War an daoulin (18) : Evit an anaon
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
« Memento, homo quia pulvis es, et in pulverem reverteris. »
       (Oferenn Merc’her al Ludu.)
 
Marv ’int. Astennet ’int er bez yen ha didrouz
    Du-hont e bered ar barrez ;
Dindan o fenn peder plankenn, un torchad plouz,
A-dreist, c’hwec’h troatad douar, hag ur maen, hag ur groaz1.
War ar groaz du, o anv, gwecharall bet e gwenn,
    Gant ar glav a zo dislivet ;
Tro-ha-tro, ur geot druz a za war an dachenn…
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankouneomp ket !
 
Pa vefe d’hol lagad dizoloet o bezioù,
    Petra a wel’femp a-barzh ?
Daou pe dri askorn paour, diwezhañ relegoù,
Ha ludu, kemmesket gant tammoù brein an arc’h.
O labour hirisus an Ankoù ! Gwir ’ta eo :
    Tra ebet all n’en deo chomet
A hennezh, a oa dec’h gwiv ha leun a vuhez ?…
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankouneomp ket !
 
Ne welont tra. Ne glevont tra. Noz eo gante.
    Kaer en deus an eostig soniñ,
Kaer en deus an avel hag a dremen er gwez,
War ar barroù hep del ’n em glemm hag hirvoudiñ,
Bouar2 ’int, an noz zo warnezhe, an noz,
    An noz pounner, an teñvalded,
Daoulagad, divskouarn, beg, da virviken zo kloz :
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankouneomp ket !
 
O peoc’h euzhus ar Bez, pebezh kelennadur
    A rez deomp ’velkent hiriv, te !
Un arc’h, un tamm toull strizh, teñvalded, breinadur,
Setu diwezh pep den, setu ma diwezh-me.
Sed e-menn3 emañ aet hon tadoù, hor mammoù,
    Holl ar re hor beus anavet ;
Ar preñved, tamm-ha-tamm, ’deus krignet o c’horfoù :
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankouneomp ket !
 
Nann, n’o ankouneomp ket ! Rak kalet eo mervel,
    Ankenius eo ’n em zispartiñ ;
Ni-mem’, kariñ a reomp kement lec’h hor c’havell,
M’emañ un dristezh vras pa laoskomp treuz an ti.
Newazh hon eus goanag !… Met int, ti, tud ha bro,
    En un eur o deus dilaosket
Hep na c’helle hini lâret : « Me ’zeuy en-dro ! »
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankouneomp ket !
 
Nann, n’o ankouneomp ket ! Dalc’hit soñj kentoc’h, c’hwi,
    Penaos gwecharall ar penn-se
Pa’z oa un tamm buhez en e lagad goullo4
En deus taolet warnoc’h selloù a garantez ;
Penaos ar beg paour-mañ ’neus graet vat d’ho kalon,
    Gant komzoù dous pa oac’h poaniet :
Nann, mar ho peus ene ha spered ur Breton,
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankounafet ket.
 
…Met selaouit : setu ar c’hleier o tiñsal,
    Difonn, un taol war-lerc’h un taol :
Na ne venn’fec’h ket en Anaon paour soñjal,
Ar c’houn-se, ar goboù en ho kalon hen taol.
An Anaon dre ar c’hloc’h a c’houlenn pedennoù,
    Rak, mard eo’r c’horf truek-meurbet,
E-kreiz an tan marse emañ an Anaon5
Ar re-se tremenet, o ! N’o ankouneomp ket !
 
    An 2 a viz Du 1905
 
— NOTES —
1W groéz
2KLT bouzar
3KLT pelec’h
4W gouli
5W inéañùeu
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix