Bepred Breizhad (08) : Pedenn ar mederien eus ar mintin
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    I

Ken ruz hag ar glaou-tan er forn, ha lugernus,
E sav heol ma Doue, ar mestr hollgalloudus :
Hiriv ’vezo arre ha kaer ha tomm an deiz,
Ma vo ur blijadur mediñ e parkoù Breizh.

Hogen, a-raok an heol, p’en deus ar c’hog kanet,
Holl dud an tiegezh kerkent a zo savet,
Ha goude bout skarzhet pep hini e skudell,
Emaint bremañ war hent ar park, hep dale pell.

Gante zo pep a falz : da gentañ ar baotred,
Ha neuze, war o lerc’h, ’teu ivez ar merc’hed ;
Hag hep lâret ur ger, ’z heuilhont ar wenodenn,
Dindan ar bodennoù hag e-touez ar raden.

Ar glizh beure a luc’h war ar geot, ’vel stered,
Ar glujiri ’n em c’halv,  a bep tu, ’n touez an ed,
Hag ar voualc’h, hag an drask, hag al laouenanig
A gan holl o sonioù, war ar skourr, ken koantik !

Pep hini ’sav e vouezh hag ivez e bedenn
War-du ’n Aotroù Doue, hag a gan ken laouen
Meuleudi an hini ’grouas pep tra er bed,
’Raok diskenn d’an douar, da glask e dammig boued !

Hag an den e-unan a chomfe hep sevel
E vouezh hag e galon, eus e draonienn izel,
Etrezek e Doue ! An anevaled mut,
Hep gaou, a dalvfe mui neuze evit an dud !

O nann ! se ’ve gwelet, marteze, el lec’h all ;
’Vel e bro ar Saozon, ha siwazh ! e Bro-C’hall,
Hogen nann en hon touez, nann ’barzh an douar Breizh,
Bro an dud eeun ha mat, o c’halon leun a feiz.

Sellit ! A-raok pep tra, kent deraouiñ ’n devezh,
Kent ’vit lemmañ ar falz, boulc’hiñ un erv nevez,
Setu int daoulinet ’barzh ar glizh beure, holl,
O fennoù diskabell, troet ’n tu ar sav-heol.

Ha bremañ selaouit : ar c’hoshañ ar vandenn
A lavar a vouezh sklêr hag uhel ar bedenn,
Hag ar re all neuze a gemer war he lerc’h,
Daoulinet a bep tu, ’mesk ar geot hag ar c’herc’h.

    II

UR VOUEZH HE-UNAN
En anv an tad,
En anv ar mab,
En anv ar spered,
En anv an Drinded.

    Amen !

Hon tad pehini zo ’n Neñvo[ù],
Ra vezo meulet hoc’h anv ;
Ra deuio ho rouantelezh,
Evel ’barzh an neñv, en hon touez.

AN HOLL
Roit deomp holl bugale Breizh
Ar peoc’h hag hor bara bep deiz,
Ha pardonit deomp hor fazioù,
’Vel ni d’ar re a ra deomp gaou.

Eus a bep seurt droug hor mirit*,    [miret] 
Ha dreist-holl eus an droug-spered :
Aotroù, selaouit hor pedenn,
Ha ra vo graet ho youl. — Amen !

UN VOUEZH HE-UNAN
Salud, Mari, mamm ha Gwerc’hez,
Leun a c’halloud, a vadelezh,
Ennoc’h hor Salver zo krouet,
Ha dreist an holl ’oc’h benniget :

O ! ya, dreist-holl gwragez ar bed,
Hag ivez ar frouezh a dougit*,    [douget] 
Ken glan ha ken karantezus,
Salver ar bed, ho mab Jezuz !

AN HOLL
Santez Mari, mamm d’hor Salver,
Pedit ’vidomp e pep amzer,
Bremañ, ha d’an deiz ken garv,
Pa deuio d’hor skeiñ ar Marv !

UR VOUEZH HE-UNAN
Ur Bater hag un Ave c’hoazh,
’Vit trugarekaat hor Salver,
Marvet evidomp war ar groaz,
Da vout roet deomp un eost kaer ;

Ha goulenn ma plijo gantañ
Kenderc’hel deomp e vadelezh
Hag ivez an amzer vat-mañ,
’Vit dastum hon ed hag hor frouezh.

    Pater noster, etc.

Bremañ lâromp Litanioù
Ar Werc’hez Vari, mamm Jezuz,
’Vit ma selaouo hor c’hlemmoù,
Evel ur vamm garantezus ;

Ha ’vit goulenn ur marv mat,
Pa vo ret mont diwar ar bed,
Ha bezañ barnet gant an Tad,
Un deiz kaer, pe spontus-meurbet !

    Kyrie eleison, etc.

Lâromp c’hoazh eeun De profundis
’Vit hon holl gerent tremenet,
’Vit hor mignoned, hor broiz,
A zo bet gant Doue galvet :

Un all evit an holl eneoù
Dalc’het en tan ar purgato[a]r,
’Vit ma teurvezo hon Aotroù
O degemer un deiz ’n e c’hloar.

    De profundis clamavi, etc.

UR VOUEZH HE-UNAN
Eus a-greiz puñs don ar poanioù
E krian ho trezek[,] Aotroù,
Aotroù selaouit ma c’hlemmoù !

HOLL
Troit ho tivskouarn, ma Jezuz,
Etrezek ma mouezh truezus,
Ha bezit din karantezus !

AR VOUEZH HE-UNAN
Hervez hon droug mar hor barnit*,    [barnet] 
Aotroù, piv a vezo kavet
Glan a-walc’h ’vit bezañ salvet ?

HOLL
Met c’hwi ’varno gant karantez,
Hag a roy deomp ar gwir vuhez,
Ho lezenn n’eo ket didruez.

AR VOUEZH HE-UNAN
Me am eus fiziañs ’n ho komzoù,
C’hwi zo leun a vadelezhoù,
Ha na’m c’hollfit ket, ma Aotroù,

HOLL
Diouzh ar mintin betek an noz,
Me c’houlenn dalc’hmat ho pennozh,
Ha gant fiziañs kalz he gortoz.

AR VOUEZH HE-UNAN
Rak c’hwi zo leun a vadelezh,
A c’halloud hag a garantez
Evit prenañ ar pec’her kaezh.

HOLL
Ya, c’hwi ’glevo klemm ar pec’her,
Rak holl ’int ho pugale ger,
Ha dezhe holl ’vefet Salver !

En anv an tad,
En anv ar mab,
En anv ar spered,
En anv an Drinded.

    Amen !

    III

Hag an evned bihan ’rae ivez o fedenn,
Hag a gane er gwez, ken seder, ’us d’o fenn,
’Vel ma kan an ogroù an O salutaris,
E-pad an oferenn, dindan bolz an iliz.

Ha bremañ, paotred vat, poanierien kalonek,
It, ha bouc’hit an erv : hag ar gwinizh bouedek
Dindan ar falzoù lemm, ar segal hag ar c’herc’h,
Evel ar foenn er prad, a gouezho war ho lerc’h.

Al labour ’ve skañvoc’h goude bezañ pedet ;
Grit sin ar groaz, hag it. Bremañ sellit, sellit* !    [sellet] 
O ! gwellañ mederien ! Kerc’h zo er park, e-leizh,
Met holl ’vezo troc’het a-raok diwezh an deiz.

Kaer en devo souden c’hwistell an hent-houarn,
O tont eus a Vro-C’hall, yudal tost d’o divskouarn,
I na zistrofont tamm, evit sellet, o fenn,
Pa vont war o labour, pa vont gant o fedenn !

Ha keit ha ma chomo gante yezh o zadoù,
Keit ha ma lakafont ar feiz ’raok ar madoù,
Ha ma pedfont ’vel-se, bep mintin ha bep noz,
’Vit ma skuilho Doue war o foan e vennozh ;

Bezit hep doan ebet : an naer ruz diouganet
Gant Merzhin, ar Barzh kozh, ’c’hell dont ’n em c’hwibanet,
A-dreuz hor parkoù ed hag hol lanneieroù,
Bruzunañ hor rec’hel ha flastrañ hor bleunioù ;

Biken n’hello boulc’hañ, nep giz, hor c’halonoù,
Na mougañ hor yezh kozh, hor gwerzhioù, hor sonioù,
Nag hor feiz e Doue, hon Aotroù, hor gwir dad ;
Pep den e Breizh ’lâro : Me zo bepred Breizhad !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix