Yann Postig
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même écouter en ligne. N'hésitez pas à nous contacter pour en savoir plus.

Pedomp, kristenien, pedomp evit ar re varv. Breizhiz a gar o zud aet d’an Anaon. Pedomp evit o eneoù war an douar m’emañ o c’horfoù keizh o kousket dindanañ. Kannadez ar goañv, da lavaret eo Gouel an holl sent a zegas, dreist-holl, da bep hini, soñj eus an dud tremenet.

E-pad an nozvezh-se kristenien, e-pad an nozvezh-se hepken, an Aotroù Doue a blij gantañ lezel an Anaon da vont d’an ti m’o deus karet ennañ, d’ar vro m’o deus bevet enni, d’al lec’hioù m’o deus labouret start enno.

Bez ez eus, e-pad an nozvezh-se, e kement ti a zo, ken alies a zen marv hag a zen bev ; war an hentoù ken alies a zen marv hag a zelienn velenet ; war an aodoù, ken alies a zen marv hag a labous-aod e toulloù ar c’herreg.

Ha setu perak, a-hed an nozvezh-se, e pep ti, an daol a zo gwisket. Bez ez eus gouloù warni ; bez ez eus un tantad mat a dan en oaled. Evel-se ar re varv keizh a c’hell debriñ un tamm boued ha tommañ o izili krommet gant yenienn ar beredoù.

 

En nozvezh-se an daol a oa gwisket hag an tan a flamme kaer e pep ti, ya, e pep ti, nemet e ti Yann Postig.

Yann en devoa tremenet an devezh ’hed-da-hed, o tañsal e-pad an ofisoù, oc’h evañ e-pad an oferenn, o c’hoari gant martoloded.

Chom a reas da ganañ, da c’hoari ha da evañ, hep soñj ebet da vont d’ar gêr, ken na vije war-dro hanternoz anezhi.

Ar re all, pa voent skuizh gant ar pec’hed, a yeas kuit, ha Yann, neuze, a zeuas dezhañ, ivez, ar c’hoant da zistreiñ d’ar gêr. Dilezel a reas an davarn, ken kreñv ha ken yac’h evel ma’z oa a-raok mont enni. Hennezh a oa e gorf ken kalet hag an dir evit ar blijadur.

Laouen gant ar banneoù, e kane o tilezel an davarn, e kane o tilezel kêr, e kane o vont gant e hent.

Tremen a reas e-tal ar C’halvar, hep tennañ e dog, allaz ! Tremen a reas dirak an Aotroù Doue, allaz ! hep mont da vud.

Ez en em gav, erfin, gant ur groaz-hent. Daou hent zo aze, ma’z eer d’e di ganto. Ar salver, war e groaz, a zifenn diwar laez, an hent hiroc’h. An hini berroc’h, avat, ar re varv hen darempred. Kalz tud, o vont gantañ e-pad an noz, o deus gwelet meur a dra na gomzer anezho nemet pa vezer tost d’ul lec’h santel.

Met Yann n’en deus aon rak netra hag ez eus, en e greiz, ur galon maen. Marvet eo e vamm ha kanet en deus ; marvet eo e c’hwreg ha dañset en deus.
Mont a ra gant an hent berroc’h, o lakaat e votoù koad da drouzal ouzh mein an hent.

Du-pod eo an noz, an delioù a red, kaset gant an avel ; ar broustoù a gren gant un trouz spontus, ha kammedoù Yann a dregern evel re ul langouineg.

Ha Yann a gerzh dalc’hmat, o kanañ atav, o c’hoapaat atav.

O tremen e-tal ar maner kozh ar wiblenn a lavar :

« Distro, Yann, distro. »

Ha Yann a gendalc’h gant e hent.

Pa zegouezh gant al lamm dour, an dour a hiboud :

« Na dremen ket, Yann, na dremen ket ! »

Lakaat a ra e dreid war ar vein kompezet gant ar stêr hag he zreuziñ.

O vezañ en em gavet gant an dervenn gozh, an aval a lavar, o froumal er skourroù :

« Chom amañ, Yann, chom amañ ! »

Yann avat a sko, war a wezenn, gant e vazh, hag a dremen :

E teu, erfin, e traonienn ar re varv. Kleier teir barrez a sko taol hanternoz. Yann a gan hag a grog da c’hwibanat ton Marionig.

Met endra ma c’hwiban, e klev trouz ur c’harr o tont davetañ, ur ballenn gañv ouzh o c’holeiñ.

Karr ar c’horfoù marv eo, warnañ ur ballenn zu ha daou varc’h du ouzh e gas. Emañ an Ankoù war skabell ar c’harr, o lakaat e skourjez da strakal, hag o lavaret hep ehan :

« Distro pe me az troio ! Distro pe me az troio ! »

Yann hep aon ebet, a ro dezhañ frankiz da dremen.

– Petra ’rez te amañ, dre an hentoù, ken diwezhad ?

– Krapañ, ha dont rust.

– Ha da belec’h ez ez ’ta, Ankoù, ma’z eus kement a vall ganez ?

– Mont a ran da gerc’hat an hini marv a gomz hag a gerzh evit c’hoazh ; mont a ran da gerc’hat Yann Postig.

Yann a ziroll da c’hoarzhin, hag a gendalc’h gant e hent.

Neuze e wel div vaouez wenn o tisplegañ lien war ar broustoù.

– Petra deoc’h bezañ ken diwezhad er foenneg va merc’hedigoù koant ?

– Emaomp o walc’hiñ, o sec’hañ, o c’hwriat, eme ar gentañ.

– Emaomp o walc’hiñ, o sec’hañ, o c’hwriat, eme an eil.

– O walc’hiñ petra, o c’hwriat petra, merc’hed koant ?

– Liñser an hini marv a gomz hag a gerzh evit c’hoazh, liñser Yann Postig.

Yann a c’hoarzh ’leizh e gof hag a ya pelloc’h.

***

Ha klevet a ra golvizhier ar c’hannerezed-noz o tegerniñ war vein an douet ; o gwelet a ra, o unan, dizale, o walc’hiñ, en ur ganañ o diskan klemmus :

Ken na zeuy kristen salver
Ret eo gwalc’hiñ hol liñser
Dindan an erc’h hag an aer.

Dal ma welont ar paotr, e teuont holl en ur red, o kinnig dezhañ o liñserioù hag o c’houlenn digantañ o gwaskañ da lakaat an dour da vont kuit diouto.

Lakaat a ra Yann, neuze, e vazh a-gostez, ha kemeret penn al liñser a ginnig dezhañ unan eus ar merc’hed marv ; teurel a ra evezh da waskañ en hevelep tu ganti, rak, her gouzout a ra, n’eus tro all ebet evit na vijed ket lazhet.

Endra ma tro al liñser er c’hiz-se, setu kannerezed all o tont en-dro dezhañ ha Yann oc’h anaout e vamm, e c’hwreg hag e c’hoarezed, an holl o youc’hal :

Mil mallozh d’an hini a ankounac’ha ar re varv ! Mil mallozh d’an hini a lez anezho hep pedennoù ! Mil mallozh d’an hini a lez e dud da zeviñ er purgator.

Hag i da hejañ o blev dispak en ur c’houdrouz anezhañ, hag a-dreuz d’an draonienn, d’al lanneier ha d’ar c’hoadoù, a bep tu, mouezhioù a sav, o krial :

Mil mallozh ! Mil mallozh !

Yann, er-maez anezhañ e-unan, spontet evel ma’z eo, a grog da waskañ d’an tu all. Al liñser a start e zaouarn ha Yann a gouezh, lazhet-mik gant divrec’h kalet ar gannerez.

***

O tremen dre eno da c’houloù-deiz, he fodad laezh livrizh war he skoazh, ur plac’h yaouank a welas Yann da c’hourvez war vein glas an douet. Kavout a reas dezhi en doa, ar gwin ardant, her pilet eno ; tostaat a reas, ur vroennenn ganti, d’hen dihunañ. O welet e chome atav diflach, ar plac’hig a grogas aon ganti hag ez eas prim d’ar gêriadenn da c’houlenn skoazhell.

Savet e oe ar c’horf ha lakaet war ur c’harr sachet gant ejened, ha douget d’ar gêr.

Hogen ar gouloù benniget a varve, dalc’hmat, en-dro d’an arched ar pezh a roas da c’houzout d’an holl e oa, Yann, kouezhet en ifern da viken.

Rak-se korf Yann Postig a oe douaret dindan an diribign maen, er-maez eus ar vered.

Pedomp evit hon tud varv !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal