Nouelou ancien (an) (33) : XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XIII, pp. 126 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton Quenomp Nouel vuhel ha frez

  393
  Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
En amser presant so santel,
Pan eo deuet Jesu ha vuhel,
Greomp fest da Roue ’n Ebestel.

  394
  Lucifer a disemperas,
Ha dre ourgouill en em souillas ;
En ifern cren a disquennas
Han re en e fet a credas.

  395
  Pan guelas Satan damany
Adam furmet ; da monet dy,
Dre un aual a drouc aly,
En trompas dre un fantasy.

  396
  Dan laezr sarpant ez assantas
Hon mam quentaff, ha ma taffas
Un tam rac tal an aual glas,
Ha reiff da Adam un tam bras.

  397
  Dre an tam se ez deceuat
Lingnez humen, a lienat,
Quen na deuez Iesu a cu* mat  [lisez a tu mat] 
Da bezaff den don laouhenat.

  398
  Ha da eil Person* an Drindet  [probablement pour Hac an eil Person] 
A so en hon clen* disquennet.  [lisez glen] 
Dre Gabriel voue reuelet
Da Mary, merch en he guerchdet.

  399
  « Mary, diblam, dinam ha net,
Te so gant Iesus diuiset
Da bout e mam dinam ha net,
Maz vezo map den dazprenet. »

  400
  Hac en merch guen ez dysquennas
Iesu, ha Doue nep hon croueas ;
Nao mis hep drouc hy en dougas ;
Buhan hep poan hy en ganas.

  401
  En un merchauci, ty difflas,
Ez voe milet en gouasquedas ;
Han Guerches man glan en ganas,
Bizcoaz en nep lech ne pechas.

  402
  A diouz Roue ’n glen un steren scler
A sauas en eff e queffer
Da reiff testeny deomp fier
Ez voa ganet Doue an Crouer.

  403
  Han Aelez a can letany,
Hac a grae gloar da Mary
Hac ez lauaret*, emend y :  [lisez lauarent] 
« Ganet eo Doue, hon guir Roue ny. »

  404
  Ha ny da Doue, bourch ha ploueis,
Tut gentil ha tut a Ilys,
Pedomp a gaoudet Roue’n bedis
Da reiff pardon da Leonis.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix