Nouelou ancien (an) (30) : XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XII, pp. 20 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel pe a heny an ton so commun

  361
Nouel quenomp, na fellomp quet, 
Da Rouanes an guercheset
A ganas Map Doue, guir Roue’n bet,
Hep coll he guerchdet a netra :
Greomp meuleudy da Maria.

  362
Mary din a predestinat
Dreyst quement sygur a furmat
Da bout mam Iesu a tu mat :
Ha pur ha mat, hegarataff.
Greomp meuleudy da Maria.

  363
  Adam dre un tam hon lammas
Oll a gracc Doue nep hon croueas ;
Map Mary flour hon sycouras
Ha hon lammas an poan brassa.
Greomp meuleudy da Maria.

  364
  Ret voa en hirvout hep souten
Mont dan citern an Ifern ien
Paz eo deuet Mary peur dien ;
Dreiz y pep den a laouhenna.
Greomp meuleudy da Maria.

  365
  Jesu Map Doue, guir Roue an bet,
Dre myster diuin an Drindet
A corff un Guerches, Maestres net,
A so deomp ganet, caezrhet tra !
Greomp meuleudy da Maria.

  366
  Hac an Speret glan dammany
A deuez hep mar bete Mary,
Han Eal yuez a comps dezy
A deuffry : Ave, Maria.
Greomp meuleudy da Maria.

  367
  Map Doue hep poan a voe ganet
Gant un merch glan, Mary hanuet,
En paurentez heruez an bet
Da douen hon penet, ha pret voa.
Greomp meuleudy da Maria.

  368
  An Aelez glan gant letany
Da meuliff Doue, hon guir Roue ny
A deuez hep mar bete Mary
Hac ez canent [y] Gloria !
Greomp meuleudy da Maria.

  369
  Tut plen a enor, Pastoret, 
Pan voant dr’en Eal guen quemennet
A deuez en quentel de guelet
Gent joa meurbet, me a creta.
Greomp meuleudy da Maria.

  370
  En Rom, en Templ, dre essempl din,
An nos se, sclaer hac anterin
Ez aez en pep tu en ruin
An Idol fin Appolina.
Greomp meuleudy da Maria.

  371
  Rouanez try a Orient
En en caffas en un croashent
Oz clasq Map Doue, guir Roue an sent,
Hac out aff hep fent ez grent joa.
Greomp meuleudy da Maria.

  372
  Un steren guen ho quelenne
Pep unan pront diouz e contre,
Euit proff hep goap da Map Doue
Bed’en cite a Iudea.
Greomp meuleudy da Maria.

  373
  Reiff da Map Doue dre auoeancc
A gresont diuin forz financc,
Aour ha myr espres hac esancc
Dre ho scianc ho offranc voa.
Greomp meuleudy da Maria.

  374
  An Rouanez a yoa bezet
En ty Herodes expresset
Oz goulen glan maz oa ganet
Saluer an bet na maz edoa.
Greomp meuleudy da Maria.

  375
Buhan diligant pan santas
Ho lazaff ho try a spias ;
Hoguen Roue glen ho diffennas,
Deze dre cas na noas netra.
Greomp meuleudy da Maria.

  376
Escuit euit ho iscitaff
Na distrosent quet davet aff,
Ez deuez Gabriel, an Eal scaff,
Miret ount aff an guelhaff voa.
Greomp meuleudy da Maria.

  377
Pedomp Roue’n nouar, Map Mary
Ha maz ay hep goap dan abry
Holl pobl Leon hep essonny
Ad paradisi gaudia.
Greomp meuleudy da Maria.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix