Nouelou ancien (an) (43) : XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XIII, pp. 334 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel neuez hac excellant an ton so brau

  510
  Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez ;

Quenomp deuotamant hac ardant dre carantez,
Ha hep goap, de Map quer, hon Saluer eternel,
So deuet entr’en bedis, e languis, a isel.

  511
  Adam a voe blamet meurbet ha reprenet bras
Terriff gourchemen Doue hac e Roue nep en croueas,

Rac dibri’n tam aual en deffoue poan calet,

Ha dre e pechet, oll, fur ha foll, voamp collet.

  512
  Tremenet, credet flam, peur dinam, un spac amser,

Don tentaff* en stat all* ez deuz gant mal hon Saluer  [lisez tenhaff ; peut-être pour fall] 
Hep gaou, da dezraou poan, aman da bout ganet
Gant un Guerches clouar dispar diouz Nazaret.

  513
  Incontinant santel dre an Eal voe reuelet
Dan Pastoret an nos pan voant y clos reposet
Dont da guelet Iesus, haetus, dre yoausdet,
A yoa ganet en craou, hep goulaou enaouet.

  514
  Un steren a cren sy a deuri’n* Orient,   [lisez deuzi] 
Drezy voe try Roue bras em caffas en un croashent

Oz clasq Jesus Roue’n mor euit e enoriff
Ha deuet gant e moyon euit donesoniff.

  515
  Yoayus ha haetus pront ez retorsont* do contre ;   [lisez retornsont] 
Ha cren ho quelennat haznat dre guir cannat Doue
Da quemeret hent all ; deze goall a falle
Maz ez ont en certen, hep diouz den, hep ennoue.

  516
  Tregont bloaz ha choaz sur ez chomas pur assuret
Jesus voar an douar, nen deux mar, dre hon caret
Da dou’en vileny hac annuy an muihaff
Meur a noas, pep casty, hac e crucifiaff.

  517
  Allas ! requetomp cren, heman ten dre pedenaou
Maz roy deomp lem remet bepret ouz hon pechedaou ;

Supliomp, pedomp pront, voar ben du hont contaff,
Maz roy deomp trugarez dr’en truez a nezaff.

  518
  Supliomp, breuzr ha choar, hegar an Ytron Mary
Mar plig gant y dilacc, dre he gracc, aduocaty

Dirac Iesus Roue’n ster he Map quer souueren,
Ha maz pardono ffam deomp hon oll blam.

  Amen.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix