Truilhennig ha Gargarenez
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pont e Kroaz a oa d’an amzer-se brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj kozh ha d’e varc’hadoù darempredet bep yaou gant ar C’haperien. Hiziv, siwazh d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zered nebeutoc’h d’ar marc’hadoù, rak ar skolaj kozh a zo serret.

Neuze ’ta, abaoe zo pell, e oa daou vignon o klask prenañ deskadurezh e skolaj ar Pont ; anvet e oant Truilhennig ha Gargarenez hag o anvioù a gaver c’hoazh moulet ha garanet gant beg o c’hontell war gar ar gwez kozh bodennek a zisheole al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’ur marc’hadour kezeg kozh eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketour o chom e Treboul-Gozh. Kerent Truilhennig o doa dastumet ur pennad brav a lave en ur werzhañ kozh kezeg treut, eskernek, da baotred ar c’hagn ; e-lec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket un dousennig bugale, ur wech prenet ur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwirioù, an truajoù d’ar gouarnamant, neuze ne veze na tev, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketourien sant Per-Baour evit o sant paeron ! N’eus forzh, daou vignon bras e oan, evit dezho bezañ unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlee padout kenetrezo betek... betek atav, keit ma vije anezho. Hogen ne reas ket, ha setu amañ penaos. Ur sulvezh, kemener bras ar Pont, Visant Mezher e anv (ul laer touet, hervez teodoù merc’hed dilabour ar vro) a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutañ ; hag antronoz e tegasas d’ar paotr un dilhad kaer eus ar c’haerañ, kaeroc’h eget an holl dilhadoù a oa bet betek neuze oc’h uzañ war ar skiñvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darn vuiañ e-touez e gendiskibien a gemeras pep a gofad avi ouzh dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brav anezhañ ivez, ya koant zoken, met hep kaout avi outañ, na poan-gof, pell ac’hano.

A-dalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penaos en defe gellet ober, peogwir e holl amzer a yae gantañ da sellet ouzh e gaerder en e velezour, da c’hlebiañ e vlev gant dour c’hwezh-vad, da rannañ anezho dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha blev ar vuoc’h war he c’hroc’hen goude ul lipadenn deod...

Teir sizhun bennak a oa aet en o zro, pa deuas ul lizher d’an aotroù Beskont a Gerdruilhenn. N’ouzoc’h ket da biv oa al lizher-se ? Evit Truilhennig, tudoù kaezh ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, ur pennad a oa, en doa graet taolioù kaer gant e gozh stal kezeg kozh ; ha, danvez bras dezhañ, skuizhet e Pouldahud, ha broudet (hervez lod) gant e wreg, ur vaouez beg figus, rok an tamm anezhi, e werzhas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da... Bariz, respet deoc’h, Bretoned !... Hag, evit ober petra, mar plij, e Pariz ? Piv ’oar ? Ar wreg a lavare e ranker mont betek eno a-barzh kaout tud a feson. Me ’gred he dije graet gwelloc’h o lavaret diouzhtu eo du-hont e kaver ar stankañ an dud a feson... fall, er gêr-se ma skrive anezhi ur barzh gwirion :

O Pariz brein ! Poull ar c’hlogor !
Kofad ! Kernezh ! Bosenn ! Dic’hlann !
Kêr-Is zo bet beuzet er mor ;
Pariz, te vo beuzet en tan !

Mard emañ an diougan-se war-nes dont da wir, ar Gêr-Veur eo tremen mall dezhi dont da furaat, ha kalz c’hoazh !

Eizh deiz goude degouezhout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechoù ha teodadoù e wreg. Soñjit ’ta ! Houmañ oa deut mezh dezhi da vezañ gwreg da un den e anv Truilhennig.

– Met ar chas eo, emezi ; mervel a rankin diwar an taol-mañ. Neuze ne dalv ket ar boan bezañ pinvidik ma ranker dougen un anv ken divalav, un anv pilhaouer ! Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout un anv all hag eñ un tammig dereatoc’h ?

En ur ger, bouzarañ ’reas kement he gwaz gant ken bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennozh da cheñch anv. Mont a reas d’an ti-kêr, hag eno, mar pli ganeoc’h, e oe badezet a-nevez Kont a Gerdruilhenn !!! Nemet ma rankas roiñ ur yalc’hadig vrav a arc’hant evit bezañ badezet en dro-mañ, muioc’h eget pevar real ma roas e dad d’an dro gentañ da aotroù person kozh Pouldahud. Hag, a-dalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetañ c’hoazh, a veze lorc’h enni pa soñje e oa hi degemeret e-touez an noblañs. Ken buan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegezh :

– Alo, cheulk-ejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tog, hag izel ar penn, pe me ’welo. Ha buan !

Pa lavaran deoc’h, kollet e oa o fennoù gant an itron Kontez a Gerdruilhenn hag he sammig aotroù !

Aes eo deoc’h krediñ, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri mec’hiek e skolaj ar Pont. Buan e kasjont lizher dezhañ, hag ur vintinvezh ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhenn, a lavaras kenavo d’ar skolaj kozh, ha da iliz Itron Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantañ mont en hent, ar paourkaezh marc’h ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan un nebeudig amzer evit kimiadañ diouzh Gargarenez, ar mignon a vage evitañ ur garantez ken birvidik, ken gwirion ! Gargarenez a oe glac’haret diwar an taol-se, rak ur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rae ket foultr kaer evit pellaat dioutañ. Ha perak en defe graet zoken ? Daoust ha n’edo ket eñ o vont da Bariz, ur genaoueg o vont da vro ar c’henaoueien ???

 

Dizale goude, Gargarenez a oe ret dezhañ ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeskiñ pesketa da Dreboull-Gozh, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.

 

Pa zegouezhas Kerdruilhenn bihan du-hont e Pariz gant ar Gerdruilhennoù kozh, ma Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penaos pa zistroas ar Mab Prodig d’ar gêr, e lazhas e dad al leue lart hag e reas frikoù d’an dianket ’oa nevez kavet. Ma ! d’al leupez** aotroù yaouank e oe graet ivez, allazig da gentañ, ha, d’an eil, fest ha predoù kaer, traoù fonnus ha lipous. Met an eil a blije d’ar c’holladenn kalz muioc’h eget ar c’hentañ, n’eo ket ret lavaret. Eo koulskoude, ret eo, ha ne vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chomas ar beskontig beurleug pemzek deiz ha div sizhun klañv war e wele goude re gofad, respet deoc’h, Kristenien ! Met ne varvas ket, lartaat an hini eo reas, ken ma teue kof dezhañ, kof reut ha frank evel ur sac’had truilhoù. Paourkaezh Beskontig Kerdruilhenn ! N’en doa nemet kofata da ober !... Koulskoude an daou Gerdruilhenn kozh a oa o vont d’en em chalañ gantañ, o klask gouzout petra ober dioutañ, pa deuas da leinañ d’o zi unan eus ar rummad tud-se ken stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet bevañ e tiez ar re all, diwar-goust ar re a ro bod ha boued dezho. Laboused treut eo ar re-se ! A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhenn a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fennhêr.

– Hum ! eme egile, en ur skarzhañ e c’hourlañchenn, ret e vije deskiñ dezhañ meur a dra. Ha, da gentañ penn, petra ’oar betek-henn ?

– Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skrivañ dereat tost da vat, niveriñ pelloc’h eget kant, he dezhañ koulskoude bezañ ken gouiziek hag un doktor, pell ac’hano !

– A zo mat, eme egile, goude ul lonkadenn gwin, a zo peadra a zeskadurezh war gement-se. Met n’eo ket a-walc’h ; daoust ha gouzout a ra kanañ, dañsal, butunañ ur sigar hep trelonkañ gant ar moged, tennañ e dog da saludiñ, roiñ un taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?... Nann ? Ne oar ket ? Aze ’mañ an dalc’h. N’eus ket da dortañ, ret ha ret bras eo dezhañ deskiñ.

Goude graet ha dic’hraet, an hini a brezege kenkoulz a oe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurezh al labous yaouank. — Ha goude ur pevar pe bemp bloavezhiad skol, an aotroù Beskont a Gerdruilhenn n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kanañ (nemet e vouezh a oa deut da raouliañ un disterañ), nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit bannañ ur sell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.

Koulskoude n’eo ket war-lerc’h un dimezell e c’hlaoure ; war-lerc’h un intañvez ne lavaran ket. Houmañ oa anavezet mat dre he noblañs, nemet leve ha pinvidigezh n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas hi he selloù hag he c’hoant war danvez an aotroù beskont ; hepdale ar paourkaezh Truilhennig a gouezhas en he rouedoù !...

Ma oa ret diouzhtu kas an embannoù, e-lec’h chom da lichuennañ. An traoù a gerzhe mat en-dro, pa deuas gwashoc’h eget un darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennoù a oa lakaet ganto e ti un noter ; hogen hemañ ne gavas ket gwelloc’h eget mont kuit e-maez ar vro, en ul lezel an alc’hwezh dindan e zor. Ha diwar an taol-se, Kerdruilhennoù ne chome ken ul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoazh.

Truilhennig en em chale :

– C’hoazh, emezañ, eürus eo din emaon war-bouez dimeziñ ; rak anez, petra ’m bije graet hep gwenneg ebet ?

— Ya, o vont da zimeziñ, me ’lavar ! Kerzh da c’hwitellat, paotr paour, mar soñj dit. An intañvez yaouank he doa c’hoant da zimeziñ d’an arc’hant, ha n’eo ket d’ur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !

Diwar neuze ar marc’hadour kezeg kozh a oe skoet gant un taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegezh vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezhig a chome c’hoazh ganti a skiant vat ; ret e oe he c’has da di an diskianted e-lec’h a tremenas a-benn un daou pe dri devezh !

Kañvoù ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ? Ar paotr paour, en un ober soñjoù ’leizh e spered, a lavare alies outañ e-unan « Perak ivez n’eo ket bet chomet va zad da werzhañ kozh kezeg e Pouldahud ? » Met naon a deue dezhañ, hag evit kaout boued, e rankas gwerzhañ lod eus e zilhad. Kement-mañ zo lavaret e oa aet izelik a-walc’h an dour gantañ, pa deuas ar silvidigezh dezhañ... — Un abardaez, skuizhet o vezañ klasket labour en aner, Truilhennig, en un dremen dre koc’hu ar gêr vras, a chomas a-sav dirak ur stal e-lec’h e oa ur gwaz ha div vaouez o werzhañ pesked. Ar merc’hed a gwisket e-giz merc’hed Treboull, hag ar gwaz a oa gantañ dilhad ar besketaerien... Hag ar pesketaer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da barañ war egile.

– Truilhennig ! eme an eil.

– Gargarenez ! eme egile.

Ya, daou vignon skolaj kozh ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini oa deut d’ar Ger-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerzhañ un toullad meilhed, pesked a dalvoudegezh, en doa bet an eurvad da gelc’hañ en un taol roued dindan ar Gerdraoñ.

Petra da lavaret c’hoazh ?... An daou vignon oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistroiñ gantañ da Dreboull-Gozh, da zeskiñ ar vicher a besketaer ; ar pezh a oe graet.

...Truilhennig a deuas prim d’en em voazañ ouzh ar mor, hag a reas e berr amzer ur martolod kalonek ha kreñv. Hag e dechoù fall, emezoc’h ? — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sun !... Bloaz goude, Truihennig dizonet mat diouzh Pariz ar C’hagn, a zimezas da Nolaig, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devezh hemañ a vadezas ur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a oe anvet na petra ’ta,

Truilhennig ha Gargarenez !...

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix