War an daoulin (28) : Ma gouenn (2)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Un deiz ivez, siwazh, ma Doue, ’oa bet trec’het.
Hag a-c’houde, saotret dindan treid pep mevel,
Ma gouenn zo diragoc’h ’vel ur peulvan kouezhet,
Yen, mut, marv…
                              Met Ho prec’h a c’hell he adsevel.
 
Ha C’hwi he adsavo ! Ha C’hwi he adsavo !
Ken nerzhus Ho pedimp ma rit evelkent « ya »,
D’an eur dibabet Deoc’h an Douar holl a davo
Da selaou kleier Pask o son dihun Keltia !
 
Ha Keltia, en he sav, a gano ur C’hredo
Ken lidek ma plego tal pep pobl dirak Doue…
 
An had hon eus hadet, hor mibion her medo :
Hadet deomp en daeroù, int hen eosto er joa1 !
 
    Pariz, 1914
 
— NOTES —
1W joé
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix