War an daoulin (52) : Beati mortui
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
« Audivi vocem de cœlo dicentem mihi : Scribe : « Beati mortui qui in Domino moriuntur. »
                   (Apoc. XIV, 13.)
 
(E koun a ma c’hariad Ely-Monbet marv evit Frañs.)
 
Bugulion meur an Amzer Gent,
A veze gwelet war bep hent
Ho chatal o kas diragoc’h ;
O pennoù-rumm al Lezenn Gozh
’Hoc’h anzavas da vout he sent,
Goude ur vuhez hir-divent,
’Mesk ho kerent c’hwi a varve…
Eürus ar re varv hag a varv e Doue.
 
Rouanez felan1, diouganerion
Kuzh pe klodus ; pesketaerion
Savet da vout Abostoled ;
Maouezi2 santel en deus ouelet
’N un heuli Jezuz ’n E Basion,
Menec’h, gwerc’hezed, merzherion,
Testoù gwirion, marv ’oc’h er joa3.
Eürus ar re varv hag a varv e Doue.
 
Nag ar varc’hegion hir o barv
A sailhe e divrec’h ar marv
’N ur c’hoarzhet gouez holl war un dro
Evit o ziern hag o bro ;
Kelouc’h4, Gerent, Ereg, Morvan,
Sonn en o sav ’vel pear5 peulvan,
O tremenvan dispar o doe !
Eürus ar re varv hag a varv e Doue.
 
Brezelour gall, ma martolod,
Te ivez zo klodus da lod
Pa varvez evit an Drougrañs !
Ne ouelez ket, douar kuñv a Frañs,
Rak en dachenn mar bent gloaziet,
Mibion kadarn da re groaziet,
’Vo o bizied kroaziet ivez…
Eürus ar re varv hag a varv e Doue.
 
Met te, o ma gwad, kadour garv,
Mab Breizh, ne zouji ket ar marv.
Rak e poulloù-lagad goullo6
An Ankoù, me ’oar e weli,
Troet karantezus diouzh da c’hloaz7,
Daoulagad-doue ’n Hini o deus
Skourret d’ar Groaz azeuladoe…
Eürus ar re varv hag a varv e Doue.
 
Ar re diwezhet o harlu,
Emaont du-hont, en neñv, ul lu
’Lec’h n’en deus mui na kann na poan.
E gwenn heuli a reont an Oan
’Pep lec’h m’ez a ez eont gantañ8,
Gantañ ’maont kalon-ouzh-kalon :
Kadour breton, soñj en traoù-se…
Eürus ar re varv hag a varv e Doue.
 
    Miz ar re tremenet 1914,
    kent monet d’ar brezel.
 
— NOTES —
1KLT feal
2W moézi
3W joé
4Kulhwch
5evit pear
6W gouli
7W hloéz
8getoñ

Livre

War an daoulin (52) : Beati mortui
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix