Nouelou ancien (an) (34) : XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XIII, pp. 126 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel deuot hac ancien, an ton so commun

  405
Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou,
Den aual glas, allas ! a debras flam Eva hac Adam a tammaou,
Guyr Roue ’n goulaou so deuet dan traou laouen,
Da douen hon blam, hon sam bete amen.

  406
Pemp mil bloaz [p]len ez voue den en penet dre splet an pechet quentaff
Maz voa Iusticc dre hon vicc maliciet, n’en doa quet acset* he tretaff ;  [lisez aeset] 
Pan deuez heman, dre zoa diouganet,
Da bezaff den euit douen [hon] penet.

  407
  Ha pan voue pret gant Roue an bet seder muy amser ne differas :
En poanyaou bras, allas ! maz oamp tasset an Proffedet en pedas ;
Deuet eo dan traou, da gouzaff gloasaou bras ;
Maz deuez certen da dazpren den en croas.

  408
  Dre pedennaou an Tadaou caffaouet ez voue autreet detry
Hon bise ny deury remission ha pardon hon oll melcony,
Maz deuez tizmat, diouz stat, an Barados
Iesu a scler, da creis an hanter nos.

  409
Maz voe leuzret digant Roue ’n bet seder an Eal, messaiger anterin,
Bete un merch hac a edoa guerches courtes ha leanes fin,
A guir doctrin ez oa illuminet
Ha preseruet a pep bech a pechet.

  410
Maz lauaras dinoas, ne fallas quet ez voa choaset gant Roue ’n bet a detry
Da bout drez i gret hon redemption, ma’e deffoue don melconi
Pan cleuas spes certes dre guir raeson
Ez vise hy a gras en union.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix