Poésies de Gabriel Le Febvre : Falz kredennoù
Source : 
Rennes, Manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Page 183.

En amzerioù gozh-gwechall
Pep korn a Vreizh oa ur marvailh :
’Oa ket ur poull nag un hent don
N’nije o duz, o c’hornandon ;
’Oa ket ur c’horn en ur barroz
Hep korred ha lutuned noz.

En amzer nevez a renomp
O c’hlask en aner a refomp :
Bonapart gant e ganolio[ù] 
’Neus o skarzhet diwar ar vro.

Ar c’horr, al lutun hag an duz
Zo aet ’b’oe pell amzer da guzh ;
Ar bugel-teuz hag ar randon
Zo diskennet er poulloù don ;
An enkelc’her, an hoper-noz
Zo kousket en o bezioù kloz.

Kannerezed-noz, a bell zo
Ne gaver ken war ar stanko[ù] 
O stlejañ d’an dour, a skrign-dent,
Tud manet diwezhad en hent.

Ne gren mui ar vamm gant an aon
Pa rank tremen war Bont Krozon,
Goude gwelet e skeud al loar
O tispakañ deus an douar
Eskern chouanted en ur bern
O veskañ gant un drouz ifern !

Er marchosi, noz Nedeleg
N’eus ken a gaoz gant ar c’hezeg :
En aner e rofet skouarn
N’o deus ken galloud, ’vit ho parn.

Chapel Kervaria ’chom kloz
He dorojoù ha hanternoz ;
Dre he forched mui ne dremen
Tud varv en o liñsel wenn
O vont da glask un tamm divec’h
D’o finijennoù ha d’o nec’h.

War an oaled e-pad an deiz
E lezer bremañ an trebez
Hep ma teuio d’an o’ac’h* raktal     [evit ozac’h] 
Blevennoù loued war e dal.

Piv a glev c’hoazh karr an Ankoù
O wigourat dre an hentoù ?
Archedoù a eil-penn o vont
Evel argaset gant ar spont
Dirak pezhioù chas kounnaret
A bep tu warne o lammet ?

Da gouel an Anaon benniget
An tier dre-holl ’ve skubet :
N’eus ken a gas, ’reer ken a forzh
Teurel an eneoù er porzh !

Ur big war lein ar siminal,
Yer war o c’hlud o kaketal,
Goude ma ve kuzhet an heol,
’Lakont ken ar merc’hed penn-foll.
Ar goukou war yun ’vit klevet
Tamm paouroc’h goude ne vefet.

Kaout an diwezhañ gwerennad
Ouzh taol dimeus ar voutailhad,
Ho skabell dindan treust an ti,
Kentoc’h ne ra ken dimeziñ.

Da Laz-Kochad c’hwi ’y-ey bremañ
Hep de’i ar mor-varc’h d’ho spontañ.
Dre hent Barac’h redet e noz,
’Heuilho ken warnoc’h ar wiz-gozh.
E kroaz an azen ’gavfet ken
Enkelc’hien ’vit ho sourpren…

Hor zadoù-kozh ’ouie kontañ
An holl draoù-se en nozioù goan ;
Ar Politik, ar Gazetenn
Zo deut d’o mougañ da viken.

Ma ! hen anzav amañ ’rankan :
Ar sorc’hennoù-se a garan !
O vont kuit ’deus kaset gante
Ul lodenn vat deus hon ene.
Gant mantell he falz kredennoù
Lipousoc’h a gaven ma Bro !!!

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix