Chomit er gêr ! (06) : E gortoz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

E GORTOZ

Paourkaezh Katellig !…  An aerouant a zo deuet war da dro da’z touelliñ evel ma teuas gwechall da douelliñ ho tud kentañ e Baradoz an douar ! Mar o divije gouezet Adam hag Eva petra ’yoa oc’h o gedal goude o fec’hed ! Mar o divije gwelet holl boanioù o bugale vihan, ar c’hleñvedoù, an torfedoù, ar marv !… Ya, buan o divije troet kein da Baolig, ha lavaret dezhañ mont da… vale. Paourkaezh Katellig ! Mar he divije bet anaoudegezh eus poanioù a bep seurt an darn vuiañ eus ar re a ya da Bariz diwar ar maez ! Mar he divije gellet gwelet en a-raok kement a yae da c’hoarvezout ganti…he divije kaset ar brizh vreizhadez-se da… vale gant he lizhiri touellus ha gaouiad.

Met, siwazh ! an den a zo graet evel-se, n’en em blij ket el lec’h m’emañ ; c’hoant en deus da gaout gwelloc’h, ha morse ne gav dezhañ en deus e walc’h.

Lizhiri a yeas hag a deuas c’hoazh eus ar Barizianez d’ar Vreizhadez hag eus ar Vreizhadez d’ar Barizianez. Katellig a yoa gouenezet gant houmañ, evel ma vez seizhet al labour gant selloù ar sparfell, pe an touseg gant an naer.

Mont a ranke da dañva soubenn Pariz[.]

    Plac’hig yaouank, perak ’ta tec’hel
    Pell dimeus da vamm ha da dad ?
    Perak kuitaat da vro Breizh-Izel,
    El lec’h ’out evurus ha mat ?…

        Ankoua ar c’hêrioù,
        Gant o falz-madoù ;

Enno ’lec’h madoù e kavfes trubuilhoù.

    O chom e bro da gavell !
    Chom, chom e Breizh-Izel !

    Kas pell diouzhit ar soñj divalo
    En deus trubuilhet da spered,
    Chom bremañ da vevañ en da vro,
    Enni ’z po levenez bepred !

        Lavar eveldon,
        A-greiz da galon,

Ma klevo Breizhiz hor c’han kaer ha gwirion :

    Chomomp e bro hor c’havell !
    Chomomp e Breizh-Izel !! (ar Yeodet)

Dont a ra em spered ur son savet n’eus ket c’hoazh pell bras evit lavaret ivez da dud Breizh chom er gêr. Vat a raio marteze da veur a hini, ha plijadur da gement hini a gar e vamm-vro Breizh-Izel hag he feiz.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix