War an daoulin (45) : Deu’t, spered santel (2)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.

’Vel kanerion an Doare-Mat, a ya dre Vreizh a zor da zor, da c’houel benniget Nedeleg,

(E koun eus an Aeled a gemennas ar peoc’h d’an dud, e noz kentañ an Oad kristen),

Klasket em eus ma breudeur henoazh, da lavaret dezhe hetoù ar barzh.

Ha den n’em eus kavet er gêr…

Goullo eo tier kuñv Keltia ; ’met un oaled bennak, amañ hag ahont, lazhet an tan ennañ gwerz zo,

E weler diraktañ maouezi paour oc’h ouelañ, ha bugale vihan a ra soñjoù, a ra soñjoù…

O ma Doue, pe bosenn zo bet war ar vro-mañ ?

Kelt Alban-Uhel, ’men1 ez out ? Na te, Kelt Iwerzhon ? ’Menn ez out ’ta, Kelt a Gembre ? O Kelt a Vreizh, ma gwad, e-men ez out ?

Goullo ’int, tier kuñv Keltia ! Pa save heol an hañv war ar flankenn, ar wazed zo aet kuit gant o glezier…

 
— NOTES —
1evit e-men, pe pelec’h
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix