreiñ. |
quand (circonstance) | evel ma + verbe |
Ar c’hloareg evel m’he c’hlevas,
D’ar marchosi e-kuzh a eas (…) |
quand (circonstance) | ken + verbe |
Daou pe dri bloaz oa pe ouzhpenn,
M’oa eno ’ober pinijenn (…) Ken e lammas ur bleiz er c’hoad,
A-dreuz en e veg un dañvad (…) |
quand (interrogation) | pegoulz |
Pegoulz e kavin-me an tu d’o gwelet c’hoazh ?
|
quand (interrogation) | peur |
Sklêrijenn, war va zal peur e savo an deiz ?
|
quand (interrogation) | pevare |
Ha pevare ’oc’h degouezhet er vro ?
|
que (but) | ma |
Dihun, va floc’h, ha sav timat,
Ma yemp-ni da hersal ur c’had (…) |
que (comparaison) | eget |
He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’haloniezh kalonusoc’h, he habaskted habaskoc’h eget kaerder, eget kaloniezh, eget habaskted ar merc’hed all.
|
que (conjonction) | penaos |
Ha ma, me ’soñj penaos… ne spontit ket m’ho ped,
Me ’soñj enta penaos n’en deus ket Doue ebet. |
que (conjonction) | Ø |
Ne ve ket gwelloc’h deomp, paourkaezh Taliesin, (…)
Anzav Ø hon eus komzet evel tud dientent (…) ? |
que (exclamation) | na + proposition |
Pa oan-me gwechall krouadurig,
Traoù-Doue ! na me oa kredik ! |
que (exclamation) | nag a A |
Nag a gerent, a vignoned,
Hon eus karet war an douar ! |
que (exclamation) | pegen A |
Pegen hir e kavin chom er gêr da ruzañ,
E-pad ma vefoc’h-c’hwi, tud yaouank, en argad ? |
que (interrogation) | peseurt |
Ha te, va mignon paour, peseurt az tevoa graet,
Pa deuent war da lerc’h ken c’hoantek all d’ar red ? |
que (interrogation) | petra |
Petra ’rin-me bremañ, hepdout, mabig paour,
Petra ’talvezo din va danvez na va aour ? |
que (restriction) | hepken, nemetken |
Voyez seulement (hepken) et seulement (nemetken).
|
que (restriction) | nemet |
Kalz tud, o vont gantañ e-pad an noz, o deus gwelet meur a dra na gomzer anezho nemet pa vezer tost d’ul lec’h santel.
|
que (souhait) | a-youl + verbe (potentiel) |
A-youl ’vefe en ifern skorn
An Duarded kig hag askorn ! A-youl ’vefe gaou va huñvre !
Na ouefe den diouzh va doare ! |
que (souhait) | da + infinitif |
Hor Salver d’ho mirout, an eil hag egile !
|
que (souhait) | ra + verbe (au futur) |
Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazhellet gant Doue !
|
que (souhait) | ra ma + verbe (au futur) |
Ra ma kouezho mallozh an holl
War ar milliget, war ar foll ! |
que ce soit A ou B | pe vo A pe B |
Ne ran forzh, kennebeut, pe vo gwir pe gaouiad
Ar seblantoù ’lârer ’ve gwelet en ez tour.
|
que de A | nag a A |
Nag a dud reuzeudik, Fant, a zo d'ar poent-mañ o c'haloupat an hentoù, sklaset o izili gant ar rev, ha goullo o c'hof.
|
que si (condition) | nemet + potentiel |
Hogen, hol lid santel ne c’hell kaout e nerzh
Nemet unanet ’ve youloù an Drouized holl Gant da zorn, o vountañ ganez pa ri an taol ! |
quel (exclamation) | pebezh |
Met, sellit ’ta pebezh penn kalet he deus hi !
|
quel (exclamation) | peseurt |
Peseurt noz ! Peseurt noz em eus-me tremenet
Er c’hraou-se !… |
quel (exclamation) | pezh |
Evit hon tadoù pezh enor !
|
quel (interrogation) | pe |
Neuze dre doull ar c’haz e tispakas ur fri : « Pe stad ? » « Petra, Sant Per, n’anve’et ket a’non, Ha me oa avokad e lez-varn Lannuon ? »
|
quel (interrogation) | peseurt |
Ha petra ’ra d’an ailhoned-se eus Pariz dont da glask trabas ouzh hor beleien-ni ? Peseurt droug a reont ?
|
quel (interrogation) | petore |
Petra ’lêrez, trubard ? – Petore gaou nevez
En ez kenoù freget a ziwan adarre ? |
quelque A | A bennak | |
quelque A | un (ul, ur) A |
Ya, ur pemp pe c’hwec’h drouiz, gant n’ouzon pe froudenn,
O klevet Taliesin eo bet troet o fenn, Ha ne fell ket dezho en hol lid kemer perzh. |
quelques A | ur bern A |
Ha, ha, ha, ha ! Me a zebro hiriv ur bern traoù mat evel-se, e ti va mignon Gwenole Brouskaol, barner a beoc’h e Gwitalmeze, evel ma’z on-me barner a beoc’h amañ.
|
qui (pronom relatif) | a + verbe |
Konomor zo aze, dre ar c’hoad gant e dud,
Heñvel eus bleiz diboell a skrign, a red, a yud ! |
qui est A ? | pe anv a reer ouzh A ? |
Pe anv ’reer ouzhit, paotr yaouank birvidik ?
|
qui est A ? | piv eo A ? |
Ho ! ’Vit lâret komzoù ken hardizh, piv ’oc’h-c’hwi ?
’Vit komz ken divalav diragon, e ma zi, Piv ’oc’h-c’hwi c’hoazh ur wech, piv ’oc’h-c’hwi ? |
rien | man |
Kalz a Vretoned a zo c’hoazh hirie an deiz,
Ha na ouzont allaz ! man eus ar pezh a sell Ouzh istor meuleudius ha kaer o Breizh-Izel (…). |
rien | tra |
Yann Arc’hant ne c’houlennas ket div wech ha deut e oa e samm gant pep hini, gant aon en dije respontet unan bennak : « Nann ! Unan ac’hanomp n’en deus degaset tra ! »
|
rien (…) que A | nemeur nemet A |
Me n’am eus evit c’hoazh graet a vrezel nemeur
Nemet d’al loened gouez dre goadeier Breizh-Meur |
rien (…) que A | netra nemet A |
Kaer o deus bet redek gant mall war va roudoù,
Netra ’deus gounezet ’met va zog, va botoù, Hag un tamm kroc’hen bennak diwar va fenn. |
s'il y en a | mard eus |
Mard eus newazh unan,
Ra ma kouezho en neant, gant e vallozh warnañ ! |
sans (aucun) doute | hep mar (ebet) |
Mar teuint, lazhet e viot ganto, hep mar ebet.
|
sans A | glan a |
Stlapit ar maen gant ma fri,
Mard oc’h glan a fazi. |
sans A | hep |
Yann a zisternas ar gazeg eus al loc’hennoù hep distagañ komz.
|
sans A | kuit a A |
Hore ! hore ! kuit a druez !
En em ward-te ! mar ’maout dibres ! |
sans A | ma n’em eus |
P’am befe kement a vil skoed
Hag en deus markiz Pontkalleg ; Ha p’am befe ur veingleuz aour, Ma n’em eus ar plac’h me zo paour. |
sans A ni B | hep A na B |
Evit krouiñ ar bed evel ma ra, hep diwezh, nag ehan, n'en deus nemet ur vammenn ma dennfe diouti ar Grouidigezh.
|
sans plus | hep mui |
Va yaouankiz a zo tremenet da viken,
Hag evelti, bremañ, levenez ha frankiz A zo nijet a bell, hep mui dont war o c’hiz. |
sauf si | nemet + verbe |
Bremañ, dre c’hras Doue, ’c’hallin mervel ganit,
Nemet kaout a rafe Breizh an tu da c’hounit ’N ur gas diwar he zro ar pennoù-bloc’h daonet. |
se mettre à (faire…) | en em reiñ da + infinitif |
Skeiñ Tremeur da vervel ? ho !… reiñ dorn d’e lazhañ !…
Dirak e varv kriz en em reiñ da ganañ !… |
selon A | hervez A |
Hervez komzoù an ael, ni hon eus hen klasket
Ha, paour ’veldomp, amañ, sur ’omp eus her c’havet. |
selon A | war A |
Pelec’h
Eo bet kuzhet ganto ? War am boa klevet dec’h E tle bezañ amañ war ar c’harzh… Hemañ eo. |
seul | va-unan (da-unan, e-unan…) |
Chomet ’on va-unan, an hini a dlee bezañ va fried a zo marv war ar chafod (…)
|
seulement | hepken |
C’hwi a oar mat, ma Doue, emañ deoc’h-c’hwi hepken
Em eus roet ma gwerc’hded, gouestlet ’vit birviken
|
seulement | nemetken |
Gant kement a nerzh e komze an ael divezhet ma chome ar person bamet holl d’e selaou, ha n’hellas lavaret nemetken :
– Penaos ! te eo a zo aze, spered milliget ?
|
si (affirmation) | eo |
– N’eus den ennout, kastell kozh ?
Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traoñ war evezh hag o pediñ.
|
si (condition négative) | anez e + verbe | |
si (condition négative) | ma na + verbe |
Ma na ve Doue da’m sikour,
War he lerc’h ’afen ’traoñ an dour. |
si (condition) | gant ma, war-lerc’h ma |
Voyez pourvu que (gant ma et war-lerc'h ma).
|
si (condition) | ma (ma’z, mar, mard…) |
Ma’z oa dre bizhoni e oa un dra vezhus ; ma’z oa evit ober goap ouzh ar sant, e oa gwashoc’h c’hoazh.
|
si (qualité) | ken |
Tud ken garv, kont veur, n’hoc’h eus gwelet biskoazh.
|
si A que | ken A ma + verbe |
Ur sant ken kuñv, ken hegarat,
Ken karantezus ha ken mat, Ma ziskampe an aeligoù… |
si bien que | ken + verbe |
Ab’oe c’hwec’h miz krenn kastizet,
Ken oa truez ouzh o sellet. |
si bien que | ken emañ + verbe |
Er c’harzh a zo un eostig-noz
Ne ra nemet kanañ en noz ; ’Hed an noz ne ra ’met kanañ,
Ken emañ ’on dihunet gantañ. |
si ce n'est que | anez + verbe |
Taolet war an dachenn tri pe bevar marv ;
Hag, anez oa torret ar vazh ’tre va daouarn, ’Vijent deut holl ganin, daoust da dir nag houarn… |
si longtemps | keit all |
Petra a glevañ-me ? Perak ’on-me bevet
Keit all evit klevout ar pezh am eus klevet ? |
sinon | pe anez + verbe |
Gouloù, mar plij ganeoc’h ! Gouloù ! Ken teñval hag ur fourn eo ho ti, mab ar sec’h. Degasit gouloù din, pe anez ne echuin ket ho labour.
|
sinon | peotramant |
Tav, peotramant an doue…
|
soit A soit B | pe A pe B |
Bete-goût ma sachfent warnout pe wall pe c’hloaz,
Me a zalc’ho ’ne dit ken ’vi ’n em gavet gwaz.
|
souvent | alies |
Ken alies amañ ’tremenas an ankoù
M’en deus, war gement tra, merket don e roudoù !
|
souvent | meur a wech |
Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em sevel, gounit o frankizioù tremenet (…)
|
tant A que B | koulz A ha B |
E pep lec’h ma sko an heol-se,
E sav eienennoù buhez, Koulz er maezioù hag en ene ! |
tant A que B | koulz A, koulz B |
Hag hen ’n em dalc’h heñvel, koulz e mat, koulz e fall.
|
tant de A (quantité) | kement a A |
En ur welet kement a nerzh,
Kement a lealded er Boers, D’an Transvaal e ya Frañsizien |
tant de A (temps) | keit Ø A |
Hag e-kreiz trouz ar mor, ar gurun,
E kriont holl : « ra vo lazhet ! Rak keit Ø amzer zo ma’z omp war yun ! » |
tant que | ken + verbe (durée) |
Na zebrin tamm boued war ar bed,
Ken n’am bo ma delenn kavet. |
tant que (durée) | endra + verbe |
An diavaeziad, koulskoude, a gendalc'he da skeiñ kalet, o touet hag o vallozhiñ Doue endra c'helle.
|
tant que (durée) | keit ha ma + verbe |
Pa en em sav ar tarzhioù, par c’hwezh an avel viz, e klever ar Roc’h o ouelañ, oc’h huanadiñ keit ha ma pad ar gorventenn.
|
tant que (durée) | tra ma + verbe |
Hogen, tra ma vefoc’h amañ, be’t sur, aotroù,
’Rankfe ’benn ho lazhañ mont dreist va c’horf marv. |
tant que (quantité) | kement ma + verbe |
Ganin, evit ur wech, re a c’houlennez, Drouiz :
Kement am eus lazhet dija, ma’z on aet skuizh ! |
tantôt A, tantôt B | gwech A, gwech B |
An Aotroù Doue eo. Reiñ a ra, mar plij gantañ, gwech ar gounid, gwech ar c'holl.
|
toujours | a-viskoazh |
Voyez depuis toujours.
|
toujours | atav |
Va Doue, deus ho torn ni ’rank atav sentiñ,
’Forzh pe wall pe eurvad a daol war hor gorre (…) |
toujours | bepred |
Gwir eo, va mab, taolomp evezh bepred war hor c’homzoù !
|
toujours | bewech, bep tro |
Voyez chaque fois (bewech) et chaque fois (bep tro).
|
toujours | dalbezh, dalc’hmat | |
tour à tour | bep eil tro |
Ar bloavezhioù a dremenas o tegas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil tro.
|
tour à tour | tro ha tro |
Hag e sav hag e sell tro ha tro ; n’ez eus mui Allaz, war an hentoù, nag er pennkêr, hini.
|
tous | an holl |
Me ’gano ar c’han, an holl a-bezh a gano an diskan, mar kirit.
|
tous | kement hini, pep hini, pep unan | |
tous les A | an holl A / an A holl |
Ne vanke hini ebet. An holl besketaerien ivez a yoa er gwasked.
|
tout ce que | kement (tra) a |
Deut e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evezh war ar paotr pizh, o reiñ dezhañ kement a c’hoantae er bed-mañ.
|
tout ce que | razh ar pezh a |
Razh ar pezh a lârit n’en deo ’met faosoni.
|
tout de même | evelkent |
N’eo ket evelkent gant an truilhoù-mañ eo e kredin mont da vragal du-hont.
|
trop (de trop) | Ø re |
Komz dizoan, Hilligern : n’en deus den ebet Ø re.
|
trop A | re A |
Kouerien paour-razh, re zienek evit magañ fiziañs, re voazet ouzh ar baourentez evit en em glemm, ha kalonek bepred en o labourioù tenn.
|
un peu de A | un nebeud Ø A |
Ar gwin, a leverer, n’eo ket gwall-ger amañ, hag ouzhpenn, un nebeud Ø lip-e-bav na rafe ket a zroug… ur wech n’eo ket atav…
|
un peu de A | un tamm(ig) Ø A |
(…) me ’garfe ober ur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe un tammig Ø amzer.
|
vers (temps) | ’tro mare |
’Tro mare ’serras an deiz, an neñv holl da frailhañ !
Glav hag avel ha grizilh, ha tanfoeltr ar gwallañ ! |
vers A (approximation) | war-dro A |
An dra-mañ a dremen e Breizh-Izel, war-dro ar bloaz 548, goude donedigezh hor Salver.
|
vers A (direction) | etrezek A |
Dihun abred, ar c’hi Tom o gwelas
O vont er straed, etrezek an hent bras.
|
vers A (direction) | trema A |
Ne skuizhan ket o sellet dioute : na kaer eo dremm ma fobl ha p’en deo savet trema Doue !
|
vers A (direction) | war-dro A |
Ne fell ket din, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz.
|
vers A (direction) | war-zu A |
Eno e weled o sevel lorc’hus o fenn war-zu an neñv, ar meinhir hag ar peulvanoù, c’hoant ganto d’en em sevel uheloc’h c’hoazh dirak an dud estren-se…
|
© Sébastien Marineau et l'association Daskor Breizh