Kae (1)

Eus a netra eo deut, eus a netra ’n holl pa gredan ar pezh a gaver er skridoù kozh, hogen piv a oar ha ne vefe ket bet ganet e gwirionez gant un doueez bennak ? Setu ar pezh a glever war-zu Landerne da nebeutañ. Diskennet e vefe bet neuze er bed-mañ, ya, diskennet en un doare iskis bennak, penaos n’ouzer ket pizh, pegoulz ha pelec’h n’ouzer ket pizh kennebeut, ha gwell a se marteze. N’eus forzh, ha daoust ha me ’oar-me ? Gwell eo c’hoazh chom hep gouzout.

War gresk e yae ar bugel, war gresk ha ken buan ma seblante d’an holl e yafe d’an Neñv war droad, kent mervel, evel ma rae profeded an Amzer-Gent. Kaset e oa bet d’ar c’hloerdi evit prezeg kement ha ken brav hag ur profed da nebeutañ. Siwazh ! N’en doa ket c’hoant da brezeg, tamm ebet ! C’hoari a rae gant ur c’hleze, ha c’hoant bras en doa da vont kentoc’h da vrezelour. Ar brasañ brezelour a oa bet, a oa hag a vefe e Bro-Leon a-bezh, ar paourkaezh !

Ar beleg n’oa ket evit mont er Baradoz tra ma’z ae an ene yaouank-se d’en em goll dirak e zaoulagad. Komz a reas evel-henn d’ar bugelig :  

– Ne grog ket mezh ennout pa c’hoariez gant da gleze ?

– Ha perak ’ta e grogfe mezh ennon ?

– Doue hepken a ro ar marv, ha n’en deus ket ezhomm eus da zorn.

– Kavout a reer tud all hag a ro ar marv en deizioù-mañ, va zad, barbarien da skouer, ha piv a zifenno an dud geizh, panevedon ? Daoust din bezañ yaouankik c’hoazh, me zo dija ar c’hreñvañ.

– Doue a zifenn an dud pa’z eo anat d’o zifenn. Ar re all a ya d’ar Baradoz, pe d’an Ifern.

– Hag anat e vefe da lezel o bugale en noazh, evel pezh a welomp bemdez ?

– Doue eo a oar petra zo anat… pe get. Doue a zo kreñvoc’h egedout, va mab, Doue a zo kreñvoc’h eget ar varbarien ivez, ha gantañ hepken e vez bewech an trec’h. N’eus tamm den ebet hag a c’hell herzel ouzh al lezenn-se. Gortoz c'hoazh, ha paouez da c’hoari gant da gleze.

– Doue, ha Doue hepken a oar petra zo anat ? Hogen… n’oc’h ket Doue, va zad, ha penaos ’ta e oufec’h-c’hwi ha n’eo ket anat da c’hoari gant va c’hleze ?

– Skrivet eo bet en Aviel santel, diskiant ma’z out, ha skrivet eo bet ennañ gant ar Spered Santel e-unan, war ar marc’had ! Ar brezel a vag ar brezel, hag ar peoc’h, selaou ouzhin, ar peoc’h eo a vag ar peoc’h. Paouez bremañ, pe anez e vi daonet evit ar re az po lazhet, barbarien pe get !

– Ne baouezin ket.

Vous êtes ici

Livre

Kae (1)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix