Kado, roue ar mor (03) : Kentañ lodenn (an noz)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.

Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : Gwenargant, Lilia, Rozenn, Tinaig, Mona, ar Bannour, Livorc’ha, ar Bobl – ar Beleg-Bras, Talhouarn mab Holern, Izola. 

Ar pezh a weler : un tachad distro, tostik-tre d’ar mor. Merc’hed yaouank azezet war ar geot pe war ar reier a gomz etreze. 

GWENARGANT 
Mouezh ar mor, mouezh ar mor a zasson, hep arsav. 

LILIA 
N’en deus ket arsavet, e-pad an noz, ar glav 
A gouezh hag an avel oc’h hudal. 

ROZENN 
                                                                  Ar bagoù 
A zo deut, hep displeg kalz, me ’soñj, o gouelioù 
D’ar gêr en-dro. 

LILIA 
                               Pas razh : unan a zo chomet 
Hag anezhi, bete-bremañ, doare ebet. 

ROZENN 
Pe bag ? 

LILIA 
               Hini Morvan, tad Izola. 

GWENARGANT 
                                                              Paourkaezh 
Izola !… Kalon aour, ene dous ’vel al laezh ! 
Pa zeufe ar maleur d’he skeiñ, gant e zorn kriz, 
Me ’gred em befe droug me-mem’ kement ’velti.

LILIA da Wenargant 
Te ’gar mat Izola ? 

GWENARGANT 
                                   Piv n’he c’har’fe ket ? 
Ur verc’h ken amiabl, ken devot d’an doueed ! 

ROZENN 
Doue ar mor, eñ ivez, he c’har marse ? 

GWENARGANT 
                                                                             Sur eo ! 

Piv n’he c’har’fe ket, c’hoazh ur wech ? 

ROZENN 
                                                                           Karantez 
Un doue ’vit merc’h un den, petra a zo kaeroc’h ? 
Petra a c’hellomp-ni, merc’hed, c’hoantaat gwelloc’h ? 

GWENARGANT 
Doue ar mor a choazo, hiziv mem’, an hini 
E zay da glask, un deiz, ’vit dimeziñ dezhi, 
En e balez ken splann ’vel ar c’haerañ mintin. 
Kement-se a zegouezh pep ugent vloaz hepken(01).

LILIA 
Pep ugent vloaz ? 

ROZENN 
                              Met ya : an amzer a laka 
Ur rummad tud yaouank da zonet er bed-mañ 
Ha da greskiñ betek an oad da zimeziñ. 

GWENARGANT 
Bez eo ugent vloaz zo, eo ma’z ur voereb din 
A zo bet ar rouanez hag, en ur vagig skañv, 
Divaskell gwenn diouti, diskennet hec’h-unan, 
Hi a bellaas a-zioc’h an douar ha jamez mui 
Hini amañ n’en deus klevet komz anezhi. 

LILIA 
Pa vefes-te choazet, er bloaz-mañ, Gwenargant, 
’Vit un enor ken bras, ha te ’vefe kontant ? 

GWENARGANT 
Hag ar boked k’uilhet(02) c’hoazh en douar a selli 
Bout eürus, kent m’en deo deut an heol da c’houlloiñ 
Warnezhañ ar splannder a strew dre holl an neñv(03) ?
Kontant pe pas, an neb a vo deut, ar c’hentañ, 
He anv er-maez, rekis e vo dezhi sentiñ. 
Keneve se, an traoù gwashañ zo da zoujiñ. 
Doue ar mor kounnaret ’enep deomp ’n em savo. 
Ar bagoù a bellay eus an douar ’n em gollo 
Pe a zay hep pesked en-dro. – Bevañs ebet 
War an aod nag er mor neuze ne vo kavet, 
Hag ar verc’h en devo disprizet c’hoant an doue 
Dindan mallozh ar bobl a gouezho hep truez. 

LILIA 
Lezenn garv ! 

ROZENN 
                          Lezenn kriz ! 

GWENARGANT 
                                                   Ne vern ! Al lezenn eo. 
Pa ne bleg’femp ket, ar vro a varv’fe. 

LILIA, o sellet diouzh Tinaig 
Na teñvalaet eo deut da vout da zaoulagad, 
Tinaig ! Pegen pell e sellez ! Un tarzhad 
Anken en deus goloet da galon a dristezh ? 

ROZENN 
An daoulagad a skuizh, pa sellont, tro(04) an deiz,
Ken pell, etre ar mor hag an neñv, o c’hortoz 
Ar pezh ne zisoc’h ket a teñvalded an noz. 

TINAIG 
Kentoc’h ’vit bout choazet hiziv, gwell eo ganin 
War brec’h sonn an hini a garan, ’n em harpiñ 
Hag ober, war un dro gantañ, hent ar vuhez… 
Ken na vo deut en-dro, gortoz a rin ’vel-se. 

ROZENN 
Mard out choazet newazh ? 

TINAIG 
                                                     Kuitaat a rin ar vro, 
Nag e vefe ar marv war va hent… hep distro. 

ROZENN 
Gwell eo – o lâret ya d’an doue – salviñ an holl 
’Vit ober eürusted unan hepken ha koll 
Ar vro a-bezh, en ul lâret nann. 

TINAIG 
                                                            Pep unan 
A oar petra a dav e sec’hed pe e naon(05). 
Tuchant, ni a welo piv eo a vo choazet 
Ha ma c’hoarzh pe ma ouel pa vo bet kurunet. 

LILIA da Wenargant 
’Vit choaz ar verc’h yaouank, te ’oar penaos a reer ?

GWENARGANT 
Ma zad a oar petra zo arru gant e c’hoar(06)
Bez eo ugent vloaz zo. – Ar memes tra hiziv(07), 
’Vit ar rouanez nevez, e selli c’hoazh arru(08). 

LILIA 
Lâr deomp. 

GWENARGANT 
                 Tuchant, ar bobl, war an aod, ’n em dolpo. 
Gant gwerzenn doue ar mor ar gouel a zigoro. 
Neuze, ar beleg-bras a skrivo an anvioù. 

LILIA 
Anvioù piv ? 

GWENARGANT 
                       Ar merc’hed yaouank, war meinigoù 
Gwenn-kann en deus ar mor rouletaet pell amzer 
Ha taolet war an aod, o skarzhiñ e zanter, 
War pep unan, un anv hepken, gant livaj ruz 
A vo skrivet. 

LILIA 
                       War-lerc’h ? 

GWENARGANT 
                                              War-lerc’h ?… Setu ! 
Holl ar meinigoù-se, ar beleg-bras o zaol 
Er mor – er mem’ tachad, en ur bern, en un taol. 

LILIA 
Ha goude ? 

GWENARGANT 
                     Ar c’horn-boud a son, ar c’horn santel, 
Chomet mut ugent vloaz, a son, spis hag uhel. 
Un den yaouank ’n em daol en dour, a lein ur roc’h, 
’N em goll ur momandig a-barzh hag a zisoc’h, 
En e zorn, ur meinig, merkoù ruz warnezhañ(09).
Choazet eo ar rouanez hag he anv a zasson. 

LILIA 
Goude ? 

Mona a za war ar c’hoarilec’h, hep bout gwelet. Livorc’ha he heuli a-dost. 

GWENARGANT 
               Ar beleg-bras, dre an dorn, he c’hemer. 
War ar roc’h uhelañ ha gronnet a splannder, 
Hi a grap, tra ma kouezh an dud war o daoulin 
Ha ma sav daveti mouezhioù sklaer ha sklentin. 

LILIA 
Ho ! Me ’gar’fe-me bout choazet ! N’en don ket 
’Veldout-te, Tinaig, gant paotr ebet karet ! 

MONA 
Karet ’out ganin-me, va merc’h ; traoù er-walc’h eo. 
Ya, ganin-me, da vamm, ha dir ar garantez 
En deus ho mammoù gaezh ’vidoc’h, o bugale, 
Ne c’hell ket bout torret biskoazh, mem’ dre un doue. 
Bez eo ugent vloaz zo, c’hoant em boa, me ivez, 
Da vout rouanez ar mor ; hiziv, n’em eus ket keuz(10)
Mard on chomet-me, merc’hig paour, ’vit bout da vamm.
An aon hag an anken a daol hiziv ho samm 
War va c’halon ! An aon ma vefes-te choazet, 
Te, va holl vad, sklaerder va zi, va gwad silet, 
’Vit bout, e-pad tri deiz, du-hont, en enezenn 
Milliget, en ur groc’h ma verv, gant e gorvent(11),
Ar mor a-barzh, laosket hep boued hag hep gwele, 
Betek ma teuy ur vag da’z klask, an drivet deiz, 
Ha da’z konduiñ, piv ’oar e-menn…, betek ur vro
Ha ne laosk ket jamez hini da zont en-dro.
Ar merc’hed yaouank a chom mut. 

AR BANNOUR 
Digoret eo ar gouel ! Deu’t, holl, mar plij ganeoc’h, 
Da welet ar rouanez o krapiñ war ar roc’h 
Hag o tispleg, a-dreist holl ar pennoù pleget, 
Arc’hant he divrec’h gwenn gant an heol alaouret. 

LILIA 
Deomp da welet ar gouel ! 

ROZENN 
                                                   Deomp da welet piv eo 
A vo choazet, tuchant, ’vit dimeziñ d’an doue. 
Ar merc’hed yaouank a ya kuit gant ar bannour. 

LIVORC’HA 
Ni, ar mammoù, a skoy tuchant ar glac’har kriz, 
Gort’zomp an achuamant gant aon ha prederi. 

MONA 
Setu ar c’han ! Gwerzenn doue ar mor o trouzal. 
Emañ spontoù ar marv en-dro deomp o teval(12).

KAN AR BOBL, war-dreñv ar c’hoarilec’h 
        Doue ar mor, doue ar mor ! 
            Deu’t ha choazit(13)
            An hini a garit(14)
    E-mesk ar re a zo hiziv tolpet 
’Vit ho meuliñ, doue ar mor, doue ar mor ! 
    Eus ho palez digorit bras an nor 
                ’Vit degemer 
            An hini a c’hort’zer 
    En ho palez, holl an norioù digor. 
        Doue ar mor, doue ar mor ! 

LIVORC’HA 
Ha ! Setu ar c’horn-boud o soniñ ! 

MONA 
                                                                  Pegen buan 
E sko va c’halon paour ! 

LIVORC’HA 
                                              Pe anv ’vo ar c’hentañ 
Tennet er-maez ? 

MONA 
                                  Me ’gren, rak piv a c’hell lâret 
Penaos ne vo ket va hini a vo choazet ? 

LIVORC’HA 
Ho ! Ar c’horn-boud, perak e son-eñ ken kreñv-se 
P’en domp-ni o kreniñ evit hor bugale ? 

AR BANNOUR, ur maen en e zorn, hag ar bobl war e lerc’h 
Choazet eo, choazet eo, rouanez ar mor ! 

AR BOBL 
                                                                               Houla ! 
AR BANNOUR 
He anv a splann, ruz-tan, war ar maen : Izola ! 

AR BOBL a gan 
Houla ! Houla ! Enor dezhi ! Gloar d’ar rouanez ! 
Doue ar mor, doue ar mor, digorit ho palez ! 

Mont a reont kuit. 

MONA 
Va c’halon paour, va c’halon paour, faoutañ a ra. 
N’em eus ket komprenet mat an anv. 

LIVORC’HA 
                                                                        Izola ! 

MONA 
Izola, merc’h Morvan ? 

LIVORC’HA 
                                             Ya. 

MONA 
                                                    O doueed an neñv(15)
Hag ar mor hag an douar, trugarez a vennan 
Lâret deoc’h – ’vit va merc’h hoc’h eus ganin laosket ! 

LIVORC’HA 
Izola, merc’h Morvan, n’en deus mui mamm ebet. 
He zad hag he breudeur er mor a zo chomet ! 
He zi a zo goullo hag he c’halon faoutet ! 

MONA 
Setu hi, setu razh ar bobl, en ur ganiñ, 
O tont – ar beleg-bras gante – d’he c’huruniñ. 

AR BOBL a gan en ur zont war ar c’hoarilec’h 
                Houla ! Houla ! 
    Gloar hag enor d’ar rouanez Izola. 
                I 
    Gant barroù glas ha bokedoù(16),
    Deomp da ambroug rouanez ar mor. 
    Na kaeret eo ar gwez e bleuñv(17) ! 
    Kaeroc’h c’hoazh merc’hed an Arvor. 
                II 
    Bokedoù ruz, bokedoù gwenn, 
    Re a bep frond hag a bep liv, 
    A ray dezhi ur gurunenn 
    A splanno war he fenn hiziv. 
                III 
    Setu hi – gronnet a splannder, 
    En he sav, war ar roc’h uhel. 
    Ne anav mui na breur na c’hoar(18),
    Kollet er gogusenn santel. 

AR BELEG-BRAS 
A zonded ar mor bras, deut eo an anv er-maez. 
An doue en deus e-mem’ dizoloet e rouanez.

AR BOBL a gan 
                Houla ! Houla ! 
    Gloar hag enor d’ar rouanez Izola ! 

AR BELEG-BRAS 
Bremañ, rekis eo din, hervez al lezennoù 
A z’le bout sentet dioute en hor gouelioù, 
Dirak rouanez ar mor – kent lakaat war he fenn 
Da splanniñ, ’vel ur merk a c’hloar, ar gurunenn, 
Goulenn mard eus unan bennak e-mesk ar re 
Tolpet amañ, hag a lâr’fe nann d’an doue. 

UN DEN YAOUANK 
Me, Talhouarn mab Holern. 

AR BOBL souezhet 
                                                       Ha ! 
Trouz ur momandig : pep unan a gomz ’vel ma kar. 

AR BELEG-BRAS 
                                                               Te ’vefe kar 
D’ar verc’h yaouank choazet ? 

TALHOUARN 

                                                          Pas, met… m’he c’har. 

AR BELEG-BRAS 
N’en deo ket traoù er-walc’h. 

TALHOUARN 
                                                       Traoù er-walc’h ? Petra ’ta ? 
’Vit difenn da vuhez diouzh ar marv, Izola, 
– Rak, selaou mat, ’vidout ar marv eo a glasker – 
Rekis e vefe din bout da dad pe da vre[u]r ? 
Met gouzout mat a reomp penaos, kent choaz ar verc’h, 
Ar mor en deus lonket, gant e chagelloù gwer, 
He zad hag he breudeur, ha bremañ c’hwi a venn… 

AR BELEG-BRAS 
Tav, peotramant an doue… 

TALHOUARN 
                                                      Laoskit-me d’he difenn,
Da zifenn war un dro va c’halon, va buhez 
Staget diouti dre nerzh padus va c’harantez. 

AR BELEG-BRAS 
Venniñ a rez enta ma kouezho war ar vro 
Ar maleurioù brasañ ha ma vo, tro-ha-tro, 
Milliget anv ar verc’h en devo heuliet 
Un den ha troet he c’hein d’an doue en deus maget, 
Bete-bremañ he zud… 

TALHOUARN 
                                             Marv ’int ! 

AR BELEG-BRAS hep selaou 
                                                                        Hag hi !… Ha ni ! 

TALHOUARN 
Razh ar pezh a lârit n’en deo ’met faosoni. 
Ne faot ket hol lorbiñ, ’vel ma rit, dre ar gaou, 
Rak, kent pell, dizoloet e vo ho kammdroioù. 

AR BOBL da Dalhouarn 
Mallozh ! Mallozh warnout ! 

TALHOUARN 
                                                       N’en deus ket doue ebet, 
Nag en douar nag er mor a venn bout enoret 
Dre varv an dud, hini ! Mard eus newazh unan, 
Ra ma kouezho en neant, gant e vallozh warnañ ! 

AR BELEG-BRAS d’ar bobl 
Mar toujit an doueed, serrit e veg dezhañ(19) ! 

AR BOBL 
Ar marv ’vitañ, ar marv ! 

AR BELEG-BRAS 
                                               Mouezh ar mor a zasson 
Kreñvoc’h pe greñv ! Mallozh ar mor a sav !… 

TALHOUARN 
                                                                                          Izola ! 
Kreñvoc’h ’vit karantez mab-den n’en deus netra ! 

Int her stlej er-maez. 

KAN AR BOBL 
        Ra ma kouezho mallozh an holl 
        War ar milliget, war ar foll ! 
        Doue ar mor, doue ar mor, 
’N em savit ket ’enep d’an dud eus an Arvor, 
        ’Vit ur milliget, ’vit ur foll 
        A venn – en ho kounnar ’n em goll ! 

An tenneris a gouezh.

— NOTES —

(01) W hembkin  (02) ku[n]tuilhet  (03) W néan  (04) pe tro-pad  (05) W nan  (06) W c’hoer  (07) W hiniù  (08) W erriù  (09 W -ehon)  (10) W ké  (11) W goèuen ?  (12) pe o tiskenn  (13) W -et  (14) idem  (15) W néan  (16) W -eteu  (17) W bleu  (18) W c’hoer  (19) W dehon

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix