Nouelou ancien (an) (36) : XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XIII, pp. 126 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton Pangue, lingua, gloriosi

  417
Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam ;
Ganet eo gant an goar Mary hon lem ny a drouc lyam ;
Iesus en bet man a ganat da peocha lingnez Adam.

  418
Iesu Roue’n nouar, Map Mary, deffry dre compassion

Ouz omp oll glan pan oamp manet en prenet* en du quet son [lisez penet (an deu quet son ?] 
Da digacc lem eo deuet deomp ny deffry hon redempcion.

  419
Oll, fur ha foll, ez oamp collet, goude hon fet en bet man,

Da monet de ty peur difat dyhegarat gant Satan
En lech nepret hep contredy n’en deus nep sy a diboan.

  420
  Han goar Mary gant Gabriel dezy pan voue reuelet
A voue, allas ! hep fantasy a deuffry melconiet,
Rac maz oa sur quen pur han erch hac un merch en he guerchdet.

  421
  An Eal mat voe a perz Doue’n Tat a comps dereat en stat man :
En ot, Mary, hep fazy quet, ez duy cret an Speret glan ;

Ha heman a vezo ganet da reiff remet en bet man.

  422
  Neuse pront hy en respontas gant un joa bras peur ha saou
Me so matez Doue, ma Crouer, heruez seder da gueriaou

Bezet dy gret hep quet a faut ; me so baut dan guyr Autraou.

  423
  Neuse ez conceuas a scler hon Saluer en e quer mam,

Dr’ez voa dezy profeciet gant Proffedet a het cam

Ez deuzye plen da laouhenat da peochat lignez Adam.

  424
  Enn hy nao mis en lech dister ez voue’n Saluer anterien* [lisez anterin ?] 
Pan voant fournis acomplisset voe ganet scler anterin

Mary en adeulas ha saou dyuoar pennaou he daou glin.

  425
  Saluer an bet, het ha ledan, eo heman so deomp ganet

A corff clouar hegar Mary maz omp ny rejouisset ;
En creis an hent a paurentez ez voe yuez dicouezet.

  426
  Nepret ne guelat hep atfer nep amser quen bras steren

Euel a sauas peur hasaou dan Autraou un goulaouen ;
A yoa en merchaucy difflas oz hars, allas ! un asen.

  427
  Oll dr’en oll bet het ha ledan, ez sauas can letani
Ha maz aez an Eal da guelet an Pastoret a detry :
« Noz bezet certen nep enoue ; ganet eo Doue, hon Roue ny ».

  428
  Rouanez try diouz Orient en un hent, a ententaff,
Hos em caffas, na fallas pez, gant pep a rouuez dezaff,

Ha pan ezont certen en ty ho try ho em humiliaff.

  429
  Maz deuez peur scot en Herodes quen pugnes un frenesy
Oz bout Roue en bet nemet aff ez voe quen claff gant auy

Maz geure, syuas ! bout lazet an Inocantet detry.

  430
  A diouch a vuhel an Eal mat, da Doue cannat, un adit*,  [peut-être pour en addit "par surcroît" (Meschinot)]

A reuelas clos da Ioseph bout Herodes en despit,
Iesus hac e mam dyampeig tech dyrebeig en Egypt.

  431
  Neuse voar an lech ez techsont en bro hont hac y spontet,

Iesus han goar clouar Mary, Joseph hep sy he priet,

En Egipt en ho queffridy ; ha ho try melconiet.

  432
  Iesu ha Mary ! en diuez pan duy’n deruez diuezaff,
Ny hoz pet, chuy, clouar Mary, mam Roue’n velly suppliaff,
Pan a himp scaff da anaffon, Roue an Tron don pardonnaff.

  Amen

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix