Barzhonegoù a bep seurt (03) : Kroazig va gouestloù
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    da’m mignon I. Quélenneg

E-harz an aoterioù, en deiz-se daoulinet,
Da Grouer ar bed holl me am eus lavaret :
« Deoc’h-hu, o va Aotroù, me a ro va c’halon,
A-vremañ da viken, renit, renit warnon.

Paourentez ha Gwerc’hded, ivez Sentidigezh,
C’hwi ’vo va friedoù penn-da-benn va buhez ;
Ne fell din er bed-mañ nemedoc’h, va Jezuz,
Dasprener an eneoù, va Mestr karantezus !

Dilez a ran a-grenn holl vravigoù ar bed,
Madoù hag enorioù, n’ho klaskin mui nepred ;
Keit ha ma vezin bev me ’vo deoc’h, va Doue,
O tougen d’ho karet kalonoù ’r vugale... »

Roet ez eus din neuze ur groazig kouevr melen,
Gant ur gordonenn zu ’vit galloud he dougen.
O Kroaz, va holl zeñzor, na c’hwi zo karadek !
Pegement e plij din reiñ deoc’h-hu pokoù c’hwek !

Me ’garo em c’herc’hen ho tougen noz-ha-deiz,
Hag ur wech an amzer sellet ouzhoc’h gant feiz.
’Vit gouzañv va foanioù a gorf hag a spered
Ur sell hepken warnoc’h am sikouro bepred.

Dont a ray ar c’hleñved da’m stagañ em gwele,
Kroazig ker va Gouestloù am frealzo neuze.
Da’m Salver war ar Groaz ’vo va sell diwezhañ,
Pa lârin kenavo da sklêrder ar bed-mañ...

Etre va daouarn yen, pa vezin tremenet,
Va C’hroazig ’vo lakaet e pleg va chapeled ;
Va mignonez feal da viken am heulio ;
En arched, en douar, va c’hroaz gani ’yelo...

Mignonez venniget, va c’hennerzhit bepred
Enep ar bed, ar c’hig, enep an droug-spered,
Ma c’hellin, va Jezuz, o c’hwi va c’harantez,
Ho meuliñ da’m marv, en ho rouantelezh !...

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix