Chomit er gêr ! (07) : Ton nevez
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

CHOM ER GÊR

Mouezh ar vamm a zo mouezh Doue !

AR VERC’H AN TAD

Kenavezo, va zad karet,
Kuitaat ar gêr zo em spered,
E Pariz ’mañ an eurusted
O c’hedal kalon ar merc’hed.

E lec’h kaout dek real ar sizhun
O labourat ’vel ur gurun
Aour hag arc’hant a c’hounezin
Hep ober seurt nemet c’hoarzhin.

Me a chañcho va dilhad groz
Va botoù saout, va c’hoef mamm-gozh
Me ’vo evel un dimezell
« Fin tailh » evel un durzhunell.

Em zreid ’vo ’r botoù ler melen
Un tog seizhennet war va fenn,
Ur vantell voulouz war va c’hoûg,
Ur c’helc’h aour en-dro da’m gouzoug.

Me ’zilezo va brezhoneg
Da zistagañ bommoù galleg.
Me ’gomzo flour ’vel un itron
Ha va « accent » a chañcho ton.

E-lec’h dour ha patatez fall
Yod kerc’h, anduilh ha soubenn sall
Me a zebro un tamm boued fin
Hag a evo ar gwellañ gwin.

Du-se ’kavin al liberte
Da dremen ar sul em giz-me,
Me ’bourmeno va c’halite
O c’haloupat a-hed an deiz.

E-lec’h ofer’n ha gousperoù
Me a redo d’an ebatoù
Pa deut an noz me a zañso
Ac’hann ma teuy an deiz en-dro.

N’ran ket a van eus ho komzoù
Ho klemmoù nag hoc’h hirvoudoù.
Kenavo, tad. Kenavo ’ta !
Mall bras am eus da gimiadañ.

An eürusted du-se kavet
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Gant kalz daeroù a zo mesket !
    Paourkaezh Janedig.

Aour hag arc’hant ’vez gounezet
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Diwar goust ar feiz, ar yec’hed.
    Paourkaezh Janedig.

Te ’vo evel ur « veurlarjez »
    Selaou, paourkaezh Janedig.
Ha petra ’deuy da c’houdevezh ?
    Paourkaezh Janedig.

Te ’vo heñvel ouzh ur marmouz,
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Gant e gorf vil hag e fri lous.
    Paourkaezh Janedig.

Gant da c’halleg a c’hiz nevez
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Te ’vo dismegañs ar barrez.
    Paourkaezh Janedig.

Hor bevañs-ni zo dereat
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Da reiñ d’an den ur stomog mat.
    Paourkaezh Janedig.

Ar sul eo devezh an Aotroù
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Evit magañ hon eneoù.
    Paourkaezh Janedig.

Ne’z eus nemet ar merc’hed fall,
    Selaou, paourkaezh Janedig,
A yafe en noz da zañsal.
    Paourkaezh Janedig.

Pa ’vi aet kuit, piv a glozo
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Va daoulagad pa vin marv ?
    Paourkaezh Janedig.

Selaouit an daou boz diwezhañ-mañ ! Ar Vretonez a zo skoet he c’halon hag a dro kein hiviziken da Bariz ha d’e holl vravigoù. Katellig he divije gounezet kalz oc’h ober evelti.

AR VERC’H AN TAD

Daoust petra ’dremen em ene
Petra ’glevan, o va Doue
Ur vouezh a zo o va gelver
Hag a lavar din : « chom er gêr ! »

Mouezh va mamm a zo mouezh Doue
Ra vezo graet e volontez
O va zad kaezh, pardon, pardon
Da vezañ rannet ho kalon.

Te ’glev mouezh da vamm benniget
    Selaou, paourkaezh Janedig,
A zo diskennet er vered.
    Paourkaezh Janedig.

Kalon un tad, va merc’hig kaer,
    Selaou, paourkaezh Janedig,
Da reiñ ar pardon a zo taer.
    Paourkaezh Janedig.

UN TAOLEAD

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix