Buhez Arzhur a Vreizh (07) : Gurunidigezh (ar) – V diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

AN HEVELEP RE, UR FLOC’H o tont a-zehoù

UR FLOC’H o tont er sal
Aotroù, an duk Yann, hoc’h eontr, a c’houlenn komz ouzhoc’h.

ARZHUR
Ho pezet ar vadelezh, aotroù Rohan, da vont da ziambroug va eontr ; degasit anezhañ amañ, ni e zegemero er sal-mañ. An aotroù a Rohan hag e floc’h, ha daou pe dri soudard a y-a kuit dre an tu-dehoù. C’hwi, aotrounez Lohieg ha Malastred, it dre dour an hanternoz, ha livirit da’m fobl karantezus e tegemerin anezho dizale em lez. Lohieg ha Malastred a y-a dre an hevelep tu.* C’hwi, va den mat Keroman, a ziskargo gant larjentez gwin ha chistr mat da’m holl sujidi e porzhoù ar c’hastell.
Keroman, Olier, soudarded, floc’hed ha mevelien a y-a kuit dre an tu kleiz.

Livre

Buhez Arzhur a Vreizh (07) : Gurunidigezh (ar) – V diviz
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix