Buhez Arzhur a Vreizh (04) : Gurunidigezh (ar) – II diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

AN HEVELEP RE, ROHAN, LOHIEG, DIJENTILED A VREIZH

UR FLOC’H o tont dre an tu-dehoù
An aotrounez Rohan hag a Lohieg. Ar floc’h en em denn dre an hevelep tu.

KEROMAN
Ra viot deuet mat, aotrounez !

ROHAN
Demat deoc’h, Keroman, den kalonek ; c’hoant hon doa da vezañ amañ a-raok an aotroù duk hag e gompagnunezh evit bezañ test a levenez an holl.

LOHIEG
E gwirionez, na weler dre-holl nemet levenez hag eürusted. Gwragez ha bugale Roazhon o deus graet ur c’hoad eus kêr ha goloet an hentoù a vokedoù. Biskoazh na oe gwelet kement a vuhez e Breizh-Izel.

OLIER
An duk Arzhur a zo ken karet gant e sujidi !...

KEROMAN
Ar soñj eus a dukez vat Konstañs a zo c’hoazh ken bev e kalonoù an holl !

ROHAN
Abaoe m’eo ganet an duk yaouank, hen anzav a ran, morse na welis kement a dudjentil hag a dud diwar ar maez deredet d’ar gêr-mañ, bodet hiriv, bodet hiriv gant al levenez ar vrasañ. Kannaded ar Poatou, ar Men hag an Añjou, gwazien Breizh-Izel, hag ivez kannaded roue Bro-C’hall a deu gant plijadur da ginnig o doujañs da vestr nevez hor broig Breizh-Izel.

KEROMAN
N’hoc’h eus ket klevet ?

LOHIEG
Petra ’ta ?

KEROMAN
Lavaret a reer e teuy Yann Dileve amañ dizale !...

ROHAN
Kement-se na c’hell ket bezañ... Ha petra ’glask ?...

KEROMAN
N’ouzon dare. Ar pezh a zo gwir eo penaos e-pad m’edot o kuruniñ hor mestr, ez eus deuet ur c’hannad da zegas ar c’heloù d’an duk Arzhur.

LOHIEG
Va spered a zo enkrezet... Aon am eus...

ROHAN
Aon ?

LOHIEG
Ya, aotroù, ha ra blijo gant Doue e tegouezhfe ganin faziañ !...

ROHAN
Bezet ar vadelezh, aotroù kont, da lavaret deomp ar pezh a soñjit.

KEROMAN
Va digareziñ a refet, aotrounez, rak emeur ouzh va gortoz e sal ar fest. da Olier. Deus ganin, Olier. Mont a reont dre gleiz.

OLIER ha KEROMAN
Salud deoc’h, aotrounez !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix